Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
122
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.g. 1. Dont da vezañ berroc'h, bihanoc'h, disteroc'h, izeloc'h, eget talvoudegezh, ment, pouez udb. Ne zeu ket c'hoazh an dour da zigreskiñ. Digreskiñ a ray ar prizioù, an tailhoù. 2. Mont bihanoc'h, disteroc'h, izeloc'h, ar c'hementad, an niver eus udb. Digreskiñ a ra ar boblañs e kreiz Breizh. HS. berraat, bihanaat, disteraat, izelaat. 3. (db. al loar) Bezañ er prantad amzer zo etre ar c'hann hag an nevez. Pa zigresk al loar eo hadañ ar c'harotez. HS. diskar. 4. Renk digreskiñ : urzhiadur traoù a ya eus an hini brasañ d'an hini bihanañ. II. V.k.e. Lakaat (udb.) da vihanaat, disteraat a-fet ment, niver, kementad, talvoudegezh, h.a. Digreskiñ niver ar soudarded. An dour a zigresk nerzh an trempoù. Digreskiñ poanioù ub. Digreskiñ galloud ub. DHS. bihanaat, disteraat, izelaat. ES. kreskiñ.

Skouerioù istorel : 
13
Kuzhat roll ar skouerioù

digreskiñ

1732
Daveenn : GReg pg decroitre (diminuer de hauteur, de quantité)

digriskiñ

1732
Daveenn : GReg pg decroitre (diminuer de hauteur, de quantité)

digresket

1732
Daveenn : GReg pg decroitre (diminuer de hauteur, de quantité)

digresket

1850
Daveenn : GON.II.HV pg digreski

ne deu ket c'hoazh an dour da zigreskiñ

1850
Daveenn : GON.II.HV pg digreski

digreskiñ

1850
Daveenn : GON.II.HV pg digreski

digriskiñ

1850
Daveenn : GON.II.HV pg digreski

digreskiñ

1931
Daveenn : VALL pg s'abaisser (au figuré)

Dinaou ur stêr a zo techet da vont war zigreskiñ reizh eus an eienenn betek ar genoù.

1943
Daveenn : TNKN p44

Abaoe ma vez argaset ar c'hleñved da vat ez eo aet niver an dud taget war zigreskiñ kalz.

1985
Daveenn : DGBD p65

Goude ma n'en lavar ket e vev dibaouez gant an aon ma ve digresket c'hoazh ma gopr rak neuze ne vije ket evit stourm ken.

2015
Daveenn : EHPEA p25

Peurliesañ e vank kirri-tan d'ar stourmerien : teurel a reont pled ouzh an endro, stourm a reont evit digreskiñ an ekonomiezh, pe n'o deus ket arc'hant a-walc'h.

2015
Daveenn : DISENT p85

Evel-se [en em lakaat e plas e enebourien] e vefet sikouket da zigreskiñ al lorc'h, ar gourelezh [c'hourelezh] plaset fall, ar fromoù hag ar youloù a zo skoilhoù war an hent poellek a ranker mont gantañ pa vezer o varc'hata gant enebourien.

2015
Daveenn : DISENT p141

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial