Pellgargañ ar gerioù kar a-berzh-all a-hend-all arallvro gwechall tro-all
eus an tu all
eus al lec'h all
daou c'hement all
mil c'hement all
all
un all
un arall
an all
an arall
all
Argadennoù loened ferv a bep doare a renked dizarbenn, ha pobladoù-tud o tennañ d’ar gouennoù estren pe renavi, ar Sitoned, ar Skaled, an Ambroned, al Luged (Lugi), ar Veneted (Veneti), an Deutoned (Teutones), ar C’hutoned (Gutones), ar Semnoned (Semnones), ha meur a hini all c’hoazh a zo bet ankounac’haet an anvioù anezho a-benn hiziv.
Ar brud a oa en em skignet penaos an aotrou marc’heg, fritet gantañ e drantell e Roazhon pe e Pariz, en devoa ranket dont da c’houlenn repu digant e vamm ; darn all a lavare penaos ar marc’heg, erru un tamm en oad, tremenet gantañ e hanter-kant vloaz, a oa deuet da Gervarker da ziskuizhañ, evit disternañ, evit erbediñ an nebeud peadra a oa manet gantañ war-lerc’h ar c’hartoù hag ar merc’hed.
nag a bet all !
Ken aketus all eo da...
all
a lec'h all
- A ! Mard eo evel-se eo emañ an traoù, Yann ! Me ne gredan ket e ve gwir pater kement tra a leverer din ; trawalc'h em eus da ober o krediñ ar pezh a welan ! - Na me, kennebeut all, keneil, ne gredan ket holl an traoù [sic], pell ac'hano ! Evelato, un tammig bihan e kredan hag e tiskredan war an traoù a leverer din. E-doug ar wech on bet evel-se hag, hep mar, e chomin er c'hiz-se betek va eur diwezhañ !
E-pad m'edomp a-zevri gant hol labour hag o varvailhañ, unan ac'hanomp hor-seizh a c'harmas : "22 !", ha raktal ar c'hwec'h all a vanas war-dav hag a reas an neuz da drevellat gwashoc'h eget biskoazh. Holl e ouiemp mat-tre - bep a dammig skiant hor boa prenet e stal delt an demezell Warandero a Doullarc'hwen - peseurt ster en doa ar youc'h "22 !".
Al labour a raent a oa tenn ha risklus, rak ar c'hirinoù a gempennent a oa leun-kouch a vateri tarzhus ha kabellet gant ur viñs-enaou-tan. N'oa ket brav, m'el lavar deoc'h, firbouchat re an obuzioù-se na kennebeut c'hoari ruilh-kaik ganto. N'eo ket gant tud moñs kennebeut all, e vefent bet lakaet a-rezadoù an eil war c'horre egile.
ker fall all
lec'h all
en tu all
arall
lestr hag all
unan all bennak
er penn all eus ar gêr
ken trubard ha ken gaouiad all
hag all
e lec'h all
da lec'h all
ar re all
tra all ebet
hini all ebet
kement ha neb all ebet
ken diaes all
kenavo ar bed all
ker buan all
all
gwech ha gwech all
An Aotrou Kure n'eo ket bet ankounac'haet, na den all ebet...
Ur wech an amzer e weler ur plegig-mor all o tiboukañ a-zehou pe a-gleiz, ur stêrig oc'h echuiñ ivez en deun anezhañ.
Linenn : labourat war e linenn a zo pesketa en e berzh e-unan hep rannañ gant den all ebet.
Hag all, hag all.
Lotei a zo ur vro ker kaer ! ker sioul ! ker peoc’hus ! Ar stêr en un tu, ar menez en tu all. Lotei a zo ur vro c’hlas, ur vro dudius, hag e vefe brav bevañ enni.
Lom ha Job pe Job ha Lom, evel ma karit, ne oant ket daou azen, pell ac’hano, mes daou istrogell eus ar re vrasañ, hag un istrogell gant un istrogell all, en em intent atav evit ober labour fall.
Klevit ! Job ha Lom a zeuas e ti ar skluzier, unan o kanañ hag an hini all o tiskanañ. Badaouet mat e oant.
— « Ur c’heloù trist en ur mod », a lavaras Lom, « mes ur c’heloù laouen en ur mod all, rak, gouzout a rit, koulz ha ni, Herri a oa ur c’hanfard eus ar re vrasañ; ne laboure ket, mezv e veze war ar pemdez ha mezv-dall d’ar [S]ul : hor moereb ne rae namet gouelañ gantañ.
Job eta a bellaas diouzh ar gwele hag a redas d’ar penn all d’an ti.
Pelec’h emañ genoù ar puñs, ha pet troatad douar a zo warnañ ? An dra-se a zo un afer all.
Daoust da doull an nor bezañ hanterzismantret abaoe keid-all, ha bezañ kuzhet mat gant ar spern hag an drez, an hini a garfe furchal, a gavfe c’hoazh al liv anezhañ ; ha, me ’zo sur, a-benn disul all, ouzhpenn ur chaseour kurius a yelo di da welout.
Job. — « Er c’hastell e oa priñsed gwechall. » Lom. — « Ha bremañ emaint er bed all. »
Hag, a-hend-all, n’eus ket ezhomm da ziskenn er puñs evit kavout Satanaz ; prestik e vo gwelet em istor, kroc’hen, eskern, hag all…
An diaoul kentañ a lavaras d’an diaoul all : — « Lom, gwelout a rit un dra bennak ? »
— « O! Lom penn peul, bremañ ne gredit mui en teñzor ?… » — « Eo, e teñzor Kastell ar C’hraneg. » — « Hag e hini ar voereb ? » — « Nebeutoc’h, evel just, peogwir eo diwallet mat. » — « Koulskoude hemañ a vo deomp hag hennezh all ne vo ket. » — « Hemañ a vo deomp ! Hum ! Aze emañ an dalc’h. »
— « Job? » a c’houlennas an treizhour bihan. — « Ya ! ya ! ur Job all ; n’eo ket te an hini eo. »
Hag ar baotred en em glevas, neuze, diwar-benn lodennañ an heritaj : Job en dije bet un hanterenn, ha Lom an hanterenn all.
Satanazet o doa ar gêr evit un nozvezh all ha setu e kave dezho o doa gounezet un tammig repoz.
O chom edo, e gwirionez, en un tour, klozet diouzh an diavaez - diouzh ar bed -, gant mogerioù kozh, uhel, fetis, ha strizh-kenañ digoroù e brenistri houarn-barrennet. Ha skoret, ouzhpenn, e vogerioù mein tev, gant harpelloù-mein ken tev all.
N'eo ket al lean a bede, n'eo ket ar barzh a gane. Savet a oa un den all er breur Arturo; un den dianav, a lakae an daou all da souzañ.
- Ha ne c'hellfec'h ket kemer va flas, hiziv, en iliz. Va devezh diwezhañ eo. - Perak ? Dalc'het oc'h un tu bennak all ?
An abardaevezh-se, e oa pignet en-dro ar breur Arturo diouzh an iliz d'e logig wenn, trefuet, aet war e gement-all.
Eñ an hini a rede war-lerc'h ur plac'h yaouank dianav, ur jenoflenn gantañ en un dorn, hag ur barzhoneg en dorn all.
Ne vezez ket morse o tañsal ar « jota » e « La Zamorrana »? Anaout a rez « La Zamorrana » [']michañs, en tu-all d'ar pont war an Ebro. Dont a ri di ganin.
Ma oa bet ar c'hloareg divat ouzh ar c'hi, un digarez all e oa.
Ar breur Arturo en doa graet hent, evel boaz, gant ar breur Alano, ur Breizhad eveltañ, hag e geneil nemetañ, e gwirionez, daoust ma oa forzh Breizhiz all e-touez danvez[-]leaned ar gouent.
« El Monte » a oa anezhañ, war an uhel, en tu-all da [sic, "en tu all da"] wini ha da verjezoù alamandezenned an domani, ur gouelec'h kromm dizolo.
Du-se, pell pe dostoc’h, en alamandezenned ha gwez-kraoñ al liorzh kloz e taol eostiged all, her ha taer, o zio ! tio ! tio ! bagol, ma tasson kili an diribin, e-giz ma vije ur palez strink.
Diwall na bokfe dit, me az ped, nag hi na den all ebet.
Ne gredan ket e ve da zen all ebet, na deoc'h kennebeut all.
Met gwellañ tra 'oa, ken prim all e torre d'he glac'har.
N'am eus ket anavezet va mamm-gozh all, Mon Dremel, met klevet am eus meur ha meur a hini o komz diouti.
Kerse eo ganin, rak miret am boa holl luc'hskeudennoù va yaouankiz ha daoust ha ma krogent da zislivañ, plijout a rae din sellout outo ; met allas, goude an Dispac'h manet eo e Rusia ar fentusañ re, gant meur a deñzor all.
Darn-all [Darn all] e plije dezho al "loto", met diaoulañ tra, atav e vlejent e galleg an niverennoù : "dix-sept" emezo, "kae d'ar gêr, Job kavet eo da vuoc'h".
Brav-bravig e teue ganimp hon daou, hag a-benn pemzek deiz, e-tailh e voen dija da seniñ dre 'n eñvor ha kuit a fazi An hini gozh, Matbrough, Ne n’eus ket e Breizh, Cadet-Roussel, hag all.
Va seizh gwellañ a ris a-hed ar bloaz evit ober plijadur d’am mamm ha da Soaz Sapeur, hag ivez 'vit ma kreskje brud-vat Priel, rak den all nemedon eus va farrez ne oa er mare-se e skolaj Landreger.
Met pebezh frealz, pebezh gopr eviti pa glevas d’abardaez noz ar Person o lavarout dezhi : « Daoust ha ma 'z oan o tougen an Aotrou Doue, ken brav e kaven ho labour, Ann-Mari, ma’z on bet war nes [war-nes] ober evel ar re-all a-raok din, tec’hel a-ziwar va hent evit mirout da voustrañ ha da zirenkañ bleunioù reizhet en un doare ken dispar ».
Ha bez' ez eus anezho un tammig e pep lec'h, ma tec'her diwar ur rummad emeur en arvar da lakaat e droad war ur rummad all.
Anavezet e oa bet a-viskoazh evit e oberoù a garitez, met bremañ e oa ken douget all d'ar relijion.
Ken saoz all eo doare chantele iliz-veur Dol er penn all d'ar vro.
C'hoazh eo kaer dit pa n'eus bet den all ebet o tegas lizher-digareziñ all ebet hiziv.
Dav eo ober anv amañ deus un dra all : abred pe ziwezhat e vo embannet gant ur stourmer entanet ez eo ret sevel obererezhioù feulsoc'h-feulsañ peogwir e vez graet gant feulster (ha feulster bras a-wechoù) gant an enebourien.
Ken pouezus all eo prederiañ en ur mod hiniennel ivez, evit gouzout e pelec'h e lakaer ar vevenn subjektivel a zisparti ar stourm feuls diouzh ar stourm difeuls.
Un takad gris an hini eo, hag a vo gwelet evel un dra feuls gant lod pa vo gwelet evel ur vandalerezh politikel nemetken gant lod all, hep na vefe grevusoc'h evit-se (nemet evit a sell ouzh ar justis!)
Stourmet e vo en ur mod difeuls-tre, hep kasoni na fulor ; diskouezet e vo pegen poellek eo hon arguzennoù, pegen mennet ez omp, pegen mallus eo an traoù ha penaos n'eus ket tu da cheñch anezhe e mod all.
An div all a zo en o gourvez er gambr e-kichen, war ur gwele daou, paret o sell war an doubl.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
alla