Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
122
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k. A. V.k.e. 1. Pellaat (ub., udb.) eus, diouzh ub., udb. all. Dispartiañ tud oc'h en em gannañ. Dispartiañ ar gwir diouzh ar gaou. Un trepas a zisparti ar gegin eus ar sal. 2. Dibab, kemer traoù zo e-mesk traoù all o lezel a-gostez ar re na zereont ket. Dispartiañ ar brizonidi : lakaat kemm etrezo. Dont da sikour da zispartian avaloù-douar. HS. dibab, dilenn, diuz. 3. (db. ar merc'hed) Kaout un disparti (II 2). Daou vugel he deus dispartiet. B. V.k.d. (db. ar maouezed brazez) Dispartiañ diouzh : diforc'hiñ. Ober d'ar wreg brazez dispartiañ diouzh he c'hrouadur. Ober d'ar wreg-se dispartiañ diouzh he bugel kent an amzer. II. V.g. 1. Terriñ e zimeziñ. 2. Kuitaat an hini a vever gantañ, ganti. 3. Kimiadiñ ha mont kuit. Deuet e oa ar mare da zispartiañ. Ret eo dispartiañ. [1878] Per a garie e c’hoar, boazet e oa diouti, kalz anaoudegezh-vat en doa dezhi ; bihanaat a rae e galon pa soñje e rankje dispartiañ [...]. DHS. diforc'hiñ, disrannañ, rannañ. III. V. kenem. ROUEZ. [1877] Job, ret eo deomp en em zispartiañ, rak poent eo deoc’h distreiñ d’ar gêr a-raok an noz.

Skouerioù istorel : 
33
Kuzhat roll ar skouerioù

dispartiañ

1499
Daveenn : LVBCA p60 (departir)

dispartiañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg departir (ou diuiser), deloger, demarrer, departir [pennger merket 2 wezh], partir, trier

dispartiañ diouzh

1659
Daveenn : LDJM.1 pg retrancher

dispartiet en deus e brezegenn e teir lodenn

1732
Daveenn : GReg pg (il a) distribué (son Sermon en trois points)

dispartiañ ur somm e lodennoù ingal

1732
Daveenn : GReg pg cotiser (marquer à chacun ce qu'il doit payer d'une somme commune)

dispartiet

1732
Daveenn : GReg pg cotiser, demeler (mettre en ordre, débrouiller), distribuer (diviser quelque chose en plusieurs parties pour les placer en un ordre convenable), diviser (partager, separer en plusieurs parties)

dispartiañ dison

1732
Daveenn : GReg pg deloger (sans trompette, sans bruit)

dispartiñ

1732
Daveenn : GReg pg decamper, departir (distribuer)

dispartiañ diouzh

1732
Daveenn : GReg pg dejoindre

dispartiañ

1732
Daveenn : GReg pg demeler (mettre en ordre, débrouiller), departir (distribuer) (diviser une chose entre plusieurs personnes, les partager convenablement), distribuer (diviser quelque chose en plusieurs parties pour les placer en un ordre convenable), diviser (partager, separer en plusieurs parties)

lienenn gig pehini a zisparti ar galon, poull-ar-galon, ar skevent, diouzh ar c'hof

1732
Daveenn : GReg pg diaphragme (membrane qui separe la poictrine d'avec le bas ventre)

ur wenojenn a zisparti o douaroù

1732
Daveenn : GReg pg (un sentier) divise (leur terres)

an aotrou Doue, eme ar skritur sakr, a ziforc'has, a zispartias, an dour a zo dreist an oabl steredet, diouzh an hini zo war an douar

1732
Daveenn : GReg pg (Dieu) divisa (les eaux des eaux, dit l'Ecriture)

rannañ, dispartiañ, lakaat, e div lodenn just, e div lodenn ingal

1732
Daveenn : GReg pg diviser (en deux parties égales)

dispartiañ

1850
Daveenn : GON.II.HV pg dispartia (Séparer. Diviser. Partager. Désunir. Départir).

dispartiet

1850
Daveenn : GON.II.HV pg dispartia (Séparer. Diviser. Partager. Désunir. Départir. Part.)

P’edont o tispartiañ an eil diouc’h egile, daeloù puilh a rede eus o daoulagad o-daou ; en em staget [e] oant an eil ouc’h egile.

1877
Daveenn : EKG.I. p.54

Achu an oferenn ; mes a-raok mont an eil diouc’h egile, a-raok en em zispartiañ, an dud kalonek a gan c’hoazh ar c’hantik-mañ evit trugarekaat Doue eus e vadelezhoù en o c’heñver : Meulomp Doue bep eur, / Eñ a ra hon holl [v]oneur. [...]

1877
Daveenn : EKG.I. p.100-101

An tiad tud-se o doa doan o tispartiañ dioutañ ; ha koulskoude ma vije bet gouezet edo eno, e vijent bet barnet d’ar marv evit bezañ her c’huzhet.

1877
Daveenn : EKG.I. p.52

Job, ret eo deomp en em zispartiañ, rak poent eo deoc’h distreiñ d’ar gêr a-raok an noz.

1877
Daveenn : EKG.I. p.53

Per a garie e c’hoar, boazet e oa diouti, kalz anaoudegezh-vat en doa dezhi ; bihanaat a rae e galon pa soñje e rankje dispartiañ ; evelato, e feiz hag e relijion a voe kreñvoc’h eget e garantez hag e anaoudegezh-vat. Respont a reas dezhi : — Anna, c’hwi hepken a oar peger bras glac’har eo ganen ho kwelet o vont kuit ; evelato, e lavarin deoc’h : Ho polontez ha bolontez Doue ra vezo graet !

1878
Daveenn : EKG.II p.174-175

Ar saon, ur saon don o zispartie : en he c’hreiz, a-dreuz ar pradeier, ur wazhennig dour bev ha seder a virbilhe, a c’hoarie gant ar yeot glas, gant an aozilh, ar sekrep hag ar gwial, en disheol ar gwez pupli, ar gwern, an haleg hag ar c’helvez, dindan kroz an avel en delioù, adalek Kergoualc’h betek Mengi hag ar Vouilhenn.

1925
Daveenn : BILZ2 p.116

Kent dispartiañ, ar Gendalc'herien o doa da zibab ur Pennrener e-lec'h an aotrou Kerviler, a zileze abalamour d'e yec'hed.

1944
Daveenn : EURW.1 p.207

Un afer vras eo d'ur vamm prientiñ traoù he bugel, pa zisparti diganti ar wech kentañ da vont d'ar golaj.

1944
Daveenn : EURW.1 p29

Kent dispartiañ, Yann Ar Fusteg ha Gwilh Ar C'horfeg a alias e vije dereat treiñ anv an « Union Régionaliste » e brezhoneg.

1944
Daveenn : EURW.1 p69

Kaernarvon a zo ur gêrig vrav, heñvel ouzh Kastell-Paol, savet war vord ar vrec’h-vor he disparti diouzh Enez[enn] Môn.

1944
Daveenn : EURW.1 p.127

C'hoant 'peus dispartiañ ur park a zo deoc'h deus ur park all ?

1980
Daveenn : BREM Niv. 1, p. 5

E-lec'h ober speurennoù dispartiañ ever ar re all, o deus lezet an holl en ur pezh.

1985
Daveenn : DGBD p141

Un ergerzhadenn all a grogas neuze evit pellaat tamm-ha-tamm etrezek ar reter dre Mézières, Bouillon ha traonienn ar Semois, hep bezañ bet dispartiet diouzh ar re a oan bet boas outo a bell 'zo, brezhonegerien eus ar c'hentañ.

1985
Daveenn : DGBD p6

Goude, pa oant dispartiet, em boa sammet pep war ma chouk, met div blac'h a zo hag a ra an tiegezh. N'eo ket ul labour start, nemet pa zeu ar merc'hed.

2015
Daveenn : EHPEA p48

Gwarezet o deus o zraoù, adaozet o deus o labour, dispartiet ar stourmerien ha sioulaet o fulor o kinnig un emgav dezhe.

2015
Daveenn : DISENT p78

Hiroc'h-hirañ eo roll ar felladennoù enskrivet e-barzh kod ar c'hastizoù, kaletoc'h-kaletañ ar c'hastizoù o-unan hervez kont, ha gwashoc'h-gwashañ ar mod ma vez bac'het ar brizonidi (dispartiet diouzh an dud all, gant kudennoù naetadurezh, feulster, psikatriezh).

2015
Daveenn : DISENT p154

Ken pouezus all eo prederiañ en ur mod hiniennel ivez, evit gouzout e pelec'h e lakaer ar vevenn subjektivel a zisparti ar stourm feuls diouzh ar stourm difeuls.

2015
Daveenn : DISENT p61

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial