Télécharger les mots parents keuneudeg keuneudek keuneudenn keuneuta
qeuneud lacqa-lacqa
Mat, me, p’am bezo Andre ar Pontoù etre va daouarn, her lakaio en noazh ; her stagañ a rin start ouc’h ur peul a vezo ken huel hag eñ, evit miret na c’hello fiñval un tamm, na gant he dreid na gant e zaouarn ; ur pennad keuneud a sankin en e c’hinou evit hen derc’hel digor, hag en-dro d’e dreid e lakin kement merienenn a vezo kavet er vro.
Kerkent pep hini a ya da ober ar pezh a zo gourc’hemennet dezhañ ; unan a oa o purañ ar podoù, un all o sec’hañ ar pladoù, un all o rinsañ an oaled ; un all a yeas da gerc’hat koad d’ar bern keuneud a oa en tu-all d’ar porzh a-ziadreñv, e kichen ar c’hraou-moc’h ; ar sakrist, skañv e c’har, a yae d’ar c’hav, hag a deue gantañ, [b]ep tro, ur vriad boutailhadoù gwin kozh. Koan ne zaleas ket da vezañ dare.
Taolet en doa pled ez oa truilhennek dilhad ar merc’hed yaouank, ma ’z oant hanternoazh ha ma krenent gant ar riv er goañv ; n’oa dezho, ouzhpenn, ar c’hregin-mor nemet ur bevañs treut ha difonn, hag he devoa alies plac’h he gouriz arem hag he gougleze poan vras o tanañ, gant ur maen-kailhastr hag un dornad bezhin sec’h, prenn-keuneud glep diwar ar peñseadoù.
keuneud
Ur pennadig goude-se ec'h en em gav an dougerien gentañ : ar gegin (koan a vo eta !), ar gwele, hag a zo koulskoude unan eus ar sammoù lakaet da vezañ an diaesañ da zougen dre ma 'z eo ur bec'h ledan ha ma speg er c'heuneud a bep tu, hag ivez dre ma vez re dechet ar voyed da blantañ er sac'h leien a vez ouzh e c'horren a bep seurt traoù ma ne daoler ket evezh ; ur pakad all bennak, an hanter eus an telt.
Mots précédents
Mots suivants
keuneud-bleñchoù