An anv-lec'h Gwened, evel e stumm ofisiel "Vannes", a zeu diwar anv ur bobl eus Arvorig a oa ivez anv "keoded" gall-ha-roman ar Weneted hag a zalc'he mod pe vod an dachenn a zo deuet da vezañ Bro Gwened da c'houde. Anv ar Weneted a seblant indezeuropek a-orin hag a veze roet, hervez kont, da bobloù barrek evit ober kenwerzh ha da gas marc'hadourezh war vor pe dre ar stêrioù bras (evel tud Venezia e Bro Italia da skouer). Ar Weneted a veze graet anezho « rouaned ar mor » eta ha, hervez Jul Kezar en e "Evezhiadennoù war brezel Galia", e vezent mestr war an trafik gant enez Breizh.