Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. LOENON. (en e furm lies) [1732, 1850, 1927] Kevrennad loened bihan divellkeinek, rannet o c'horf e teir lodenn - penn, brusk, kof - c'hwec'h pav dezho-holl hag eskellek ar braz anezho. Treuzfurmadurioù an amprevaned, eus ar vi d'an imago, en ur dremen dre stad al larvenn hag an nimfenn. [1850] Kalz a amprevaned a gaver war-dro al lenn-se. & (en e furm unan) [1732] Un amprevan : unan eus al loened-se. II. BOAS 1. [1499, 1659, 1850, 1985] Loen bihan a denn mui pe vui d'un amprevan gwirion, evel ar c'hevnid, h.a. [1985] Rak an amprevaned all a ro dre vras peoc'h deoc'h keit ha ma vezit o kerzhet. 2. [1499, 1659, 1867, 1927] Loen a heuger ouzh e welet, lakaet alies da noazus gant an dud, evel an naeron, ar razhed, h.a. [1867] Piv a zesko d'an touseg, amprevan lous, hudur, / Bevañ hervez ar reizh, evel a ra ar fur, / Ha dibriñ hep kaout aon / Da vervel gant an naon ? An touseg, an amprevan lous-se. 3. Dre skeud., kunuj. (db. an dud) [1850, 1924, 1927, 1944] Den fall, noazus d'ar re all. [1850] Un amprevan eo, mar boe biskoazh ! Amprevan lous zo ac'hanout ! Kozh amprevan ! Hennezh zo un amprevan ! [1924] Chas gourlen ! loened lous ! amprevaned !… [1944] Ha va nized c’hoazh !… Gwelet em eus viltañsoù war an douar, mes biskoazh n’em eus graet anaoudegezh gant amprevaned evel ar re-mañ.

Skouerioù istorel : 
18
Kuzhat roll ar skouerioù

amprevan

1499
Daveenn : LVBCA p19 ('vermine')

amprevan

1499
Daveenn : LVBCA p19 ('vermine')

amprevan

1659
Daveenn : LDJM.1 pg vermine

amprevaned

1659
Daveenn : LDJM.1 pg vermine

amprevan

1732
Daveenn : GReg pg bestiole (insecte)

amprevaned

1732
Daveenn : GReg pg bestiole (insecte)

prevan

1850
Daveenn : GON.II pg amprévan (Insecte en général. Vermine. Bête venimeuse. Au figuré, un homme méchant, un scélérat, une méchante bête. De plus, une âme vile. on dit aussi "prévan", mais plus rarement).

Un amprevan eo, mar boe biskoazh.

1850
Daveenn : GON.II pg amprévan (C'est un scélérat, s'il en fût jamais).

Kalz a amprevaned a gaver war-dro al lenn-se.

1850
Daveenn : GON.II pg amprévan (On trouve beaucoup d'insectes autour de cet étang).

Kalz a amprevaned a gaver war-dro d'al lenn-se.

1850
Daveenn : GON.II pg amprévan (on trouve beaucoup d'insectes autour de cet étang).

amprevan

1850
Daveenn : GON.II pg amprévan (Insecte en général. Vermine. Bête venimeuse. Au figuré, un homme méchant, un scélérat, une méchante bête. De plus, une âme vile).

Piv a zesko d'an touseg, amprevan lous, hudur, / Bevañ hervez ar reizh, evel a ra ar fur, / Ha dibriñ hep kaout aon / Da vervel gant an naon ?

1867
Daveenn : MGK p.95

Buhez daou vugel o kriskiñ e pep dishualded e voe o hini, ouzh o flourañ bemdez aer c’hlan ar gouelec’h, e-kreiz ar c’hoadoù bras, an doureier diroll hag ar rec’hell, hep ken darempredadur nemet o mamm, al loened pevarzroadek, an evned hag an amprevaned.

1923
Daveenn : SKET p.39

Ervat o anavezomp : tantadoù a enaouent gant avaloù-pin ; gwrizioù ha louzaouennoù yec’hedus a glaskent ; bleunioù a gutuilhent d’o flezhenniñ e kurunennoù ha garlantezennoù ; ar bravañ amprevaned askellek a bakent ; krugelloù-merien a zispennent da gerc’hat vioù merien d’ar c’hilhog-gouez bras ha d’an evned all.

1923
Daveenn : SKET p.40

— Chas gourlen ! loened lous ! amprevaned !…

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1028 (Gouere-Eost 1924)

amprevan

1927
Daveenn : Geri.Ern pg amprevan (Insecte, vermine; bête venimeuse ou répugnante; canaille.)

Herri a hope er c’hraou, goude ma oant aet kuit : — « Biskoazh kemend-all ! biskoazh kemend-all ! Unan o reiñ al l[ê]renn d’ar yer, hag an hini all o sachañ hardi war lost va femoc’h !… Ha va nized c’hoazh !… Gwelet em eus viltañsoù war an douar, mes biskoazh n’em eus graet anaoudegezh gant amprevaned evel ar re-mañ.

1944
Daveenn : ATST p.131

Rak an amprevaned all a ro dre vras [dre-vras] peoc'h deoc'h keit ha ma vezit o kerzhet ; ar re-mañ, en enep, ne baouezont ket da droidellat en-dro deoc'h, goude ha ma'z afec'h d'ar red, dedennet ha ma vezont moarvat gant c'hwezh ar c'hwezenn : louzoù all ebet nemet hejañ dizehan en-dro d'ho penn ur barr deliaouek.

1985
Daveenn : DGBD p72

Notennoù studi

S.o. an termenoù "preñvan" ha preñv" a zo kar da "amprevan".

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial