Roue an dismantroù-se, a-hed ar sizhun, a oa Pepe gozh la Botella, un duardig sec'h ha kramennek, «anarquista » ha beg-chopin, bet skoet gant ar gras, ha troet da ever-dour war an diwezhadoù, pezh ne vire ket outañ da bec'hiñ, evel un Navarrad, ma oa.
Divec'hiet on koulskoude p'eo bet renket an traoù war an diwezhadoù.
Kaer 'm eus avat sellout ha digejañ, en ur heuliañ gant ma biz, ne zeuan ket a-benn da gompren... ha koulskoude eo galianeg ar yezh-se, ha galianeg eo ar yezh am eus desket - un tammig war an diwezhadoù, evel-just, evel-just, ken em bevez poan a-wechoù, ur vezh eo din en anzav, o fistilhat gant mammoù-kozh Poull-Kanapetos.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
diwezh-amzer