Savet eo anv ar gumun diwar an elfenn "plou(ev)", gwechall "ploe", a dalvez "parrez", hag an anv-sant Sane, skrivet gwechall Sanae, sant patrom Plouzane, enoret ivez e Kamorzh (Mor-Bihan). Tostaet eo bet anv sant Sane ouzh hini Sant Senan, ur sant eus Iwerzhon meneget e-touez kompagnuned Sant Tenenan. An anv-lec'h Gwisane a gaver er XVIvet hag er XVIIvet kantved a adkaver ennañ anv ar Sant, lakaet goude "gwik", bourc'h. D'ar mare-se e veze lakaet kemm etre Gwisane, kêr bennañ ar barrez ha Plouzane, hollad ar barrez (evel ma veze kavet ivez, d'ar memes mare Ploubavaz ha Gwipavaz).