disparti
disparti
Daou-ugent vloaz bennak a zo tremenet abaoe ma hetas dimp kemend-all e Moskov, ha daoust d’an holl drubuilhoù, en desped d’ar gwalldaolioù a venne trec’hiñ warnomp – ha bet hon eus, bugale vat, tammoù a bep seurt blaz, c’hwerv pe drenk, da dañva : daou vrezel, an dispac’h e Rusia, meur ha meur a zisparti, ar c’hleñved, an dienez, ha me oar petra all ouzhpenn ! – bep tro hon eus prennet start hor c’halon ouzh ar gwalleur, ha morse n’hon eus kroget d’en em zebriñ diwar-benn traoù aet e-biou, ha nebeutoc’h c’hoazh a-zivout drouklammoù da zont ha na vo marteze biken anezho.
Darn eus ar plegoù-mor se a ya don kenañ e-barzh ar vro, an hini souezhusañ o vezañ hini an Tsini, hag a zo dezhañ eizh lev hed bennak, hag e benn uhelañ n'emañ ket, e Nkogou, ouzhpenn pemp-hant[sic] metr eus pleg-mor ar Gabon, ha n'eus nemet un duchenn draezh o lakaat disparti etre an daou vor.
An Ao.Utterson a reas e doare da chom goude disparti ar re all.
Un dra a lavarin-me deoc'h: evit bezañ bevet en e ser betek o disparti e rankje bezañ lakaet e-mesk ar sent.
Ar ranndi a zo tri fezh ennañ, gant un hall bihan. Un nor-rederez a ra an disparti etre ar sal-c'hortoz ha burev Katerina.