Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. [1732, 1931, 1985, 2015] Gouloù a deu da stekiñ ouzh an traoù eus an tu enep diouzh an hini ma vezer o sellet oute. [1732] Ar gwragez a azez atav en amc'houloù. [1732] An amc'houloù a lam e holl gaerded digant un daolenn. [1985] Ne vez ket heol avat alies e miz gouere, ha gant an amzer c'holoet e vez trist ha kañvaouus en amc'houloù dindan ar c'hoad. [2015] Bremañ ez eo serr an hanter eus ar stalioù hag en amc'houloù emañ bali Patision. DHS. gouloù, sklaerder, sklêrijenn. & Trl. skeud. [1732, 1850] Ober udb. en amc'houloù : ober anezhañ dre guzh, dre laer. [1850] N'em eus ket graet kement-se en amc'houloù. 2. Dre ast. [1732, 1850, 1904, 1927, 1931] Diouer a c'houloù, a sklaerder. [1850] En amc'houloù emaomp amañ. En amc'houloù e weler sklaeroc'h eget en deñvalijenn. DHS. teñvalijenn.

Skouerioù istorel : 
20
Kuzhat roll ar skouerioù

en amc'houloù

1732
Daveenn : GReg pg (à la) dérobée

en amc'houloù

1732
Daveenn : GReg pg (en) cachette

amc'houloù

1732
Daveenn : GReg pg contre-jour (lumière opposée à quelque chose)

Ar gwragez a azez atav en amc'houloù.

1732
Daveenn : GReg pg contre (Les femmes se placent toujours à contre-jour.)

An amc'houloù a lam e holl gaerded digant un daolenn.

1732
Daveenn : GReg pg (un) contre-jour (ôte toute la beauté d'un tableau)

Ne'm eus ket graet kement-se en amc'houloù.

1850
Daveenn : GON.II pg enn-amc'houlou (En secret, secrètement, en cachette, furtivement)

amc'houloù

1850
Daveenn : GON.II pg amc'houlou (Ténèbres. Privation de lumière. Obscurité).

amc'houloù

1850
Daveenn : GON.II p.58, Grammaire bretonne, (ténèbres, privation de lumière).

en amc'houloù

1850
Daveenn : GON.II pg enn-amc'houlou

En amc'houloù emaomp amañ.

1850
Daveenn : GON.II pg amc'houlou (Nous sommes ici dans les ténèbres, dans l'obscurité).

amoloù

1904
Daveenn : DBFV pg. amoleu (obscurité)

amc'houlou

1923
Daveenn : SKET p.154, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Contre-jour ; ténèbres, obscurité".

Un Doue gwisket gant kroc’hen ar bleiz, a ouzoc’h holl an anv anezhañ, hec’h engehentas dindan an deliaoueg, — Hag Adaqi he dougas, hag ar bleizi bavet (gant ar riv), war vervel (gant an naon), a davas hag a grenas en amc’houlou. »

1923
Daveenn : SKET p.33

amc'houloù

1927
Daveenn : GERI.Ern pg am- (contre-jour, défaut de lumière)

lavar amc'houloù

1931
Daveenn : VALL pg (parole) ambigu(e)

amc'houloù

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXVIII

Ha hir e oa, ha diforlinket un disterañ, e-giz ar plant-se o deve kresket en amc’houlou.

1949
Daveenn : SIZH p.37

E-lec'h chom da bleustriñ war e gentel, ur « Vuhez ar Sent », gant Bollandistiz [sic], er sal-studi, e oa pignet da aveliñ e benn en amc'houlou balzamek gwez tourmantin an dorgenn.

1949
Daveenn : SIZH p.47

Ne vez ket heol avat alies e miz gouere, ha gant an amzer c'holoet e vez trist ha kañvaouus en amc'houloù dindan ar c'hoad.

1985
Daveenn : DGBD p162

Bali Patision am boa anavezet pa oan bugel n'he doa mann da welout gant hini an deiz a hiziv. Gwezhall, an hanter eus ar goulaouiñ a zeue eus ar pestalioù. Bremañ ez eo serr an hanter eus ar stalioù hag en amc'houloù emañ bali Patision.

2015
Daveenn : EHPEA p93

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial