Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
3
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. [1499, 1659, 1732, 1850, 1909, 1924, 1927, 1943, 1949, 1985] Termen a dalvez d'ober anv eus un darvoud na c'hoarvez nemet ur wech bennak e-kerzh ar prantad a reer dave dezhañ, hep e venegiñ prl. [1499] A-wizhioù. [1659] A-wizhioù. [1732] A-wizhioù. [1732] A-wechoù. [1732] A-wezhoù. [1732] A-wizhioù ez kemere ur ger evit un' all. [1732] A-wizhioù mat, a-wizhioù fall. [1732] A-wizhioù ervat, a-wizhioù hep ket a vad. [1850] A-wechoù ez an d'e di. [1850] Mat eo amzeriñ a-wechoù. [1850] Ret eo alanañ a-wechoù. [1867] E keñver an dra-mañ, / Ve kalz da lavaret d'ar pennoù-tiegezh : / Sellet pizh ha teurel evezh / A dalv kement ha labourat ; / Ha muioc'h a-wechoù, evit lavaret mat. [1924] Ha dre-holl ar mor, ar mor a-wechoù madelezhus, karantezus evel ur bugelig, peurliesañ rust ha dirollet. [1949] Ha didrouz, war bouez ur sioul a zraskadenn-pleñchod, a-wechoù, du-mañ du-hont. [1985] Hag un arvest dispar eo a-wechoù gwelout ar c'hoabrennoù tev sklerijennet dre an adreñv. 2. Dre ast. [1732, 1867, 1943] Termen a dalvez d'ober anv eus un darvoud na c'hoarvez nemet e degouezhioù zo. [1732] An ao. Doue a zeu a-wizhioù da astenn e zorn war ar pec'her. [1867] Kant tra all a dleer da ober : kemer kentel a-wechoù digant an anevaled a bevar droad. [1877] Ar vartoloded a veze lakaet un dervezh pe zaou er prizon. [1943] Pelloc'h war-du ar Mervent [...] e kaver an hevelep bili -greunvaen, diorid, kouarz, kailhastr, krag h.a. ouzh o ober- a vent gant ur penn-den a-wechoù, enskantet ivez, d'un donder a 160-175 metr. [1944] Ne oa ket a zarempred etrezomp hag i, nemet a-wechoù taolioù dorn ha taolioù teod. [2015] Ar "stourmerien-furlukined"-se a c'hall disentiñ a-wechoù, pa vez anv da dremen ur stankell savet gant ar polis da skouer. 3. [1944] A-WECHOÙ ALL : evit enebiñ pe anavezout diouzh un degouezh all bet meneget kentoc'h. [1944] A-wechoù all, d'an hañv, ez aen gant Jozeb ma breur-mager, gant Fransoù Boudehent, gant Batist Chauvel, mab ar sakrist, gant Fransoù 'n Ansien ha gant Jañ Koulouarn, da c'haloupat betek Kenekamm ; plijadur hor boa oc'h antreal en ur c'haran a oa kleuzet eno dindan an dosenn hag a veze kontet traoù burzhudus diwar he fenn.

Skouerioù istorel : 
36
Kuzhat roll ar skouerioù

a-wizhioù

1499
Daveenn : LVBCA p30 (aucunes-fois)

a-wizhioù

1659
Daveenn : LDJM.1 pg aucune fois, a viziou

a-wezhoù

1732
Daveenn : GReg pg aucun (aucune fois, quelquefois)

A-wechoù mat, a-wechoù fall.

1732
Daveenn : GReg pg fois (Quelque fois bien, quelque fois mal.)

A-wizhioù ez kemere ur ger evit un' all.

1732
Daveenn : GReg pg fourcher (La langue lui fourchoit quelquefois à son sermon.)

An Ao. Doue a zeu a-wizhioù da astenn e zorn war ar pec'her.

1732
Daveenn : GReg pg appesantir (Dieu appesantit quelquefois sa main sur le Pecheur.)

a-wizhioù

1732
Daveenn : GReg pg fois (Quelques fois.)

A-wechoù ervat, a-wechoù hep ket a vad.

1732
Daveenn : GReg pg fois (Quelque fois bien, quelque fois mal.)

a-wechoù

1732
Daveenn : GReg pg aucun (aucune fois, quelquefois), fois (quelquefois)

a-wizhioù

1732
Daveenn : GReg pg aucun (aucune fois, quelquefois)

a-wechoù

1732
Daveenn : GReg pg aucun (aucune fois, quelquefois), fois (quelquefois)

ret eo alanañ a-wechoù

1850
Daveenn : GON.II pg alana

a-wezhoù

1850
Daveenn : GON.II pg a-wéc'hou (Quelquefois. De fois à autre. Parfois).

a-wechoù

1850
Daveenn : GON.II pg a-wéc'hou (Quelquefois. De fois à autre. Parfois) , gwéach, gwéc'havé

A-wechoù ez an d'e di.

1850
Daveenn : GON.II pg a-wéc'hou, awéchou (Je vais quelques fois chez lui).

mat eo amzeriñ a-wechoù

1850
Daveenn : GON.II pg amzéri

E keñver an dra-mañ, / Ve kalz da lavaret d'ar pennoù-tiegezh : / Sellet pizh ha teurel evezh / A dalv kement ha labourat ; / Ha muioc'h a-wechoù, evit lavaret mat.

1867
Daveenn : MGK p44

Kant tra all a dleer da ober : kemeret kentel a-wechoù digant an anevaled a bevar droad, digant al laboused hag al loenedigoù eus ar re vunutañ zoken, digant ar wenanenn; - digant ar gelienenn ne lavaran ket, o vezañ ma labour eviti he-unan.

1867
Daveenn : MGK Rakskrid XII

Pa vezent paket, ar pezh ne c’hoarveze ket alies, rak ar Saozon a gav ivez mat o banne gwin-ardant, a reont "brandign" anezhañ, e vije dalc’het ar pezh a veze el lestr : ar vartoloded a-wechoù a veze lakaet un dervezh pe zaou er prizon, ha goude-se e teuent d’ar gêr evit mont adarre er sizhun war-lerc’h da ober ar memes tra.

1877
Daveenn : EKG.I. p.18

A-wechoù, pa veze o vont pe o tont a-biou deomp, unan bennak a lavare : — Aotrou de Kerbalaneg [sic], peur e skoimp adarre war soudarded Canclaux ?

1878
Daveenn : EKG.II p.100-101

a-wechoù

1909
Daveenn : BROU p. 248

Ha dre-holl ar mor, ar mor a-wechoù madelezhus, karantezus evel ur bugelig, peurliesañ rust ha dirollet.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.807 (Miz Genver 1924) ("peurliesa" reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.845).

a-wechoù

1927
Daveenn : GERI.Ern pg a3 (parfois, quelquefois)

Pelloc'h war-du ar Mervent [...] e kaver an hevelep bili -greunvaen, diorid, kouarz, kailhastr, krag h.a. ouzh o ober- a vent gant ur penn-den a-wechoù, enskantet ivez, d'un donder a 160-175 metr.

1943
Daveenn : TNKN p33

Raktal m'en em weljomp e tiwanas etrezomp mignoniezh tost ; en em glask a raemp da vont da c'hoari a-gevret war an aod, da vont da vrañsigellat er jardin, hag a-wechoù e tec'hemp diwar ar selloù evit ober hon-daou pourmenadennoù en-dro da Berroz.

1944
Daveenn : EURW.1 p44

A-wechoù all, d'an hañv, ez aen gant Jozeb ma breur-mager, gant Fransoù Boudehen, gant Batist Chaovel, mab ar sakrist, gant Fransoù 'n Ansien ha gant Jañ Koulouarn, da c'haloupat betek Kenekamm ; plijadur hor boa oc'h antreal en ur c'haran a oa kleuzet eno dindan an dosenn hag a veze kontet traoù burzhudus diwar he fenn.

1944
Daveenn : EURW.1 p17

Ne oa ket a zarempred etrezomp hag i, nemet a-wechoù taolioù dorn ha taolioù teod.

1944
Daveenn : EURW.1 p35

Daoust hag an anoioù tud a vije a-wechoù melezour o c’hizidigezh ? Piv ‘oar ?

1944
Daveenn : EURW.1 p.193

A-wechoù e krede edo an Ankoù o rodal en-dro d’an ti.

1944
Daveenn : ATST p.50

- Ya ! ni !... N'oûn dare penaos displegañ va freder... Ne zeu ket soñjoù divodest da virout ouzhit da gousket, a-wechoù ?

1949
Daveenn : SIZH p.54

Ha didrouz, war bouez ur sioul a zraskadenn-pleñchod, a-wechoù, du-mañ du-hont.

1949
Daveenn : SIZH p.65

Hag un arvest dispar eo a-wechoù gwelout ar c'hoabrennoù tev sklerijennet dre an adreñv.

1985
Daveenn : DGBD p17

A-wechoù e vez kalz grevusoc’h freuzoù ar gevredigezh evit freuzoù ar feulster fizik, rak ouzhpenn an den e vez skoet an dud a zo en-dro dezhañ koulz hag ar gevredigezh a rank paeañ evit tout an traoù-se.

2015
Daveenn : DISENT p62

Ar "stourmerien-furlukined"-se a c'hall disentiñ a-wechoù, pa vez anv da dremen ur stankell savet gant ar polis da skouer.

2015
Daveenn : DISENT p55

Dav eo ober anv amañ deus un dra all : abred pe ziwezhat e vo embannet gant ur stourmer entanet ez eo ret sevel obererezhioù feulsoc'h-feulsañ peogwir e vez graet gant feulster (ha feulster bras a-wechoù) gant an enebourien.

2015
Daveenn : DISENT p66

Evel-se e vo roet an taol dic'harzhañ kentañ, hag a-wechoù n'eus ket tu d'ober gwelloc'h pa vez berzet mont d'al lec'h a fell dimp tizhout.

2015
Daveenn : DISENT p73

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial