An elfennoù a ya d'ober an anv Pondi a zo sklaer : Pont da gentañ, hag a dalvez ar memes tra ha pont e galleg. Da-c'houde ez eus Ivi, anv ur sant anavezet mat e Breizh. Luzietoc'h eo istor krouidigezh Pondi. Herve Halgoued ("Pondi, Roc'han ha tro-ha-tro") a soñj dezhañ « e teu anv ar gumun-se diwar ur pont savet war ar Blavezh nepell ar manati gouestlet da Sant Ivi gant e ziskibien deuet eus Breizh-Veur evit avielañ tud Bro Leon. Marvet e vije bet Sant Ivi e-kichen an Eliant, e eskopti Kerne, e penn kentañ an VIIIvet kantved [...] Evit gwir ez eus eus ar c'hreñvlec'h-se e Pondi, war glann gleiz ar Blavezh, e-kichen ar pont, evit evezhiañ an hent. » Gant J.-Y. Le Moing ("Anvioù-lec'h Breizh", Bonneton, 2004) ez eus titouroù ouzhpenn : « ur sant a veze graet anezhañ Ivi en doa roet e anv da Bondi, hag a vez graet anezhi evel-se abalamour d'e beniti hag a oa tost d'ar pont savet evit treuzañ ar Blavezh, moarvat war-lerc'h ar VIIvet kantved, pa soñjer eo deuet eus Breizh-Veur, eus abati Lindisfarne (hiziv enez Holyhead). Kinniget e vez Sant Ivi alies evel ar sant breton diwezhañ en deus treuzet mor Breizh. Droukvesket eo bet Sant Ivi ha Sant Dewi, patron Bro Gembre, marteze espres-kaer, pezh en deus lakaet anezhañ bezañ taolennet gant arouezioù an eskobien […] Kresket he deus kêr Bondi da vat adaleg ar maner kentañ (kastell ar Saloù) savet gant ar Roc'haned e penn kentañ an XIIvet kantved, ha posubl eo ne oa ket kalz koshoc'h evitañ ar pont en deus roet hec'h anv d'ar gêr (daoust ha hervez an hengoun e oa bet savet ar pont gant Sant Ivi, pezh a zo dic'hortoz a-berzh ur penitiour er VIIvet kantved o klask bevañ en digenvez). Gronnet e chomas ar barrez, ma oa sez senesaliezh veur ar Roc'haned enni, war un dachenn vihan (16 ha) tapet diwar douaroù stag ouzh parrez Noal, betek an Impalaeriezh Kentañ, pa voe cheñchet gorread ar gumun gant un dekred, war-goust ar c'humunioù nes ». Distaget e vez [põ.di] an anv-mañ war al lec'h. Koulskoude e klever "pon-deu-wi", "pon-deu-i" gant tud o chom tro-war-dro, pezh a zispleg ar stumm teirsilabennek Pondivi a vez kavet a-wezhioù dre skrid.