Ofis Publik ar Brezhoneg
Eus an XIIvet kantved eo an arroudennoù koshañ bet kavet en dielloù evit an anv-se, gant ar stumm "Plurien", evel m'eo skrivet bepred. Diwar Plouev (parrez kentidik) e teu Plu-. Da-heul e teu an anv-sant Rien/Rion moarvat, hag a vez enoret e lec'h all en anvioù-lec'h evel Saint-Rion/Sant-Rion.