Ofis Publik ar Brezhoneg
Savet eo an anv-mañ diwar "kroaz" hag al lec'hanv "Kerloc'h". Mont a ra da envel ur groaz bet savet er XVIIIvet kantved e-kichen Kerloc'h, e kumun Ploare, wan an hent etre Kemper ha Douarnenez. "Kroaz Kerloc'h" a dalvez ivez da envel hollad an tiez bet savet e-kichen ar groaz-se, ar braz anezho war douar kumun Douarnenez hag un nebeud war douar kumun ar Yeuc'h.