I.
(db. al loened)
A vev e-ser mab-den evit reiñ skoazell pe zudi dezhañ.
Al loened-ti hag al loened-labour zo loened doñv. Ul louarn doñv : ul louarn bet doñvaet.
ES. gouez.
II. Dre ast. (db. an dud)
1. Aes da zaremprediñ.
Doñv-bras eo an den-se.
&
Trl. kv.
Doñv evel un oan : dizrouk.
Fañch, pa vez diwar an dour, zo doñv evel un oan.
2. Ur beleg doñv : aet war e leve.
3. Pemdez (db. ar merc'hed)
Aes mont ganto.
Sed amañ merc'hed doñv avat !
4. Trl. skeud.
Ober selloù doñv : diskouez orged en e selloù.
N'hoc'h eus ket e welet oc'h ober selloù doñv ouzh ar plac'h-se ?