Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Obererezh digreskiñ. Digresk ar feur-mervel hag ar feur-genel. 2. Ent strizh (db. ar prizioù, ar goproù, gwerzh an traoù) Lakaat ar sammad da vezañ disteroc'h, izeloc'h. Digresk ar goproù, ar prizioù, an tailhoù. & Prenañ war zigresk : pa zigresk priz an traoù. 3. Ent strizh (db. al loar) Diskar. An digresk-loar.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

digresk

1732
Daveenn : GReg pg decroissance (decroissement)

Kalz digresk a zo war pep tra.

1850
Daveenn : GON.II pg digresk (Il y a décroissement, diminution sur tout).

digresk

1850
Daveenn : GON.II pg digresk (Décroissement. Diminution. Rabais).

Un Aven-veur eo, dezhi kresk ha digresk, nemet da hesk a-benn hiziv n’ez eas nepred.

1923
Daveenn : SKET p.81 (+p.198, "Da reiz[h]a[ñ]" : "P. 81, lin. 5, e lec’h « n’ez eas » lenn « ne deas »").

Nemet e tlee padout an adkarantez-se, hep keuz, na digresk, na divlaz biken, keit hag ar Bed hag an doueed (1).

1923
Daveenn : SKET p.75

digresk

1931
Daveenn : VALL pg baisse

digresk prizioù

1931
Daveenn : VALL pg baisse

Eno ivez e c'houzañvont gant digresk ar goproù, an ezfredadurioù, ar c'hrennadurioù. Met pa ouzer pegen difrom e talont ouzh kement-se! N'eo ket eveldomp, o wastañ hag o tistrujañ Atena peogwir ez a droug ennomp. Ar Saozon a ya droug enne ivez met ne reont ket seurt traoù.

2015
Daveenn : EHPEA p26

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial