Troer
Troer emgefre
nevez

Troer emgefre

Kroget e oa bet gant an treiñ emgefre brezhoneg-galleg e 2009 gant ar raktres Apertium, ur reizhiad Open Source treiñ emgefre diwar reolennoù. Lakaet e oa bet enlinenn e lec’hienn Ofis publik ar brezhoneg ha buan e oa deuet da vezañ unan eus ar servijoù implijet ar muiañ daoust da zisoc’hoù a vez kerseüs a-wechoù pa vez anv da dreiñ frazennoù kemplezh.

Un troer emgefre nevez

E 2022 en doa roet an OPAB lañs d’un troer nevez efedusoc’h, gouest da dreiñ war an tu brezhoneg-galleg ha war an tu galleg-brezhoneg war un dro. Gant an araokadennoù pedagogel e c’haller diorren un troer emgefre diwar rouedadoù neuron lakaet da vont en-dro gant ur c’horpus divyezhek galleg-brezhoneg bihan a-walc’h e vent (war-dro 100 000 daouad frazennoù).

Gwellaat-perzhiañ

Gwelladennoù a vo degaset da efedusted an troer-se a-feur ma vo maget ar c’horpus gant daouadoù frazennoù. Gallout a rit sikour ac’hanomp da vagañ ar c’horpus ha da reizhañ ar frazennoù en ur lakaat hoc’h anv en hor savenn-berzhiañ.

Kemer perzh

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial