Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Termen a dalvez d'ober anv eus ul Lun tremenet pe da zont. Diwar zilun, adalek dilun. A-raok, goude dilun. • Dilun diwezhañ, dilun tremenet e oamp bet o vale : d'an diwezhañ Lun zo bet. Dilun a-raok, dilun all : d'al Lun zo tremenet a-raok al Lun diwezhañ zo bet. • Chom a rin er gêr dilun kentañ, dilun tostañ, dilun a zeu, dilun da zont : d'ar c'hentañ Lun a vo. Dilun war-lerc'h : d'al Lun a zeuy war-lerc'h al Lun kentañ a vo. • Dilun penn sizhun, dilun a-benn eizhtez : d'al Lun a vo a-benn eizhtez. Dilun a-benn pemzektez. 2. Ent krenn D'an diwezhañ Lun zo bet, d'ar c'hentañ Lun a vo. Dilun e oant bet amañ. Ac'hanen da zilun : d'al Lun kentañ. & Tr. adv. A-benn dilun : a-benn al Lun kentañ. & Kenavo dilun, ken dilun : kenavo, a-benn al Lun kentañ. & Dilun da greisteiz, d'abardaez, da noz : al Lun diwezhañ pe gentañ da greisteiz, d'abardaez, da noz. & Dilun vintin, dilun veure, ar beure : al Lun diwezhañ pe gentañ da vintin, da veure.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

Gwraet eo tomm, hep chom, an gumun goude dilun ar suzhun wenn; bremañ ez c'hellet gwelet sklaer nag eo ket taer mab ar Sper[nenn]

1472
Daveenn : M. p13

dilun

1659
Daveenn : LDJM.1 pg Lundy

dilun

1732
Daveenn : GReg pg (la seconde) ferie (ou la ferie seconde)

deiz-lun

1850
Daveenn : GON.II pg dilûn

dilun

1850
Daveenn : GON.II pg dilûn (Lundi, un des jours de la semaine. Mot à mot, "jour de la lune"), lûn

dilun

1909
Daveenn : BROU p. 225

Saig ne gare ket kalz ar bennozhioù, hag a c’hrozmole en ur vont er-maez an ti, diwar dreuzoù an nor : — Dilun ar beure, paotr, ec’h ambarki, adieu vat ! ha dreist-holl te ’oar, er vicher arabat koll an nord ! taol evezh d’ar vag vihan… Kenavo, Izabel !

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 47, p.1125 (Miz Du 1924).

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial