Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

I. A. H.g. 1. Ment udb. muzuliet a dreuz da dreuz. Dek metr a led he deus ar stêr. 2. Ment vihanañ ur c'horreenn (enebet ouzh he hed), ment etre un ec'honenn (enebet ouzh he hed hag he sav). Alemañ e welomp ar pleg-mor holl en e led. Etrezo ne oa nemet led ar foz. HS. lec'hed, ledander, treuz. 3. Ledred. Kemper zo da 48° led. B. G. PEMDEZ Ober ul led d'udb. : e ledañ e nebeut amzer. Deomp d'ober ul led d'ar foenn. II. Tr. adv. EN E LED, WAR E LED : astennet. Edo o kousket war e led.

Exemples historiques : 
10
Masquer la liste des exemples

led

1732
Référence : GReg pg amplification

led

1850
Référence : GON.II pg léd, lét, lédander, lédek, lec'hed

led

1850
Référence : GON.II pg léd, lét

daou goured a led en deus

1850
Référence : GON.II pg léd, lét

Ar re war varc’h, o kas war-raok a-benn-herr eeun dirazo, a dizhas, ne voe ket pell, al lec’h ma tastum ar stêr hec’h holl zourioù en un naoziad, ha hi peurzieub a enezennoù, diharz-kaer d’ar sellerien da welout an holl red-dour en e led eus an eil glann d’eben.

1923
Référence : SKET p.135

En e greiz, e kreiz Aedobitus, a-dre kreñvvogerioù tan dezho ouzhpenn mil "rasta" uhelder, dek mil "leuga" led, kant mil "leuga" hed, dindan koabrennoù tan ma kroz ar gurun enno dibaouez, war al leur-zouar a zo heñvel ouzh houarn ruziet gwenn-kann hag atav kren-digren, emañ ar Bezout, n’eo bet gwelet biskoazh ha na vo gwelet biken gant dremm mab-den, ha n’ouzer anv ebet dezhañ.

1923
Référence : SKET p.27

Da 55°50' led Hz. ha war-hed 120 km. diouzh Bro-Saoz, avat, e kaver div foz dezho 159 ha 97 m. donder (87 ha 53 "fathom").

1943
Référence : TNKN p30

Oi ! ma Doue, tizhet on bet ; / A-stok on taolet war ma led.

1960
Référence : PETO p52

En em zifenn zo ur gwir sakr / Hag en em gannañ ez eo ret / Ouzh al livastred-se ken hakr / A bled d'hon teurel war hon led.

1960
Référence : PETO p61

Harzit, mar plij ! Pelloc'h ned eoc'h / Pe ar broch dir-mañ war ho led / Ho taolo prim ; gwazh a-se deoc'h.

1960
Référence : PETO p43

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux