Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
6
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Adv. (en amzer dremenet) [1499, 1659, 1732, 1850, 1867, 1877, 1898, 1909] Pell zo. [1499] Gwezharall. [1659] Gwezhall. [1659] Gwecharall. [1732] Gwechall. [1732] Gwecharall. [1732] Gwezhall. [1732] Gwezherell. [1732] Gwezharell. [1732] Breizh-Veur a ioa gwechall bro ar Sent. [1732] Gwechall edo ker stank ar sent e Breizh-Veur, e-c'hiz pa vezent bet hadet. [1732] Al langaj brezhonek eo an hini a gomze gwechall ar C'hallaoued añsien. [1732] Ne soner ket ar c'hleier d'ar Wener-ar-Groaz, pehini eo deiz kañvoù hon Salver ; rak gwechall n'edo ket ar c'hiz en Iliz da seniñ glaz. [1732] Pa zeuas gwechall an dour diluj war an douar, ez oa beuzet ar bed-holl nemet eizh den. [1732] Gwerchall e vadezed dre zourerezh. [1850] Gwechall. [1850] Gwezharall. [1850] Gwechall e raed koumanant gant tud ar gwirioù. [1867] Gwechall Sokrat, den a furnezh, / Lakaas sevel un ti nevez, / Ha pep hini a dremene / Er pezh-labour a rebeche. [1867] Er Sav-Heol emañ 'r brud (pep bro 'n deus marvailhoù), / E voe gwechall ur razh skuizh o vevañ er bed. [1877] Mar emañ hiriv an archerien hag ar soudarded a-du gantañ, evel gwechall gant ar republikaned, n’emañ ket evelato en e wir o terc’hel an traoù-se dioc’h e gostez, rak gouzout ervat a ra ne deuont ket a-berzh-vat. [1898] Koulskoude, gwechall, ne oa ane[zh]añ nemet ur c'hozh tamm min, ur veskailhez lous ha dizoare : bec'h e vije bet krediñ d'an neb en dije en gwelet evel-se, e vije bet eno danve[z] un tamm houarn. [1909] Kavet ez eus an tu da bareañ meur a gleñved, evel ar paz-moug hag ar gounnar, hag a oa sellet evel dibare gwechall. & Trl. [1867, 1909, 1925, 1944, 1954] GWECHALL GOZH : pell-pell zo. [1867] En ur vro bell, 'tre daou vourc'hiz / Gwechall gozh e savas diviz. [1909] Gwechall gozh. [1925] Ma ! selaouit… Gwechall gozh, pell zo abaoe, e oa ur c’hastell kaer ha kreñv-meurbet war beg Kleger Tremedern, kaeroc’h ha brasoc’h kalz eget an hini a welit dirakoc’h. [1944] Rak, gouzout a rit, va lennerion, gwechall gozh al loened mut a gomze kerkoulz hag an dud, ha c’hoant bras am eus da lavarout : gwelloc’h. [1954] Degouezhout a ra zoken d’an istrogell-se skrivañ gwerzioù diwar-benn buhez Kleopatra, marv Sokratez [Sokrates], ha me oar, en ur ger, darvoudoù iskis c’hoarvezet gwechall gozh, endra m’edo ar Rouanez o ren e Bro-C’hall. & Trl. [1931] Gwechall diouzh gwechall ha hiziv diouzh hiziv : ret eo bezañ gwevn hag ober gant an doareoù a glot gant an amzer ma vever. & Rim. (troienn evit deraouiñ ur gontadenn) Gwechall a oa gwechall / An neb n'en doa ket daoulagad a oa dall. Gwechall e oa, gwechall ne oa ket, gwechall e oa bepred. II. Stn. [1732, 1954, 1955, 1960] Eus an amzer gozh. [1732] An dud gwechall. [1732] An amzer gwichall. [1732] Ar Sezared gwechall. [1732] Konted ar Faou gwechall. [1954] En o bleud en em gavas ’ta Breizhiz ha Normandiz a geje eno gant kenvroidi pe geneiled gwechall. [1955] Alies e teue da Grec’h Elies da zivizout diwar-benn an amzer dremenet gant e ostizez gwechall ha gwisket e veze d’e dro e-giz un Aotrou [...]. [1955] A-benn ar fin, ha moarvat gant kalz diegi en devoa Aleksandr III, Impalaer hollc’halloudek ha war an dro Pab kristenien ar « Wir Feiz », aotreet ar C’hallaoued annezet e Moskov da sevel un iliz pe gentoc’h ur chapel stok ouzh o skol e kêrbenn gwechall, met gant an diviz strizh ne vije eno na kloc’hdi na kleier. [1960] An nep a glaskit ' zo kuzhet / 'N un ti bet gantañ diuzet, / Hini un tieg... Pêr an Hir... / Hor maer gwechall... Ha se zo gwir.

Skouerioù istorel : 
89
Kuzhat roll ar skouerioù

gwezharall

1499
Daveenn : LVBCA p92 ('autrefois, jadis')

gwezharall

1499
Daveenn : LVBCA p92 (aultrefoiz)

gwezhall

1659
Daveenn : LDJM.1 pg anciennement

gwezhall

1659
Daveenn : LDJM.1 pg iadis

gwezhall

1659
Daveenn : LDJM.1 pg guez all

gwecharall

1659
Daveenn : LDJM.1 pg iadis

gwe[z]herell

1732
Daveenn : GReg pg fois (Autre fois, Van.)

gwe[z]harell

1732
Daveenn : GReg pg fois (Autre fois, Van.)

an dud gwechall

1732
Daveenn : GReg pg antiquité

gwechall

1732
Daveenn : GReg pg fois (Autre fois.)

an amzer gwichall

1732
Daveenn : GReg pg antiquité

Pa zeuas gwechall an dour diluj war an douar, ez oa beuzet ar bed-holl nemet eizh den.

1732
Daveenn : GReg pg (les eaux du) déluge (submergerent tous les hommes, exceptez huit)

gwechall

1732
Daveenn : GReg pg anciennement, autrefois (anciennement)

konted ar Faou gwechall

1732
Daveenn : GReg pg fou (Les anciens Comtes du Fou.)

gwezhall

1732
Daveenn : GReg pg fois (Autre fois, Hte Corn.)

gwechall

1732
Daveenn : GReg pg fois (Autre fois, Treg.)

al langaj brezhonek eo an hini a gomze gwechall ar C'hallaoued añsien

1732
Daveenn : GReg pg (le) Breton (est la langue Celtique, ou, des anciens Gaulois)

ar Sezared gwechall

1732
Daveenn : GReg pg (les anciens) Cesar(s)

ne soner ket ar c'hleier d'ar Wener-ar-Groaz, pehini eo deiz kañvoù hon Salver ; rak gwechall n'edo ket ar c'hiz en Iliz da seniñ glaz

1732
Daveenn : GReg pg cloche (le jour du Vendredi Saint on ne sonne point les cloches ; parce qu'anciennement on ne les sonnoit point pendant le dueil)

Limaj Apollon a yoa e Rhodes gwechall, ker bras, ha ken uhel ma tremene al listri dindan o gouelioù, dre zindanañ.

1732
Daveenn : GReg pg colosse (de Rhodes)

gwechall

1732
Daveenn : GReg pg fois (Autre fois.)

gwechall

1732
Daveenn : GReg pg fois (Autre fois.)

gwechall

1732
Daveenn : GReg pg autrefois (anciennement)

gwechall

1732
Daveenn : GReg pg autrefois (anciennement)

gwecharall

1732
Daveenn : GReg pg autrefois (anciennement)

gwe[z]herell

1732
Daveenn : GReg pg autrefois (anciennement)

gwechall

1732
Daveenn : GReg pg autrefois (anciennement)

Breizh-Veur a yoa gwechall bro ar sent

1732
Daveenn : GReg pg (la Grand') Bretagne (étoit autrefois une pepiniere de Saints)

gwechall edo ker stank ar sent e Breizh-Veur, e-c'hiz pa vezent bet hadet

1732
Daveenn : GReg pg (la Grand') Bretagne (étoit autrefois une pepiniere de Saints)

gwechall edo ker stank ar sent e Breizh-Veur, e-c'hiz pa zeuzient diwar had

1732
Daveenn : GReg pg (la Grand') Bretagne (étoit autrefois une pepiniere de Saints)

gwechall

1850
Daveenn : GON.II pg gwéach-all ou gwéchall (Autrefois, anciennement), gwéc'h-arall

gwechall

1850
Daveenn : GON.II pg gwéach-all ou gwéchall (Autrefois, anciennement).

Gwechall ne gare ket ar gwin.

1850
Daveenn : GON.II pg gwéach-all, gwéchall (Autrefois, il n'aimait pas le vin).

gwezharall

1850
Daveenn : GON.II pg gwéach-all ou gwéchall (Autrefois, anciennement. En Vannes), gwéc'h-arall

Gwechall e vadezed dre zourerezh.

1850
Daveenn : GON.II.HV pg dourérez (Autrefois on baptisait par immersion).

Gwechall e raed koumanant gant tud ar gwirioù.

1850
Daveenn : GON.II pg koumanañd (Autrefois, on payait l'impôt par abonnement).

Un den a skiant gwechall alies a lavare : / Ra vezin-me strobinellet, / Born, kamm, tort, mac'hagnet, / 'Met e vevin zo 'walch, ha pa ven zoken dall !

1867
Daveenn : MGK p.66

Setu amañ danevelloù kozh hag o tont a-bell : pevar mil bloaz bennak zo e oant o redek, seizh mil lev eus a Vreizh-Izel ! Hont tadou kentañ o doa joa outo en amzer ma'z aent gant o loened eus a ur menez d'egile e-kreizik-kreiz bro an Azia; ar vamm o lavare d'he merc'h, e korn an oaled, e-pad ar goan; hag an tad d'e vab, en disheol, en hañv; hag ar verc'h hag ar paotr, o vezañ deuet en oad d'o zro, a gemere o bugale plijadur en ur glevet ar pezh en doa divuzet tad ha mamm gwechall)

1867
Daveenn : MGK Rakskrid V

Gwechall Sokrat, den a furnezh, / Lakaas sevel un ti nevez, / Ha pep hini a dremene / Er pezh-labour a rebeche.

1867
Daveenn : MGK p59

Er Sav-Heol emañ 'r brud (pep bro 'n deus marvailhoù), / E voe gwechall ur razh skuizh o vevañ er bed.

1867
Daveenn : MGK p116

En ur vro bell, 'tre daou vourc'hiz / Gwechall gozh e savas diviz.

1867
Daveenn : MGK p122

Mar emañ hiriv an archerien hag ar soudarded a-du gantañ, evel gwechall gant ar republikaned, n’emañ ket evelato en e wir o terc’hel an traoù-se dioc’h e gostez, rak gouzout ervat a ra ne deuont ket a-berzh-vat.

1877
Daveenn : EKG.I. p.3

Koulskoude, gwechall, ne oa ane[zh]añ nemet ur c'hozh tamm min, ur veskailhez lous ha dizoare : bec'h e vije bet krediñ d'an neb en dije en gwelet evel-se, e vije bet eno danve[z] un tamm houarn

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Kavet ez eus an tu da bareañ meur a gleñved, evel ar paz-moug hag ar gounnar, hag a oa sellet evel dibare gwechall.

1906
Daveenn : KZVR Niv. an 9 a viz Kerzu

gwechall gozh

1909
Daveenn : BROU p. 248 (dans le vieux temps)

Eno, hor c’henvroad, un Tarzek hervez, hag eñ ur furcher, en dije dizoloet, e strad bez ur Faraon bennak, e bro-Fayoum moarvat el lec’h ez oa gwechall un drevadennad a Gelted, ur « papuruz » poultrennek, ha warnañ dornskrid ar « Sketla ».

1923
Daveenn : SKET p.5

Dismantroù ar c’hreñvlec’hioù hag ar palezioù a waskede gwechall galloud, pinvidigezh ha brud roueed ar Vriged.

1923
Daveenn : SKET p.14-15

Hec’h adgwelout a rae, ha hi heñvel ouzh m’edo gwechall, ha kaeroc’h c’hoazh.

1923
Daveenn : SKET p.74

O c’hlevout a c’halv en-dro davedomp taolennadoù a-bell-pell, hag a laka da advevañ trivliadoù-kalon a wechall.

1923
Daveenn : SKET p.40

An anv a « Tir ar Maouezed », graet anezho gant Segobranos, a zeufe marteze eus ur voaz heuliet gwechall gant ar vroiz, ar Wanched, e-keñver o ostizidi.

1923
Daveenn : SKET p.18

— Gwechall, emezañ — pell, pell zo abaoe — Lokiregiz pa ’c’h aent da Lanneur pe da Vontroulez, abred eus ar beure, pa dremenent dindan ar chapel, a [veze] alies spontet o welet prosesionoù kaer-meurbet o pignat gant ar vali, prosesionoù tud varv.

1925
Daveenn : BILZ2 p.116

Ma ! selaouit… Gwechall gozh, pell zo abaoe, e oa ur c’hastell kaer ha kreñv-meurbet war beg Kleger Tremedern, kaeroc’h ha brasoc’h kalz eget an hini a welit dirakoc’h.

1925
Daveenn : BILZ2 p.116

Evurus Izabel da ober plijadur dezhe ha d’o bugale vihan, soñj mat dezhi en deizioù glac’harus he devoa gwechall gouzañvet.

1925
Daveenn : BILZ2 p.177

Eno, gwechall d'an nevez-hañv, a-gevret gant un toullad krennbaotred, e teuen da neuñv, da redek, da c'hoari pi, da neizhiata ha d'en em gannañ gant ar Gerneizon bihan [sic].

1929
Daveenn : SVBV p.15

gwechall diouzh gwechall ha hiziv diouzh hiziv

1931
Daveenn : VALL pg (cétait bon) autrefois (mais maintenant !)

gwechall gozh

1931
Daveenn : VALL pg (très) anciennement, autrefois (il y a longtemps)

gwechall

1931
Daveenn : VALL pg autrefois

gwechall

1931
Daveenn : VALL pg ancien, autrefois

gwechall

1931
Daveenn : VALL pg ancien, autrefois

Abaoe un ugent vloaz bennak avat ez eus bet lakaet da dalvezout un ardivink nevez hag a lakaio anaoudegezh an islonkoù da vont war raok kalz buanoc'h eget gwechall : ar sonterezh dre an heklev eo.

1943
Daveenn : TNKN p12

Rak, gouzout a rit, va lennerion, gwechall gozh al loened mut a gomze kerkoulz hag an dud, ha c’hoant bras am eus da lavarout : gwelloc’h.

1944
Daveenn : ATST p.7

Ouzhpenn e oa ganto douaroù « bailheet », evel ma lavared gwechall, douaroù e koumanant.

1944
Daveenn : EURW.1 p8

E dad a oa Piers : Piers a oa Pêr er c'hornad-se gwechall.

1944
Daveenn : EURW.1 p10

Kolaj Sant-Charlez, krouet ha renet gwechall gant Dominikaned, goude-se gant beleien an eskopti, a oa bet fiziet war-dro 1880 en Urzh Breudeur Vari, pe Marianited, savet e 1871 gant Alzasiz, kuitaet o bro ganto evit chom Frañsizien.

1944
Daveenn : EURW.1 p48-49

A, pegen brav e vije bet chom atav da vevañ a-gevret, evel gwechall Marc’heien an Daol Gr[e]nn, evel izili ar Brank-Ruz en Iwerzhon o doa savet ur gêr goad war Menez Tara, lec’h e oa boutin an holl draoù.

1944
Daveenn : EURW.1 p.208

War gorre Beg-ar-C’hraneg, ez eus bet gwechall ur c’hastell meur hag e oa o chom ennañ priñsed c’halloudek ; ar c’hastell a zo bet dismantret en amzer gozh, hag, ennañ, eo chomet kuzhet an teñzor burzhudus a lavaren deoc’h.

1944
Daveenn : ATST p.44

- Gwechall, em yaouankiz munudik, on bet o skrapañ per... hag avaloù... ha kastrilhez... ha... e jardin un amezegez kozh, e-tal ti va c'herent.

1949
Daveenn : SIZH p.60

« An deiz ma voe ganet W. Shakespeare, » hervez ma skrive din gwechall un tenner planedennoù, daoust ha ne ouie ket e vezen ur pennad 'oa oc'h ober war-dro ar c'hoariva.

1954
Daveenn : VAZA p.7

Siwazh, emaon o rambreal diwar-benn traoù tremenet ! aet eo da droadañ ar fererezed a rae war-dro ar c’hatiolennoù ; ne zichañs ken din parañ va selloù war vouchoueroù lirzhin gwech-all [gwechall] (1).

1954
Daveenn : VAZA p.33-34

Eno e tichañsas din arvestiñ ouzh ur redadeg tirvi, un dra a zedenn kement a dud koulz e Bro-Spagn hag en he zrevadennoù gwechall en Amerika ar C’hreisteiz, un dra griz-meurbet avat ha ne zegas deoc’h da gentañ nemet heug ha rukun.

1954
Daveenn : VAZA p.98

En o bleud en em gavas ’ta Breizhiz ha Normandiz a geje eno gant kenvroidi pe geneiled gwechall.

1954
Daveenn : VAZA p.109

Hervez ma veze roet da grediñ, lakaat a raent ivez e gwerzh e Koc’hu Pariz ar gedon, ar c’hilheien-gouez hag ar glujiri [sic] lazhet a-vil-vern e koadoù-stad Rambouillet, hag a veze gwechall kinniget da glañvourien an ospitalioù.

1954
Daveenn : VAZA p.150

Un dismegañs, ur vezh e vije bet ’ta reiñ d’ar seurt kannaded an adunvanidigezh un anv a zegasfe koun eus brezelourien gwechall, Jean Bart, Koatlogon [Koedlogon], Duquesne, Tourville, Duguay-Trouin ha tagerien ken kriz all.

1954
Daveenn : VAZA p.121-122

Degouezhout a ra zoken d’an istrogell-se skrivañ gwerzioù diwar-benn buhez Kleopatra, marv Sokratez [Sokrates], ha me oar, en ur ger, darvoudoù iskis c’hoarvezet gwechall gozh, endra m’edo ar Rouanez o ren e Bro-C’hall ».

1954
Daveenn : VAZA p.180

Bep gwech ha gant pep hini e veze graet diouti « Soaz Sapeur », dre ma'z oa bet gwechall he zad « Sapeur » o vrezeliañ n'ouzon ket pelec'h an diaoul war-lerc'h Napoleon kozh.

1954
Daveenn : VAZA p.10

Aet e oa da anaon an Aotrou Hamon, rener kloerdi bihan Landreger. Gwazh a se din ! rak skoazellet e vijen bet gantañ evel gwechall pa oan kloareg dindan e veli, ha mont va-unan[-]penn da glask arc'hant, sed aze war a greden poaniusañ truach er bed-mañ, kerkoulz evit ar paour oc’h astenn e zorn hag evit egile o skoulmañ lasoù e yalc’h, rak hervez ma tistage va zad-kozh Biz Kamm : Neb en deus en deus, / Ha neb n’en deus ket a sell a-dreuz.

1955
Daveenn : VBRU p.8

A-benn ar fin, ha moarvat gant kalz diegi en devoa Aleksandr III, Impalaer holl-c’halloudek [hollc'halloudek] ha war an dro Pab kristenien ar « Wir Feiz », aotreet ar C’hallaoued annezet e Moskov da sevel un iliz pe gentoc’h ur chapel stok ouzh o skol e kêrbenn gwechall, met gant an diviz strizh ne vije eno na kloc’hdi na kleier.

1955
Daveenn : VBRU p.55

Met gwechall diouzh gwechall, ha hirie diouzh hirie ! bremañ ne ra ar paour kaezh kleier-se nemet randoniñ war don an Internationale.

1955
Daveenn : VBRU p.57

Met pell-pell kent na voe kael eus ganedigezh Lenin, Stalin ha Malenkov, ha moarvat a-viskoazh, e touge al lec’h-se e anv a-vremañ, o vezañ ma’z eo ul leurgêr eus ar c’haerañ (e rusianeg ar ger Krassny a dalv koulz evit Ruz hag evit brav) hag ivez dre ma veze boureviet ha dibennet eno gwechall gozh - hag alies a-vagadoù - ar re a bec'has e stumm pe stumm a-enep d'ar Tsar pe d'ar Wir Feiz.

1955
Daveenn : VBRU p.56, notenn 1

Gwechall gozh e krede d’ar bobl e chome an douar e-pign ouzh un tortis tev-tev ; hervez darn all, e oa harpet ouzh ur pezh pikol peul, ha bremañ diouzh klevout an dud desket, emañ o ruilhal-diruilhal e-touez bernioù stered lostek pe dilost, heolioù marv an tan enno pe war enaou, met an holl anezho mil ha kant mil gwech brasoc'h eget hor planedenn-ni.

1955
Daveenn : VBRU p.14

Alies e teue da Grec’h Elies da zivizout diwar-benn an amzer dremenet gant e ostizez gwechall ha gwisket e veze d’e dro e-giz un Aotrou, gant ul levitenn vezher du, ha dezhañ un tog heñvel ouzh hini Churchill, met segalenn ebet ne vutune, gant aon emichañs rak foraniñ ar madoù ne oa ket ar gwir berc’henn anezho.

1955
Daveenn : VBRU p.18

Gwechall-gozh, e-keit ma chomas kêrbenn Rusia, bez ’oa en-dro dezhi teir moger-zifenn lerc’h-ouzh-lerc’h, hag o zeir gant kranelloù, tourioù-ged, dorioù-gwinterez hag all.

1955
Daveenn : VBRU p.51

Gwechall, a-raok ar reuz, hor beze an deog / Ha, pa lazhed an hoc’h, e roed deomp hon lod. / Ha nep ezhomm, 'vit-se, da gaout an tredeog.

1960
Daveenn : PETO p32

An nep a glaskit ' zo kuzhet / 'N un ti bet gantañ diuzet, / Hini un tieg... Pêr an Hir... / Hor maer gwechall... Ha se zo gwir.

1960
Daveenn : PETO p40

Plumachenn wenn war gern e benn, / Da Sant Mikael arc'hael e tenn / Ha lâret ' vefe c'hoazh ez eo / Ur stourmer mat, ur marc'heg glev / A lez Arzhur, ar roue fur, / O kantren dispont ha gant kur, / Entanet-holl, da glask ar Graal, / Ar Bezel sakr kollet gwechall.

1960
Daveenn : PETO p56

N'oc'h ket techet da sellout pizh en ho melezour. Hogen, gwelet hoc'h eus ur vignonez a wechall hag he c'havet gwall gozh. Teurel a rit pled eus ho tremm. Ha, va Doue, pegen displijus an daolenn !

1973
Daveenn : HYZH Niv. 88, p.42, Anjela Duval

Betek Kap ar Palmez ez eomp etrezek ar Gevred, en ur heuliañ ar pezh a veze graet anezhañ gwechall "Aod ar Greun" gant ar voraerien.

1985
Daveenn : DGBD p17

Er-maez e son akordeon un enbroad unan eus ar valsennoù-se a veze c'hoariet gwezhall evit kregiñ gant koroll an dud-nevez.

2015
Daveenn : EHPEA p11

Setu poell [abeg] ar pezh a veze anvet gwechall "kuzul al labourerien" pe soviet, koulz, ha poell [abeg] an emverañ evel-just.

2015
Daveenn : DISENT p58

Ofis publik ar brezhoneg