Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. N'eo ket stanket. Tremen dre un toull distank er c'hae. 2. Na vez ket gwelet, kavet stank. Distank eo ar vignoned wirion. HS. dibaot, rouez. ES. paot, puilh, stank.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

distank

1732
Daveenn : GReg pg boucher (qui n'est pas bouché)

Distank eo al laouer.

1850
Daveenn : GON.II pg distañk (L'auge est débouchée).

distank

1850
Daveenn : GON.II pg distañk (Débouché, qui n'est pas bouché, en parlant d'une retenue d'eau, d'un trou dans un mur, etc.).

Ker buan an archerien, an eil war-lerc’h egile, evel chas chase o vont dre un ode vaen hanter distank, a ziskennas dre ar skalier-se er jardin hag a c’haloupas a-dreuz hag a-hed evit klask o eskob kollet.

1877
Daveenn : EKG.I. p.15

Anezho tud digened, diouiziek, diseven, distank ha dinerzh !

1924
Daveenn : SKET.II p.63

gorrek e vezan o vale, d'ar seurt mareoù, pa vez ganin falz ha sae, etre div renkennad peulioù simant distank, ogham skrivet war ar c'herioù anezho, ar c'herioù troet diouzh ma zu, hag eus an eil peul d'egile ez eus orjalennoù a zo o nijal warno en avelig slipoù ha brennidennoù, gwenn, glas ha gwer, gwer, glas ha gwenn.

1992
Daveenn : EAZB p.126

"Soñjal a ra deoc'h e c'hellomp kroaziañ an holl disklêradurioù?" "Gant an distank maz omp, n'omp ket lodenn."

2015
Daveenn : EHPEA p109

Padal, ha petra bennak ma veze rouez ha distank ar re a c'helle lenn skridoù kozh an Helleniz e henc'hresianeg, e veze anavezet, gras d'an troidigezhioù e latin, ar pep brasañ eus oberennoù an amzervezh gresian-ha-roman.

2016
Daveenn : ILIAS p. 9

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial