Diaz titouroù ar servij Glad yezhel ha panellerezh (SGYP) en Ofis publik eo KerOfis.
Gantañ e c'haller kaout, da gentañ, stummoù brezhonek skouer lec'hanvioù brezhonek.
Bremañ e c’haller gwelet an anvioù war ar gartenn Open Street Map e brezhoneg ouzhpenn, evit darn diantav. Taolit evezh koulskoude : ar stummoù a weler war ar gartenn-mañ end-eeun n’int ket bet studiet na skoueriekaet gant an OPAB. Diwar ul labour a vez kaset gant tud a youl vat e teu ar stummoù-se.
Evel a-raok e kavot ivez e KerOfis stummoù brezhonek anvioù-lec'h en estrenvro, evel anvioù ar Stadoù, broioù, rannvroioù, morioù, stêrioù, menezioù (Japan, Europa, Korsika, an Andoù, an Nil...), hag anvioù melestradurel zo e Breizh (departamantoù, broioù, kumuniezhoù-kumunioù, meurgêrioù ha kement zo).
Maget e vez an diaz KerOfis bemdez, diwar al labourioù a vez kaset da benn gant ar servij evit ar strollegezhioù hag ar Stad.
Ar stummoù skouer zo e KerOfis a vez kavet en ur fichennaoueg frank a wirioù ivez, da bellgargañ amañ : Roadennoù frank a wirioù.
Er bajenn gentañ ez eus ul lusker-enklask. Ar rekedoù a c'haller kas war ul lodenn eus an anv a glasker pe war an anv en e bezh ; war penn kentañ an anv pe war un tamm er fin ivez ; hervez ar gumun pe an departamant m’eo lec’hiet an anv ivez ; pe c’hoazh hervez doare an anv : hent, kêriadenn, beg, h.a.
En un daolenn e teu ar respontoù war wel, dindan al lusker enklask hag ar gartenn OSM e brezhoneg. Er bann kreiz e teu ar stummoù skouer. Da-heul e teu anv ar gumun e-lec’h m’emañ, hag an doare anv m’eo (kumun, kêriadenn, hent, koad, beg...)
Pa vez kliket war un anv bennak en daolenn-se e lakaer fichenn an anv da zont war wel, gant titouroù ouzhpenn.
Bez ez eus titouroù diazez : doare an anv ; anv ar gumun hag an departamant m’emañ anezhañ.
Stummoù kozh an anvioù, bet pennaouet e skridoù ha mammennoù a bep seurt, diouzh ma vez anezho (s.o. roll ar mammennoù pelloc’h). Dav eo deomp reiñ da c'houzout da Yann enklasker koulskoude n'eo ket diwar ar stummoù kozh-mañ hepken e c'haller gouzout pehini eo ar stummoù skouer d’ober ganto hiziv, ha peseurt stummoù a veze implijet gant an dud gwechall pa gomzent an eil gant egile. Tennet eo ar stummoù-se eus dornskridoù bet skrivet e galleg, pe e latin evit ar re goshañ anezho. Testoù int eus un hengoun skrivañ melestradurel nemetken. Alies-kaer e c'halle bezañ disheñvel ar stummoù implijet gant an dud e gwirionez. Setu, pa vez skrivet un anv bennak e latin pe e galleg er skridoù-se ne dalvez ket ne rae ket an dud gant an anv brezhonek pa gomzent an eil ouzh egile, evel-just. Hag a-wechoù e kaver anvioù brezhonek miret en o stumm kozh-kozh pa oa emdroet mat ar yezh pell a oa. Koulskoude, talvoudus-tre e chom ar stummoù-se evit diskuliañ etimologiezh an anvioù.
Displegadennoù etimologel diwar-benn an anv bet kavet, hervez al labourioù en deus bet digarez ar Servij da gas da benn, a c’haller kaout er fichenn-mañ ivez. A-wechoù e vez kaset al lenner da welet un anv-lec'h all evit kaout displegadennoù resisoc'h war elfenn pe elfenn : an anv-lec'h a vez dav mont da glask titouroù ouzhpenn zo dalc'hmat en hevelep kumun hag an hini displeget, nemet ha meneget e vefe mont da welet e lec'h all.
Bremañ e vo kavet er fichenn, tamm-ha-tamm :
Ha lec’hiet e vo an anvioù war ar gartenn Open Street Map e brezhoneg, tamm-ha-tamm ivez, kerkent hag ebarzhet daveennoù douaroniel.
It e darempred gant ar Servij Glad yezhel ha panellerezh evit gouzout hiroc'h.
An distagadurioù, da lavaret eo, ar mod da zistagañ an anvioù-lec’h e brezhoneg gant brezhonegerien pe brezhonegerezed a-vihanik a ya d’ober unan eus an titouroù pouezus a vez kemeret e kont evit diazezañ ar stummoù skouer.
E 2022 eo bet kaset da bennvat ar c’houlzad saveteiñ bet boulc’het e penn kentañ ar bloavezhioù 2000 gant ar soñj d’enrollañ brezhonegerien pe brezhonegerezed evit kaout distagadurioù e pep kumun e Breizh-Izel, estreget e Bro-Leon. Er vro-mañ hon eus ar chañs da gaout dastumadennoù kent Mikael Madeg hag e genseurted Yann Riou ha Pêr Pondaven (s.o. roll ar mammennoù pelloc’h).
Ouzhpenn 1 200 brezhoneger pe brezhonegerez zo bet enrollet en holl gant ar Servij. An distagadurioù bet diganto a vez treuzskrivet diouzh lizherenneg etrebroadel ar fonetik (LEF) hag ebarzhet e KerOfis tamm-ha-tamm. E fin 2022 ez eus 150 000 distagadur en diaz labour.