Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

[1931] Termen a dalvez da bouezañ war ar fed ez eo bet graet an dra-mañ-tra en un doare fonnus, e kaver an dra-mañ-tra niverus, h.a. [1931] Mellet-stank, [1931] poblet-stank, [1931] stêriet-stank. Kontelezh Aled a oa c'hoazh koadet-stank diouzh tu ar c'hornôg. Ar c'herc'h n'int ket diwanet-stank. Ar gêr-se a oa poblet-stank gant tud deuet a bep tu. ES. dibaot, distank, rouez.

Skouerioù istorel : 
10
Kuzhat roll ar skouerioù

geotek-stank

1923
Daveenn : SKET p.177, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Couvert d’herbes épaisses".

Meneziek eo, koadet-stank ha leun a varmouzien hag a olifanted […].

1923
Daveenn : SKET p.18

C’hoazh e tezrevelle din ar sklav peger kaer, ha sioul, ha don ez oa koadoù e vro, peger sonn, ha tev, ha hir kefioù ar gwezennoù enno, pegen ledan, leun a veurded ha deliaouet-stank ar pennad-barroù anezho o krenañ hag o vouskanañ dindan flourad an avel.

1923
Daveenn : SKET p.48

Bez’ e oa a-dreuz d’ar gompezenn war-du ar sav-heol-hañv ur wenodenn kalemarc’het-stank ha ledan a-walc’h da reiñ tremen da zaou zen skoaz-ha-skoaz.

1923
Daveenn : SKET p.60

Du-mañ, du-hont, etre ar gwez, en em lede tachennoù digoad, pradoù geotet-stank, edegoù melen o c’hwezhañ warno an aezhenn-vor distan.

1923
Daveenn : SKET p.120

stank

1931
Daveenn : VALL pg boisé

melletat

1931
Daveenn : VALL pg articulé

pobletat

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXIII

stêriet-stank

1931
Daveenn : VALL pg arroser (pays arrosé par de nombreuses rivières)

stank

1931
Daveenn : VALL pg beaucoup

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial