I.
[1867] Alies.
Prenet em eus ur seurt ha na gaver ket stank e bar e lec'h all. N'it ket re stank d'e welet. Ne vez ket mui klevet ken stank ha gwechall.
&
Trl.
Seniñ stank : seniñ glaz gant kloc'hadoù tost-ha-tost an eil ouzh egile.
2. [1732, 1931] Niverus.
[1732] En em gavout stank en ul lec'h. [1931] Dont stank. Stank e weler tiez rivinet. Stank e kavomp tiez dilezet gant o zud.
3. [1931] Fonnus.
An hini a had stank a veda stank ivez. An erc'h a gouezhe stank ha sklaset. Ar melchon a weler a-wezhioù o tiwanañ stank er parkeier.
ES. rouez.
4. Kalz.
Ne ouien ket e veze komzet brezhoneg ken stank-se c'hoazh er gêr vras-se.
5. Trl.
Pikañ, stekiñ stank : bale buan.
Ar baotred yaouank a rog hent, o stekiñ ouzh kostez ar menez stank ha dilas.
Daveenn :
GReg
pg (ils sont) beaucoup (de personnes)
Ker puilh ha ker stank ez kouezh an eneoù en ifern, e-c'hiz ar pluennoù erc'h war an douar, pa gouezhont [ar] stankañ.
Qer puilh ha qer stancq ez couëz an eneou én ifern, êc'hiz ar pluënnou earc'h var an douar, pa gouëzont stancqâ.
1732
Daveenn :
GReg
pg floccon (Les ames tombent en enfer aussi abondament que les floccons de neige, sur la terre, lorsqu'il en tombe davantage.)
stank
stancq
1732
Daveenn :
GReg
pg foison (a foison.)
diskouez a fellas da Rikoù e oa evit ober ar pezh a oa e c'hoant. Hag eñ dezhi; hag en ul labourat e lavare groñs da dud e vro : "Prenet am eus e kêr ur seurt bleud flour na gaver ket stank e bar war ar maez; ha gantañ e rin ur seurt kouign, setu ! N'en deus tañvaet biskoazh Yann gouer, m'en toue !
diskouez a fellaz da Rikou e oa evid ober ar pez a oa he c'hoant. Hag hen d'ezhi; hag enn eul labourat e lavare grons da dud he vro : "Prenet am euz e ker eur seurt bleud flour na gaver ket stank he bar war ar meaz; ha gant-han e rinn eur seurt kouign, setu ! n'en deuz tanveat biskoaz Iann gouer, m'hen toue !"
1867
Daveenn :
MGK
Rakskrid VII
Kentoc’h ne sone nemet taol bremañ, taol e[z] verr, zoken dirak ar c’hêrioù ma chome evel da ehanañ dirazo, ha bremañ e sko stank e daolioù, betek c’hwec’h pe seizh taol diouzhtu, an eil war-lerc’h egile.
Kentoc’h ne zoune nemed taol breman, taol e-verr, zoken dirak ar c’herriou ma chomme evel da ehana dirazho, ha breman e sko stank he daoliou, beteg c’houeac’h pe seiz taol dioc’h-tu, an eil varlerc’h egile.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.95
Ar gwel eus ar gwad a atizas an holl ; ur youc’hadenn skiltrus a dregernas dre bevar c’horn bourk Plabenneg, ar bizhier a savas en aer, ar mein a gouezhas stank war Gorbet hag e soudarded.
Ar guel euz ar goad a atizaz an oll ; eur iouc’hadenn skiltruz a dregernaz dre bevar c’horn bourk Plabennec, ar bizier a zavaz enn ear, ar mein a gouezaz stank var Gorbet hag he zoudarded.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.263
War-dro teir eur hanter, e klevjomp, war-dro Berven, an tennoù o vont en-dro, ken stank ha ker start, ma kavas deomp edod oc’h en em gannañ.
Var dro teir heur-hanter, e klefchomp, var dro Berven, an tennou o vont enn dro, ken stank ha ker stard, ma kavaz d’eomp edor oc’h en em ganna.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.15
Tro-dro edo gwazed ha merc’hed gronnet stank-diniver en emstumm pedennerien.
Tro-dro edo gwazed ha merc’hed grounnet stank-diniver en emstumm pedennerien.
1923
Daveenn :
SKET
p.120
Gant ar "glaston" (pastez) en em liv ar re gentañ ; en em libistrañ a ra ar re-all gant bloneg gavr ha dourennoù diwar doareoù-irin a gaver stank en o c’hoadoù.
Gand ar "glaston" (pastez) en em liv ar re genta ; en em libistra a ra ar re-all gant bloneg gavr ha dourennou diwar doareou-irin a gaver stank en o c’hoadou (3).
1924
Daveenn :
SKET.II
p.69
Ar stroñsadennoù a zeuas da vezañ stankoc'h-stankañ ; war douaroù digompez e ruilhemp bremañ.
Ar stroñsadennou a zeuas da veza stankoc'h-stanka ; war douarou digompes, e ruilhemp bremañ.
1929
Daveenn :
SVBV
p11
stank
1931
Daveenn :
VALL
pg abondamment
dont stank
1931
Daveenn :
VALL
pg affluer
Yen e oa ; erc'h a gouezhe stank, hag ar c'herzhed a oa diaes war an douar skornet.
Yen e oa ; erc'h a goueze stank, hag ar c'herzed a oa diaes war an douar skornet.
1944
Daveenn :
EURW.1
p36
Kouezhañ a rae stank ar rebechoù, ar gourdrouzoù, ar c’hastizoù.
Koueza a rae stank ar rebechou, ar gourdrouzou, ar c’hastizou.
1944
Daveenn :
EURW.1
p.196
Dirak an iliz hag ar presbital e tremen Chouanted Lantivi, a-renkennadoù stank hag o kanañ.
Dirak an iliz hag ar presbital e tremen Chouanted Lantivi, a-renkennadou stank hag o kana.