Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1.[1867] Rust, kriz. Bleizi dihegar. An Ankoù gant e vorzhol dihegar. HS. didruez. & Dismegañsus ouzh ar re all. Gwell eo din bezañ hegarat outi eget dihegar. HS. digar. 2. Emgar.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

diegat [sic]

1659
Daveenn : LDJM.1 pg diegat

N'eo ket ken dishegar ha m'en deus doare da vezañ.

1850
Daveenn : GON.II pg dishégar, dishégarad (Il n'est pas aussi intraitable, aussi insensible qu'il le paraît).

dihegar

1850
Daveenn : GON.II pg dihégar ou dishégarad (Cruel. Dur. Sévère), pg dishégar ou dishégarad (On dit aussi "dihégar").

Ne gredan ket e ve un den dihegar.

1850
Daveenn : GON.II pg dihégar (Je ne crois pas qu'il soit dur, cruel).

Ur mergl milliget eo, ur c'hleñved dihegar, Savet da gontammiñ pep mad zo war an douar ; Genel a ra bosenn ha kernez tro-war-dro ; Ouzh he heul kasoni e pep lec'h, e pep bro, a laka dre ar bed brezel ha lazherezh.

1867
Daveenn : MGK p2

An osteleri, ti ar gwin-ardant, lec’h karet gant ar wazed : denañ, sunañ, evañ a raent en o gwerenn, mesket gant blaz an dour binniget-se, ankounac’h o devezhioù dishegar, levenez o buhez dister.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 47, p.1122 (Miz Du 1924).

Arabat eo dit, paourkaezh, lakaat da fi[zi]añs en dud lent ha dishegar, gra da vicher, gone da c’hopr, doug da vec’h hep klemm na trugarez.

1925
Daveenn : BILZ2 p.105

Chas ifern, ya ! laosket 'n o roll / D'hon tagañ dihegar ha foll, / D'an Iliz enebourien yud, / Setu petra eo ar seurt tud !

1960
Daveenn : PETO p18

Anzav ouzhoc'h pezh 'm eus lâret, / Morse, sur n'em bije karet, / Met dihegar, ho kourdrouzoù / D'am divudañ ' zo bet louzoù.

1960
Daveenn : PETO p46

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial