Pa vezent paket, ar pezh ne c’hoarveze ket alies, rak ar Saozon a gav ivez mat o banne gwin-ardant, a reont "brandign" anezhañ, e vije dalc’het ar pezh a veze el lestr : ar vartoloded a-wechoù a veze lakaet un dervezh pe zaou er prizon, ha goude-se e teuent d’ar gêr evit mont adarre er sizhun war-lerc’h da ober ar memes tra.
Pelloc'h war-du ar Mervent [...] e kaver an hevelep bili -greunvaen, diorid, kouarz, kailhastr, krag h.a. ouzh o ober- a vent gant ur penn-den a-wechoù, enskantet ivez, d'un donder a 160-175 metr.
A-wechoù all, d'an hañv, ez aen gant Jozeb ma breur-mager, gant Fransoù Boudehen, gant Batist Chaovel, mab ar sakrist, gant Fransoù 'n Ansien ha gant Jañ Koulouarn, da c'haloupat betek Kenekamm ; plijadur hor boa oc'h antreal en ur c'haran a oa kleuzet eno dindan an dosenn hag a veze kontet traoù burzhudus diwar he fenn.
A-wechoù e krede edo an Ankoù o rodal en-dro d’an ti.
- Ya ! ni !... N'oûn dare penaos displegañ va freder... Ne zeu ket soñjoù divodest da virout ouzhit da gousket, a-wechoù ?
Ha didrouz, war bouez ur sioul a zraskadenn-pleñchod, a-wechoù, du-mañ du-hont.
Hag un arvest dispar eo a-wechoù gwelout ar c'hoabrennoù tev sklerijennet dre an adreñv.
A-wechoù e vez kalz grevusoc’h freuzoù ar gevredigezh evit freuzoù ar feulster fizik, rak ouzhpenn an den e vez skoet an dud a zo en-dro dezhañ koulz hag ar gevredigezh a rank paeañ evit tout an traoù-se.
Ar "stourmerien-furlukined"-se a c'hall disentiñ a-wechoù, pa vez anv da dremen ur stankell savet gant ar polis da skouer.
Dav eo ober anv amañ deus un dra all : abred pe ziwezhat e vo embannet gant ur stourmer entanet ez eo ret sevel obererezhioù feulsoc'h-feulsañ peogwir e vez graet gant feulster (ha feulster bras a-wechoù) gant an enebourien.
Evel-se e vo roet an taol dic'harzhañ kentañ, hag a-wechoù n'eus ket tu d'ober gwelloc'h pa vez berzet mont d'al lec'h a fell dimp tizhout.