Ofis Publik ar Brezhoneg
Lec'hiet war meur a gumun e Breizh
Hervez Christian-J. Guyonvarc'h eo deveret anv ar Gwilen eus an anv *Vicenonia emdroet e Visnonia ha, goude, Vinonia a-raok treiñ da *Vilonia dre zisheñvelebekadur an n. Ur stumm gouiziek eo Vinonia e 1306, ne glot ket gant distagadur ar mare e galleg. E brezhoneg e kaver adstummoù gant l pe n tro-ha-tro Gwilun/Gwinun hervez ar mammennoù, ha daouadoù e/u ivez (Gwilun/Gwilen) a-raok na vefe stabilaet ar stumm ha dibabet an anv Gwilen evit an implij melestradurel da vat er bloavezhioù 1980.