I.
(db. al loened)
A vev e-ser mab-den evit reiñ skoazell pe zudi dezhañ.
Al loened-ti hag al loened-labour zo loened doñv. Ul louarn doñv : ul louarn bet doñvaet.
[1954] Ha piv 'ta ? va fidamdoustig, bep tro, diouzh ar mintin kerkoulz ha goude merenn, kaset e vezen bete hanter-c'hrav gant ur chilhog besk gwenn-erc'h, hag eñ ken doñv hag ur c'hi.
ES. gouez.
II. Dre ast. (db. an dud)
1. Aes da zaremprediñ.
Doñv-bras eo an den-se.
&
Trl. kv.
Doñv evel un oan : dizrouk.
Fañch, pa vez diwar an dour, zo doñv evel un oan.
2. Ur beleg doñv : aet war e leve.
3. Pemdez (db. ar merc'hed)
Aes mont ganto.
Sed amañ merc'hed doñv avat !
4. Trl. skeud.
Ober selloù doñv : diskouez orged en e selloù.
N'hoc'h eus ket e welet oc'h ober selloù doñv ouzh ar plac'h-se ?
Daveenn :
GON.II
pg doñ (J'ai un oiseau qui est apprivoisé).
Ur c’hammamzeriañ a zo amañ. Dianav eo manet ar c’hazh-doñv en Europ e-kerzh ar rann vrasañ eus an Henamzer.
Eur c’hamm-amzeria a zo aman. Dianav eo manet ar c’haz-donv en Europ e-kerz ar rann vrasa eus an Hen-amzer.
1923
Daveenn :
SKET
p.63
O tont e gwel ar marc’h doñv gant kêriadenniz-war-zour (Déchelette, Manuel, I, p. 341).
O tont e gwel ar marc’h donv gant kêriadenniz-war-zour (Déchelette, Manuel, I, p. 341).
1923
Daveenn :
SKET
p.143 "Taolenn-amzeroniez evid istor ar Gelted".
doñv
1931
Daveenn :
VALL
pg animal (apprivoisé)
Ha piv 'ta ? va fidamdoustig, bep tro, diouzh ar mintin kerkoulz ha goude merenn, kaset e vezen bete hanter-c'hrav gant ur chilhog besk gwenn-erc'h, hag eñ ken doñv hag ur c'hi.
1954
Daveenn :
VAZA
p.13-14
Un dro bennak, e teuas war va lerc'h el liorzh ha hi da vlejal o welout peseurt evnig a oa va hini : ur pikol touseg o chom en un toull er voger ha deut da vezañ doñv, ruzañ a rae e-maez e doull da zebriñ bara eus va dorn adal ma huchen warnañ : « Biti, biti, biti !»
Un dro bennak, e teuas war va lerc'h el liorzh ha hi da vlejal o welout peseurt evnig a oa va hini : ur pikol touseg o chom en un toull er voger ha deut da vezañ doñv, ruzañ a rae e maez e doull da zebriñ bara eus va dorn a-dal ma huchen warnañ : « Biti, biti, biti !»
1954
Daveenn :
VAZA
p.14
Ar re a zo amañ a zo saout doñv bet degaset eus ar C'hameroun, hag int bet lakaet amañ da beuriñ a-raok bezañ lazhet ha gwerzhet o c'hig pa vo ezhomm.