Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
122
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V.k.e. I. 1. (db. al loened gouez) Lakaat da vezañ doñv. Daou loenig gouez a felle din doñvaat. 2. (db. loened doñv amjestr) Lakaat da zont da vezañ sentus. Ma zad a ouie doñvaat ar c'hezeg direizh hag o lakaat da sujañ. II. A. (db. an dud) 1. Lakaat da blegañ dezhañ. Holl vugale ar vourc'h en doa gallet doñvaat, hennezh biskoazh. 2. Lakaat un den fuloret da habaskaat. Netra d'ober, tu ebet d'e zoñvaat. B. Dre skeud. (db. an traoù) Mestroniañ. Doñvaet en deus mab-den an tredan.

Skouerioù istorel : 
27
Kuzhat roll ar skouerioù

doñvaat

1659
Daveenn : LDJM.1 pg apriuoiser

doñviñ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg apriuoiser

doñvaat

1659
Daveenn : LDJM.1 pg priuer (appriuoiser)

doñvaat

1659
Daveenn : LDJM.1 pg donvat

doñvaat

1732
Daveenn : GReg pg apprivoiser

doñvaat

1732
Daveenn : GReg pg domter (apprivoiser)

doñvaet

1732
Daveenn : GReg pg apprivoiser

doñvaat

1732
Daveenn : GReg pg apprivoiser

doñvet

1732
Daveenn : GReg pg apprivoiser, domter (apprivoiser)

doñviñ

1732
Daveenn : GReg pg apprivoiser, domter (apprivoiser)

doñvaet

1732
Daveenn : GReg pg apprivoiser, (s')apprivoiser

doñvaat

1732
Daveenn : GReg pg apprivoiser, (s')apprivoiser

doñveet

1732
Daveenn : GReg pg domter (apprivoiser)

doeñvañ

1732
Daveenn : GReg pg apprivoiser, domter (apprivoiser)

doeñvet

1732
Daveenn : GReg pg apprivoiser, domter (apprivoiser)

doñvaat

1850
Daveenn : GON.II pg doñaat, doñvaat

doñvaat

1850
Daveenn : GON.II pg doñaat, doñvaat

doñvet

1850
Daveenn : GON.II pg doñaat, doñvaat

donaat a ra buan

1850
Daveenn : GON.II pg doñaat, doñvaat

Al loened paket ha kaeliet evel-se a zoñveas tamm-ha-tamm ; boazañ a rejont a-nebeudoù da genvevañ gant an den.

1923
Daveenn : SKET p.55

An itron yaouank, an aelig Doue, he deus doñveet anezhañ, pleget un tammig e imor.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 42, p.978 (Even 1924)

Holl [v]ugale ar bourk en devoa gallet doñvaat, Bilzig biskoazh.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 40, p.896 (Miz Ebrel 1924)

Gant an oad e oa deut da vezañ un tammig doñvet, muioc’h douget da glask kompagnunezh ar baotred hag ar merc’hed yaouank.

1925
Daveenn : BILZ2 p.178

— Eus a belec’h out, va merc’hig ? — A Lokireg, itron, eme Madelen doñveet.

1925
Daveenn : BILZ2 p.126

doñvaat

1931
Daveenn : VALL pg apprivoiser

Diouzh o zu, ma mistri a esaeas a bep seurt evit doñvaat ar paotr gouez e oan, an Aotrou Iwan ar Bezvoed dreist-holl, a stagas ouzhin hag a reas e wellañ da'm lakaat d'en em blijout.

1944
Daveenn : EURW.1 p39

Kaer e voe lavarout dezhañ e oamp aotreet da vont e pep lec'h a-berzh ar Gouarnour, ne voe ket tu d'e zoñvaat.

1985
Daveenn : DGBD p88

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial