Mar ne vije ket aet da anaon va c’henskoliad karet ar Paotr Juluen, a-du ganin e vije bet moarvat war ar c’hraf-se, ha kerkoulz-all brezhonegerien vat am eus anavezet du-hont : Efflamm an Henoret, da skouer, ur barzh yaouank eus Plistin, lazhet er brezel eildiwezhañ, ha breur henañ person Kemper-Gwezhenneg, an Aotrou Lec’hvien, ur barzh ivez, kalonek ha tener, bet taget gant an droug-skevent kent na zeuas a-benn da beurziskouez e dalvoudegezh.
E-pad ar brezel eildiwezhañ e loc'has ar C'hleber d'abardaez noz eus Kiberen da vont da Vrest en ur ober an dro vras e tu all d'Enez Eusa, met biken [sic] ne zegouezhas dezhañ erruout du-hont, ha den, nag ofiser na martolod ne chomas bev da zisklêriañ penaos, pelec'h ha pegoulz ez eas va lestr kentañ d'ar strad.
Er bloaz eildiwezhañ, bloavezh ar « rhétorique », hervez ma veze graet diouti, kaer am boa strivañ da vont da bokat da'm mamm-gozh, diouzh ar c’hiz a rene er mare-se, n’hellan ket lemel troad a-ziwar al leur-c’hoari gant an alies ma veze huchet va anv : 1er Prix de Dissertation Française : Charles Trémel. 2e Prix de vers Latins : Jarl gaezh adarre [...].
Kent na tarzhas ar brezel eil-diwezhañ [eildiwezhañ] e oa war vegig pep tour er C’hremlin ur pikol erer daoubennek, met pell ’zo eo bet digludet alesont [aleshont] an evned alaouret-se hag adal ma stag da deñvalaat e lugern bremañ war an daouzek tour ken alies a steredenn ruz ha pep hini anezho brasoc’h c’hoazh eget an erered nijet kuit.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
eildommañ