Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
4
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
124
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. A. Fetis Tennañ ar pezh a c'holo, a c'hronn udb. Dizoleiñ ur pod, ur gastelodenn. Dizoleiñ ur gwele : tennañ ar pallennoù diwarnañ. Dizoleiñ e benn : lemel e dog diwarnañ. Kerreg dizoloet gant ar mor o tiskenn. ES. goleiñ. B. Difetis 1. Kavout ub., udb. a oa dianav, kuzhet. Dizoloet en doa e gevrin. Dizoleiñ al laeron. Dizoleiñ douaroù nevez, tireoul, teñzorioù. 2. Diskouez, lakaat war wel udb. zo kuzhet, a daver warnañ. Un deiz e vo dizoloet pep tra. Tennañ a reas e vaskl hag eñ dizoleiñ e zremm dezho. II. V.g. Dont war wel, dont da vezañ dizolo. Dizoleiñ a rae al loar. Un durumellad lec'hid war-nes dizoleiñ. Gweleadoù mein a zizoloe d'an daere. HS. dispakañ.

Skouerioù istorel : 
42
Kuzhat roll ar skouerioù

dizoloet

1659
Daveenn : LDJM.1 pg deceler, decouurir, ouurir, produire

dizole

1659
Daveenn : LDJM.1 pg deceler, decouurir, ouurir, produire

dizoloet

1732
Daveenn : GReg pg debander (ôter une bande, un bandeau), deceler (decouvrir une chose cachée), decouvert (qu'on a découvert), decouvrir (ôter la couverture d'une chose), devoiler

dizoleiñ e vruched, e vrennid

1732
Daveenn : GReg pg debrailler (se débrailler, se découvrir trop l'estomac)

dizolo

1732
Daveenn : GReg pg deceler (decouvrir une chose cachée), decouvrir (ôter la couverture d'une chose), developper (ôter l'enveloppe)

dizoleiñ

1732
Daveenn : GReg pg deceler (decouvrir une chose cachée), decouvrir (ôter la couverture d'une chose)

Ned eus tra ker kuzhet, eme ar Skritur-Sakr, na zizoloer ha ne anavezor un deiz.

1732
Daveenn : GReg pg caché (l'Ecriture dit qu'il n'y a rien de si caché qui ne se revèle)

dizoleiñ gwrizioù ur wezenn

1732
Daveenn : GReg pg dechausser (un arbre)

dizolet

1732
Daveenn : GReg deceler (decouvrir une chose cachée),decouvrir (ôter la couverture d'une chose)

dizoleiñ gwrizioù ur wezenn

1732
Daveenn : GReg pg dechausser (un arbre)

dizoleiñ

1732
Daveenn : GReg pg debander (ôter une bande, un bandeau), deceler (decouvrir une chose cachée), decouvrir (ôter la couverture d'une chose), developper (ôter l'enveloppe), devoiler, , éventer (divulguer, découvrir)

Ha pa en doe Booz debret hag evet, ha pa en em gavas laouenoc'h, ez eas da gouskañ e-harz ur bern malanoù : ha Ruth a zeuas didrouz, ha goude bezañ dizoloet ar pallenn war-zu an treid, en em daolas eno.

1850
Daveenn : GON.II Buez Ruth p104

dizoleiñ

1850
Daveenn : GON.II pg distei, dizôlei, dizôlôi

disgoleiñ

1850
Daveenn : GON.II pg dizôlei, dizôlôi

disgoloiñ

1850
Daveenn : GON.II pg dizôlei, dizôlôi

dizoloet

1850
Daveenn : GON.II pg dizôlei, dizôlôi

dizoloit ar pod

1850
Daveenn : GON.II pg dizôlei, dizôlôi

An Aotrou Poullaoueg a zo kuzhet, e-kreiz ur bern keuneud, e ti berson Larred. Eno emañ mat a-walc’h evit ur pennad, mes a-barzh nebeut amañ ne vanko ket da vezañ dizoloet, hag e karfe bezañ kaset da Vro-Saoz.

1877
Daveenn : EKG.I. p.215

An Aotrou Lejeune, evit derc’hel mat d’e c’her, a yeas ivez e-pad un dervezh da guzhet e koadoù Kerouzere ; mes antronoz, e teuas da guzhet e ti tud eus a Blougouloum hag hen diwallas mat, rak ne voe ket dizoloet.

1877
Daveenn : EKG.I. p.244

En ur vont a-biou chapel Lokrist an Izelved, an Aotrou Inizan hag an Aotrou de Bonnemetz [] en em daolas d’an daoulin evit en em arbediñ [sic, erbediñ] ouc’h an Aotrou Krist benniget ; n’oant ket evit dizoleiñ o fenn, rak staget e oa dezho o daouarn a-dre o c’hein.

1877
Daveenn : EKG.I. p.253-254

Ur guchenn soudarded, hardishaet o welet hag o klevet o c’habiten, a [z]euas, d’o zro, d’e gaout, o c’hlezeier en-noazh ganto ha savet a-zioc’h e benn : — D’an daoulin, Feburier ; dizolo da benn, emezo, en ur ober an neuz da skeiñ warnezhañ.

1877
Daveenn : EKG.I. p.185

Neuze e savas ur c’hemmesk bras e-touez tud paour hor bro. Anaout a rejont e oa dizoloet o mennoz hag e oa deuet ar republikaned d’o gortoz evit o lazhañ-holl, pa vijent o vont dre an Hent-Don.

1877
Daveenn : EKG.I. p.167

O ! emezañ, ne ouzont ket emaon amañ, gwell a-se ! Evelato, amañ emaon en diasur ; un tamm c’hoant hepken da gas ganto unan eus va moc’h a zo a-walc’h evit va diz[o]leiñ.

1877
Daveenn : EKG.I. p.127

Kaout a rae d’an dud paour e selaou Doue o fedenn, ha reiñ a raent, dichipot a-walc’h, d’ar republikaned, ar pezh a c’houlennent diganto, evit miret outo da vont da furchañ ar vro ha da ziz[o]leiñ kouent Sant-A[l]bin.

1877
Daveenn : EKG.I. p.35

Hag e teuas da soñj din e gwigour ar gleizenn hag e grigoñs ar vuduren. Anat e oa din e oan dizoloet hag edo ar c’hlask war va lerc’h ; n’oa ket brav an traoù ganen.

1878
Daveenn : EKG.II p.125

Eno, hor c’henvroad, un Tarzek hervez, hag hen ur furcher, en dije dizoloet, e strad bez ur Faraon bennak, e bro-Fayoum moarvat el lec’h ez oa gwechall un drevadennad a Gelted, ur « papuruz » poultrennek, ha warnañ dornskrid ar « Sketla ».

1923
Daveenn : SKET p.5

Kaerderioù nevez atav a zizolofes ennañ, hep dont da skuizhañ nepred gant e vurzhudoù.

1923
Daveenn : SKET p.73

Velia a bokas d’ar bugel hag e stardas war he c’halon. Damzigeriñ brennidenn he zoneg a eure ha dizoloiñ hec’h askre d’e vronnañ.

1924
Daveenn : SKET.II p.9

Ar vugale a c’hoarzhe, ha Bilzig a seblantas dezhañ bezañ dizoloet un dra burzhudus : un diotach hepken…

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1024 (Gouere-Eost 1924)

Ul laz paotred yaouank diskuizh ha dibabet a veze bepred war evezh oc’h heul gant div vag vihan ar voudenn besked dizoloet.

1925
Daveenn : BILZ2 p.122

D’ar c’houlz-mañ, Bilzig a oa paotr a driwec’h vloaz, hanter hir ha moan-treut, e fri, tougn gwechall, a oa hiraet, hag e c’hinou, un tammig re ledan marteze pa c’hoarzhe ar paotr, a zizoloe div regennad dent gwenn ha lemm, yac’h-meurbet.

1925
Daveenn : BILZ2 p.178

dizoleiñ

1931
Daveenn : VALL pg (s') accuser (faire paraître)

Kalz re rouez int koulskoude e-keñver divented an dachenn da zizoleiñ.

1943
Daveenn : TNKN p12

Souezhusoc'h eo c'hoazh traonienn Mor an Hanternoz. Dizoloet ez eus bet eno, n'eus ket gwall bell, ur steudad fozioù, a zo bet studiet gant ar Saozon da gentañ, ha neuze gant ar C'hallaoued ivez.

1943
Daveenn : TNKN p28

Bemdez e oan ur Breton bihan o tizoleiñ Breizh e-touez ar re a dremene dre vurev ma zad.

1944
Daveenn : EURW.1 p19

An hini a zo pignet war dosenn Sant-Weltaz a zo evel ur moraer e beg ur wern, a zizolo ur mor divent ; ac'halen e tizolo an arvester ur c'helc'hva douar mezevennus, ken hir ma'z eo war ar pevar avel.

1944
Daveenn : EURW.1 p16

Deuet on da chom davet ma zud e parrez Karnoed, en un ti brav, livet gwenn, war blasenn ar bourk, keñver gant an iliz, un ti kempenn, dalc'het gant ma mamm, ennañ kombodoù bihan evel emañ ar mod gant bourc'hizien Vreizh-Izel : ur gegin, ur sal, ur burev, dispartiet gant un trepas ; teir gambr a bigner dezho gant ur « viñs-tro » ; ha d'an nec'h tre, ar solier, div gambrig all, a zizoloer dre o frenestroù an holl vourk, hag er pellder, dremmwel fromus ha gwagennus tosennoù Kerne.

1944
Daveenn : EURW.1 p5-6

[...] ha d'an nec'h tre, ar solier, div gambrig all, a zizoloer dre o frenestroù an holl vourk, hag er pellder, dremmwel fromus ha gwagennus tosennoù Kerne

1944
Daveenn : EURW.1 p6

Ar gweladennoù armoù ha pakadoù pezh ha pezh, a oa d’ar Sadorn goude kreisteiz, ha rouez e oa ma ne veze ket dalc’het un drederenn ac’hanomp er c’hazarn da Sul, evit un draig dister bennak dizoloet gant an ofiser.

1944
Daveenn : EURW.1 p.196

Kerangwe en doa dizoloet un ostaleri vihan all e straed Sant-Gwenno, a oa dimp ivez ul lec’h a ziskuizh hag a beoc’h.

1944
Daveenn : EURW.1 p.197

Prestik goude, e voe dizoloet ar wirionez.

1944
Daveenn : EURW.1 p.129

Ne oa tremenet c'hoazh nemet pevar devezh ha setu ma vanke ar c'hafe ha pa 'z ejod da ober ur sell er c'harchedoù e oa anat e oa aet bas pep tra ; ha diwar neuze e voe bemdez un dra bennak nebeutoc'h : gwin, fav, avaloù-douar ha, pa zeuas tro ar sukr da vankout e veze kavet gwall c'hwerv an te, brav deomp c'hoazh pa oa bet dizoloet ar voestadig te-se e pakadoù unan ac'hanomp ; paneveti e vije bet ret tremen gant dour sklaer, rak gwall bell e vije bet kas unan bennak betek ur gêr bennak da gerc'hat geot-sitroñs.

1985
Daveenn : DGBD p37

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial