Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
122
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. 1. (db. an danvezioù bet gwriet) Lemel an neudennoù kuit. & Trl. skeud Dineudenniñ brozh ub. : e wallvrudañ. Brozh honnezh a vo dineudennet brav. DHS. dishiliañ, dispenn, diswriat. 2. (db. ar fav) Lemel an neudenn kuit. Fav munut bet dilostet ha dineudennet ha gwalc'het. 3. (db. an nadozioù) Lemel an neudenn kuit. II. V.g. (db. an danvezioù bet gwriet) Dont da goll tamm-ha-tamm an neudennoù zo pe ennañ pe oc'h ober anezhañ. DHS. dishiliañ.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

disneudennañ

1732
Daveenn : GReg pg effiler (s'effiler)

disneudennet

1732
Daveenn : GReg pg effiler (s'effiler)

disneudennañ

1850
Daveenn : GON.II pg disneûdenna (Effiler, défaire un tissu fil à fil. S'effiler, s'en aller par fils).

Disneudennit an tamm lien-mañ da lakaat war e c'houli.

1850
Daveenn : GON.II pg disneûdenna (Effilez ce morceau de toile pour mettre sur sa plaie).

disneudennet

1850
Daveenn : GON.II pg disneûdenna (Effiler, défaire un tissu fil à fil. S'effiler, s'en aller par fils. Part.)

Bez' e c'hell unan frotañ e zaouarn peogwir n'eus muntr ebet hag ez eo en em roet da renkañ an dielloù, bez' e c'hell soñjal emañ en diogel o vezañ ma vir an arouaregezh outañ a ober fazi pe fazi, un dra eo koulskoude ar soñjoù brav hag un dra all an hezougell a son da eizh eur hanter diouzh ar beure, p'emañ gant banne kafe kentañ an devezh, o tineudennañ fav glas gant e bried.

2015
Daveenn : EHPEA p31

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial