Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

1. Ment vihanañ ur c'horreenn, ur c'horf (enebet ouzh an hirder anezhi, anezhañ). Ar voger-se he doa ur metr ledander, a ledander. Eno e oa ur vag, dezhi tri metrad ledander. 2. Treuz ur c'horreenn, ur c'horf. Ledander ur billig. Ledander an ti. Amañ emañ e vrasañ ledander. HS. lec'hed, led. & Bezañ e ledander d'udb. : bezañ ken ledan hag an dra-se. E zorn zo e ledander d'an asied-mañ.

Exemples historiques : 
17
Masquer la liste des exemples

ledander

1499
Référence : LVBCA p131 (largesse)

ledander

1659
Référence : LDJM.1 pg largeur, lese

Skiant pehini a zesk ar feson da vuzulañ an douar ha pep materi hervez e uhelded, e zonder, e hed hag e ledander.

1732
Référence : GReg pg geometrie

ur pengenn en deus pevar-c'hant ha pevar-ugent troadad hed, ha c'hwezek ha pevar-ugent a ledander

1732
Référence : GReg pg arpent

Arc'h ar patriarch Noe he devoa tri-c'hant ilinad a hed, hanter-c'hant a ledander, tregont a uhelded; hag ar prenestr anezhi he devoa un ilinad.

1732
Référence : GReg pg (l'arche de Noé avait 300 coudées de long, 50 de large & 30 de haut; & sa fenêtre étoit d'une coudée)

Lestr ar patriarch Noe (o kontañ dre bep ilinad un troadad-hanter) en devoa pevar-c'hant hag hanter-kant troadad hed, pemzek troadad ha tri-ugent a ledander, pemp troadad ha daou-ugent a uhelded ; hag ar prenest anezhañ en devoa un troadad hanter.

1732
Référence : GReg pg arche (de Noë)

an uhelded, an donder, al ledander, an hed

1732
Référence : GReg pg [dimension] (la hauteur, la profondeur, la largeur, la longueur)

hed, ha ledander ul lec'h

1732
Référence : GReg pg capacité (étenduë d'un lieu)

ledander

1850
Référence : GON.II pg frañkiz, lédander

An azen, deuet e dro, a lavar evel-henn : / "Ned eus ket pell, soñj am eus, ur wech, en ur dremen, / Dre ur prad glas a oa, me 'gav din, d'ur manac'h, / An naon, ar yeot flour ha, m'en diskuilh hep nac'h, / Dre ali Paol gornek o sutal em fenn sot, / E peurjon er prad-se ledander va zeod.

1867
Référence : MGK p25-26

War ledander ar bed, en donder an neñvoù, na kavet hoc’h eus-hu ur galloud nerzhus a-walc’h evit trec’hiñ war ar c’hoant ?

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 38, p.843 (Miz C'hwevrer 1924)

Eno e tiski bezañ martolod ; eno, evel ma ’c’h out paotr diskuizh (2), ma teu ar c’habiten da deuler e evezh warnout, e tisko dit an holl skiañchoù a rank goût ar gabitened evit heñchañ o listri war ledander ar morioù bras.

1925
Référence : BILZ2 p.178

ledander

1931
Référence : VALL pg ampleur (du style)

Goude lammdourioù Viktoria e tizh ar Zambezi 140 m donder war 130 m ledander hepken.

1943
Référence : TNKN p21

Anaoudegezh am bezo dezho da viken evit o ledander a spered.

1944
Référence : EURW.1 p63

An hent bras a ya di n’en deus nemet dek rahouenn a ledander, ha c’hoazh an hanter anezho a zo goloet gant letonenn ar c’hostezioù.

1944
Référence : ATST p.9-10

Ur pikol lennad dour mor eo pleg-mor ar Gabon, dezhi ouzhpenn ugent lev hed, betek troad ar Menezioù Strink ; hag e lec'hioù a zo he devez betek pemp lev ledander.

1985
Référence : DGBD p47

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux