Anv-lec'h savet diwar an anv-kadarn Kemper - Kember e brezhoneg a-vremañ - a dalvez da reiñ e anv d'ul lec'h ma kej meur a zourredenn ennañ. Setu dres e pelec'h emañ kêr Gemper, m'en em gav en he c'hreiz meur a riñvier : an Oded (pe Stêr Oded) hag ar Stêr-Deir ; an Oded hag ar Froud. Hervez kont e vefe kentoc'h diwar gej an div stêr-mañ e teufe an anv Kemper, e kreiz kêr ar Grennamzer eta. Kalz ledannoc'h e oa an Oded ene, evit n'eo hiriv an deiz. Ar ger Kember end-eeun a vodfe ennañ an elfenn Kem-, heñvel ouzh ar rakger latin Cum-, "a-gevret" (Gw. ar stumm kozh "Confluentia" e 1166) ha Ber, elfenn a gaver er gerioù e-giz Berañ, Deverañ. Mat eo reiñ da c'houzout ivez e kaver ar ger "Kemper" er stummoù koshañ serret, azalek an XIvet Kantved. Gwechall, hag a-gozh, e teue war e lerc'h an elfenn Kaourantin hag a zo anv kentañ eskob Kerne ma vo Kemper e gêrbenn.