Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Zo un dismegañs da ub. Ur ger dismegañsus. 2. A verk an dismegañs. Ur mousc'hoarzh dismegañsus. HS. disprizus, faeüs.

Skouerioù istorel : 
10
Kuzhat roll ar skouerioù

dismegañsus

1850
Daveenn : GON.II pg dismégañsuz

komzoù dismegañsus int

1850
Daveenn : GON.II pg dismégañsuz

Bezañ ez eus a-hend-all war-zu ar sav-heol, ur vammvro all, hini hon enebourien: Bro-C'hall, pehini, goude laerezh Dugelezh dishual hon tadoù dre un dimeziñ rediet, heuliet gant ur c'hontrad, rediet ivez hag ouzhpenn-se torret da c'houde, a dalc'h ac'hanomp abaoe 1491, 1532, ha 1793 en ur sklaverezh dismegañsus gwashoc'h-gwazh.

1911
Daveenn : PSEP p V

Da gentañ-holl, ne deus ket a lec’h da zaleañ pell gant an danevelloù o redek e-touez Kreisteiziz diwar-benn hon Amzer-gent, rak ma ’z int mojennoù diskiant, ya, pa na vezont dismegañsus ouzhimp-ni.

1923
Daveenn : SKET p.31-32

dismegañsus

1923
Daveenn : SKET p.171, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Offensant, injurieux ; déshonorant".

dismegañsus

1931
Daveenn : VALL pg blessant

Un dra dismegañsus[-]dreist eo nac'h ur seurt pedadenn, nemet un abeg bras bennak a ve evit-se.

1985
Daveenn : DGBD p97

E-pad an holl amzer, e-keit ma oamp o sammañ warnañ holl bec'hedoù an ifern, hon eus ranket derc'hel ar merc'hed pell dioutañ, gouez ma oant evel kebened. Morse ne'm eus gwelet ur c'helc'hiad dremmoù ken kasonius. Hag e-kreiz edo ar paotr, difrom ha dismegañsus.

2012
Daveenn : DJHMH p13

Mousc'hoarzhin en un doare karantezus, ha n'eo ket ket goapaus na dismegañsus.

2015
Daveenn : DISENT p107

Dismegañsus, dichek, kunujennus, feuls marteze... setu penaos e vefont pa'z afont e fulor.

2015
Daveenn : DISENT p82

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial