Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. H.g. A. 1. Obererezh kreskiñ a-fet ment, nerzh, niver, priz, live, h.a. Kresk poblañs ar bed. Kresk zo war ar strilheoul. Un taol kresk. Kresk an doureier zo bras. Kresk ur blantenn. Kresk ar c'henderc'h. 2. Trl. Mont war gresk : kreskiñ. Mont a rae an tailhoù war gresk. Lakaat da vont war gresk ar peoc'h e-touez an dud. B. Ent strizh 1. (db. ar vugale, al loened yaouank) AR C'HRESK : ar brasaat e-keñver ment. Oc'h ober e gresk emañ. Echu eo e gresk gantañ. & Ent strizh Prantad eus ar c'hrennoad ma teu an den d'e vent gour. Da vare ar c'hresk. N'eo ket tremenet ganti oad ar c'hresk. [1949] Ouzhpenn ma oa yac'haus-tre d'ar studierien ma oant, atav gant o c'hresk, lakaat o c'horf d'al labour. 2. (db. ar goproù) Astenn. Goulenn un tamm kresk war e bae. Kaout kresk war e c'hopr, kaout kresk-pae. & Reiñ kresk da ub. : kreskiñ e bae. 3. Kinnig ur priz uheloc'h. Gwerzhañ diouzh ar c'hresk. Lakaat kresk war udb., war ub. & Lakaat kresk war gresk : kinnig ur priz uheloc'h meur a wech diouzh renk war-lerc'h tud all. 4. (db. al loar) Prantad a ya eus an nevez d'ar c'hann. Da gresk al loar. Emañ al loar en he c'hresk. Stumm al loar, heñvel ouzh lavnenn ur falz, pa vez gant penn kentañ he c'hresk. [1949] Bremaik, dres e-giz ma voe livet, un drugar, gant Murillo, an arzour meur, eo tarzhet dirak e selloù, e-kreiz un nijad aeledigoù kuilh ha noazh, ar Werc’hez dibec’hed, gant he zreid benniget war gresk al loar [...]. ES. diskar. II. G. Gwechad kreskiñ, an disoc'h anezhi. Ur c'hresk zo bet c'hoazh. Ur c'hresk kaer he deus graet. ES. digresk.

Skouerioù istorel : 
34
Kuzhat roll ar skouerioù

kresk

1732
Daveenn : GReg pg accroissement, creue (ou cruë, augmentation d'eau), croissance, croit (le croît, l'augmentation d'un troupeau), enchere (augmentation de prix, lors qu'on vend quelque chose à l'encan), enflure (parlant des eaux)

cresq dour

1732
Daveenn : GReg pg creue (ou cruë, augmentation d'eau)

kreskoù dour

1732
Daveenn : GReg pg creue (ou cruë, augmentation d'eau)

ar c'hresk eus ar stêrioù bras ne zeu nemet a-berzh an erc'h teuzet

1732
Daveenn : GReg pg (la) cruë (des rivieres vient de la fonte des neiges)

ar c'hresq

1732
Daveenn : GReg pg croit (le croît, l'augmentation d'un troupeau)

dijaik ez eo graet e gresk gant an den yaouank-hont

1732
Daveenn : GReg pg (ce jeune homme a désormais assez) crû

Rev-gwenn er c'hresk, / Amzer gaer ha fresk. / Rev-gwenn en diskar, / Amzer gleb hep mar.

1732
Daveenn : GReg pg gelée (On dit proverbialement en François & en Breton : / Gelée blanche au croissant, / Marque de beau tems : / Gelée blanche au decours , De la pluïe sous trois jours.)

War gresk ez a an droug.

1732
Daveenn : GReg pg grand (Le mal devient plus grand.)

kresk al loar

1850
Daveenn : GON.II.HV pg kresk (le croissant de la lune).

N'eo ket tremenet ganti oad ar c'hresk.

1850
Daveenn : GON.II.HV pg kresk (Elle n'a pas passé l'âge de la croissance).

Kresk a zo war an ed.

1850
Daveenn : GON.II.HV pg kresk (Il y a de l'augmentation sur le blé).

ar c'hresk

1850
Daveenn : GON.II.HV pg kresk (le croissant de la lune).

Ar c'hresk eus an doureier a zo bras.

1850
Daveenn : GON.II.HV pg kresk (La crue des eaux est forte).

N'eo ket kreñv kresk ar wezenn-mañ.

