Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
4
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V.k.e. 1. Aliañ ub. da chom hep ober udb. Dizaliañ ub. d'ober udb. & Ent krenn E zizaliet am boa. 2. Klask lakaat ub. da zistreiñ diwar e veno. Dizaliet e oa bet gant e dud da vont war ar vicher-se. [1954] Pa glevjont e voe bet pedet Combes da vleniañ gouel Renan, mont a reas d’e vete un toullad Aotrounez eus ar gostezenn enep na badent ket gant ar c’hoant dizaliañ ar fallakr-se da zont da Landreger. ES. aliañ.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

dizaliañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg dissuader

dizaliañ

1732
Daveenn : GReg pg dissuader

dizaliet

1732
Daveenn : GReg pg dissuader

C'hwi eo hoc'h eus va dizaliet da ober kement-se.

1850
Daveenn : GON.II pg dizalia (C'est vous qui m'avez dissuadé de faire cela).

dizaliañ

1850
Daveenn : GON.II pg diguzulia, dizalia (Dissuader, détourner quelqu'un, par ses conseils, de l'exécution d'un dessein).

dizaliet

1850
Daveenn : GON.II pg dizalia (Dissuader, détourner quelqu'un, par ses conseils, de l'exécution d'un dessein. Part.)

Job hen dizalias ; aon en doa na vije ar manac’h diskuliet gant un trubard bennak, rak neuze ar soudarded a vije deuet buan war o c’hiz hag her c’haset ganto evit her lakaat d’ar marv.

1877
Daveenn : EKG.I. p.51

E vamm intañvez en dizalias start, kement ha ken bihan, ma sentas outi ; mes ne oa ken e soñj gant al labour-douar ; uheloc'h en doe c'hoant da sevel.

1944
Daveenn : EURW.1 p11

Pa glevjont e voe bet pedet Combes da vleniañ gouel Renan, mont a reas d’e vete un toullad Aotro[u]nez eus ar gostezenn enep na badent ket gant ar c’hoant dizaliañ ar fallakr-se da zont da Landreger.

1954
Daveenn : VAZA p.56

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial