Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. (db. an traoù) 1. N'eo ket peg pe n'eo ket peg ken. Er gambr eo dispeg ar paper. 2. Bresk, a ya e bruzun, a dammoù. Ar bara-mañ zo dispeg. E fank zo dispeg. II. (db. an dud) 1. (db. izili ar c'horf) N'eo peg e netra. & (db. an dud o vont war varc'h-houarn) Bleinañ, c'hoari, mont dispeg dom : hep kregiñ er varrenn-stur. 2. Bezañ dispeg diouzh ub., udb. : bezañ bet an dizober anezhañ, bezañ distag dioutañ. Mar fell dezhañ bezañ dispeg diouzh ar c'hleñved-se e ranko heuliañ alioù ar mezeg. Pa vimp dispeg diouzh al labour-se e vo brav dimp. & Dre verr. Bremañ emaomp dispeg. 3. Dieub. Evit ma vije dispeg d'ober ar pezh en doa gourc'hemennet dezhañ. 4. Dre skeud. (db. ar santadurioù) Ne glever ket dioutañ ken. Me am boa bet ul lamm ha n'eo ket dispeg diouzhin c'hoazh : gouzañv a ran c'hoazh diwarnañ.

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial