Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
122
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

v.k.e. 1. Ober dismegañs war ub., udb. Ar yezhoù-se a vez alies dismegañset. DHS. disprizañ. 2. Ober un taol dismegañs ouzh ub., dizenoriñ ub. Bez' en deus ma dismegañset. Ur jestr divalav en deus graet da zismegañsiñ e enebour.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

dismegañsiñ

1850
Daveenn : GON.II pg dismégañsi (Outrager, offenser cruellement la personne, l'honneur. Faire outrage).

dismegañset

1850
Daveenn : GON.II pg dismégañsi (Outrager, offenser cruellement la personne, l'honneur. Faire outrage. Part.)

E kement en deus lavaret ha graet en tu-hont d’ar c’heinvor, n’eus tra hag en dije dismegañset an heol, intret sked ar Rod (2), strafilhet, war grec’hiennoù arc’hant an neñv, bodadeg sakr an doueed, e Dêvobriga.

1923
Daveenn : SKET p.72

dismegañsiñ

1923
Daveenn : SKET p.171, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Offenser, insulter".

dismegañsiñ

1931
Daveenn : VALL pg (faire) affront

An tan-se, a zeve e izili, gwashoc'h eget pebr ruz, ha c'hwez an ifern gantañ el lazhañ a ray, ha pa ranko en em zismegañsiñ, betek mervel gant ar vezh, ha bezañ barnet diwar c'haou ha didruez gant e genvreudeur hag an Tadoù-Renerien.

1949
Daveenn : SIZH p.59

Bremañ ’vat, a soñjemp, dismegañset e vimp, dornet da vat ha kraouiet war ar marc’had, rak evel[-]just hini en hon touez ne oa na kar na par da Rotschild na da Vanderbilt.

1954
Daveenn : VAZA p.133

Tamm ebet ne grog ennon ar c’hoant dismegañsiñ Sant-Brieg pe Wengamp, hogen a-du ganin e vo moarvat pep lenner pa lavarin diwar-benn ar c’hêrioù-se n’int ket, na tost, ken dudius ha Meksiko, Havana pe Naplez.

1954
Daveenn : VAZA p.146

Hag ar gwaz dismegañset evel-se a grie, a roc'he hag a fulore, ha mennout a rae distreiñ d'e vro evit dougen klemm enep an isofiser.

1985
Daveenn : DGBD p.163

Ofis publik ar brezhoneg