1850
Daveenn : GON.II.HV pg kresk (Le jet de cet arbre n'est pas fort).

an dirollidigezh a ya bepred war-gresk er c'herioù bras

1850
Daveenn : GON.II.HV pg dirollidigez

kreskoù

1850
Daveenn : GON.II.HV pg kresk (Croissance, augmentation en grandeur. Accroissement. Agrandissement. Augmentation. Crue. Jet. Pl.)

kresk

1850
Daveenn : GON.II.HV pg kresk (Croissance, augmentation en grandeur. Accroissement. Agrandissement. Augmentation. Crue. Jet).

Evit temziñ pep douar da reiñ ar gwellañ traoù / Nebeut a dra ve ret, ma karfe pep aotrou / Tennañ kresk, komision diwar bep koumanant, / Kaout truez oc'h an tieg hag oc'h e yalc'h damant, / Lezel an aotrou Doue da reiñ glav pe avel, / Derc'hel sioul e c'henoù hag e galon izel.

1867
Daveenn : MGK p95

« Kresk a zo, emezañ, pa wel ar beskedenn : / Setu an tamm kentañ eus un tamm frigousenn. »

1867
Daveenn : MGK p41

Gwashoc’h c’hoazh zoken a yoa lavaret eget n’oa c’hoarvezet, rak ar brudoù fall a ya atav war gresk, ha krediñ a raed e oa chomet Filip Kerangevenn war an dachenn, pe da vihanañ mac’hagnet, hep den d’her prederiañ.

1877
Daveenn : EKG.I. p.307

Un Aven-veur eo, dezhi kresk ha digresk, nemet da hesk a-benn hiziv n’ez eas nepred.

1923
Daveenn : SKET p.81 (+p.198, "Da reiz[h]a[ñ]" : "P. 81, lin. 5, e lec’h « n’ez eas » lenn « ne deas »").

taol kresk war an telloù

1931
Daveenn : VALL pg augmention

graet e gresk gantañ

1931
Daveenn : VALL pg adulte

kresk

1931
Daveenn : VALL pg accroissement, augmentation

kresk douar

1931
Daveenn : VALL pg accrue

kresket eo war

1931
Daveenn : VALL pg augmenter

lakaat kresk war

1931
Daveenn : VALL pg augmenter

reiñ kresk da

1931
Daveenn : VALL pg augmenter

Ouzhpenn ma oa yac'haus-tre d'ar studierien ma oant, atav gant o c'hresk, lakaat o c'horf d'al labour.

1949
Daveenn : SIZH p.53

Bremaik, dres e-giz ma voe livet, un drugar, gant Murillo, an arzour meur, eo tarzhet dirak e selloù, e-kreiz un nijad aeledigoù kuilh ha noazh, ar Werc’hez dibec’hed, gant he zreid benniget war gresk al loar, he daouarn juntet ganti war he c’halon, he selloù goursavet ; ha ken azeulus he dremm, e stern kurunenn he fennad blev fuilhet war he diskoaz !...

1949
Daveenn : SIZH p.38

Buan e ra ar gwez-se o c'hresk, hag er c'hoad-meur e sav ar c'hefioù betek 25 pe 30 metr uhelder en holl.

1985
Daveenn : DGBD p180

Kendalc'het he deus niver ar boblañs da vont war gresk abaoe hag e miz Meurzh 1941 e nivered 454 300 den, 73 500 Europad en o zouez (e 1926 e oant 35 300 war 107 000).

1985
Daveenn : DGBD p14

Gwall hir eo roll an obererezhioù difeuls hag er-maez [e-maez] lezenn bet kaset da benn e-pad ar bloavezhioù tremenet hep na vefe bet moustret den e mod ebet : bodadegoù diaotre ha manifestadegoù er-maez [e-maez] lezenn, betek dirak an Elize ; lec'hioù prevez aloubet ha dalc'het, evel stalioù ar merkoù bras sponsorien ar C'hoarioù Olimpek e Sina, trepasoù kenwerzhel ar gourmarc'hadoù, anzavadourien kirri-tan, ajañsoù lojeiz, burevioù gwerzhañ diouzh ar c'hresk [...]

2015
Daveenn : DISENT p154-155

Goude e jedan ar c'hresk a vo war ma gopr hag ez a ar vurevveliezh diwar ma spered. D'ar bihanañ e vin digollet eus ar c'hrennañ a zo bet graet warnañ warlene.

2015
Daveenn : EHPEA p22

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial