v.k.
I.
V.k.e.
1. [1659, 1732, 1850, 1867, 1878, 1924, 1927] Displegañ da ub. ar pezh zo mat dezhañ ober pe chom hep ober.
[1850] N'eo ket un den fur en deus aliet kement-se deoc'h. [1850] C'hwi eo hon alio.
[1867] 'Dal ma tavas, al laboused, skuizh-marv holl ouzh he c'hlevet, en em lakaas da fistilhañ, evel gwechall tud kêr Droja, pa deue Kasañdr d'o aliañ.
[1924] [A]liañ, kelenn, bleinañ a rae anezhañ.
2. (en tu gouzañv alies)
[1732, 1850, 1877, 2015] Aliañ ub. d'ober udb. : reiñ alioù dezhañ evit ma rafe an dra-se.
[1850] Hi eo he deus va aliet da lavarout an dra-se. [1850] Hoc'h aliañ a ran da vezañ furoc'h.
[1877] Klask a raen parañ va daoulagad war e re evit lavaret dezhañ, dre sin, e kaven mat ha kaer ar pezh a rae, hag ec’h alien anezhañ da genderc’hel.
[1878] Hag ec’h alie anezho da bellaat dioc’h an dud fall a rede ar vro [...].
[2015] Itron Anna, an itron Petropoulos he deus ma aliet da gomz ganit.
HS. kuzuliañ ; ES. dizaliañ .
II.
V.k.d.
ROUEZ
Aliañ da ub. ober udb. : reiñ alioù dezhañ evit ma rafe an dra-se.
[1732] Aliañ da ur re.
III.
V.g.
[1954] [...] ha kaer en devefe aliañ, arguziñ, pediñ pe vallozhiñ, lakaet am boa em spered ne drojen ket na zoken war ledander un ivin a-ziwar va roudenn.
'Dal ma tavas, al laboused, skuizh-marv holl ouzh he c'hlevet, en em lakaas da fistilhañ, evel gwechall tud kêr Droja, pa deue Kasañdr d'o aliañ. Ganto, gant ar re-mañ siwazh ! Hevelep tro a c'hoarvezas. Nouspet labous a voe paket, lod kaouedet, lod all krouget.
Dal ma tavas, al laboused, skuiz-maro holl oc'h he c'hlevet, en em lakaz da fistilla, evel gwechall tud kear Droja, pa deue Kasandr d'ho alia. Gant-ho, gant ar re-man siouaz ! Hevelep tro a c'hoarvezaz. N'ousped labous a voe paket, lod kaouedet, lod all krouget.
1867
Daveenn :
MGK
p.16
Hiriv en deiz, kerkoulz war ar maez evel e kêr, pa welfet un den mezv, astennet gant e gorfad war an hent, skoit war e skoaz, savit-hen en e sav, aliit anezhañ da lavaret : « Bevet ar Roue ! » hag e welfet anezhañ o treiñ e benn en ur grial : « Bevet ar Republik ! »
Herrio enn deiz, kerkouls var ar meaz evel e kear, pa velfot eun den mezo, astennet gand he gorfat var an hent, skoit var he skoaz, savit-hen en he za, aliit anezhan da lavaret : « Bevet ar Roue ! » hag e velfot anezhan o trei he benn en eur grial : « Bevet ar Republik ! »
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.205
An diaoul, n’eus nemet trubarderezh ha korvigell en e gorf, a alias anezho da skeiñ da gentañ war ar penn, rak pa vez torret ar penn, e vez marv ar c’horf ; pa vez troc’het gwrizioù ar wezenn, ar skourroù ne zaleont ket da zisec’hañ.
An diaoul, n’euz nemed trubarderez ha korvigell en he gorf, a aliaz anezho da skei da genta var ar penn, rak pa vez torret ar penn, e vez maro ar c’horf ; pa vez trouc’het grisiou ar vezen, ar skourrou ne zaleont ket da zizec’ha.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.7
Evelato, a-raok mont da vat dezhañ, a-raok terriñ outañ e benn, e kuzuilhjont anezhañ dre ar son a zo amañ war-lerc’h evit lavaret dezhañ diwall, evit lavaret dezhañ pegen trubard e oa bet e keñver e Zoue, peger kriz e-keñver e nesañ, hag evit hen aliañ da zistreiñ war an hent mat.
Evelato, araok mont da-vad d’ezhan, araok terri outhan he benn, e kuzuillchont anezhan dre ar zoun a zo aman varlerc’h evit lavaret d’ezhan diouall, evit lavaret d’ezhan pegen trubard oa bet e kenver he Zoue, peger kriz e kenver he nesa, hag evit hen alia da zistrei var an hent mad.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.102
Kement den a zo e karg a dle dont d’ar gouel a reomp e Lesneven ; aliañ a reomp ivez an holl da zont, kerkoulz an hini koz hag an hini yaouank, kerkoulz ar merc’hed hag ar gwazed, kerkoulz ar paour hag ar pinvidik.
Kement den a zo e karg a dle dont d’ar gouel a reomp e Lesneven ; alia a reomp ive an oll da zont, kerkouls an hini koz hag an hini iaouank, kerkouls ar merc’hed hag ar goazed, kerkouls ar paour hag ar pinvidik.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.176
Klask a raen parañ va daoulagad war e re evit lavaret dezhañ, dre sin, e kaven mat ha kaer ar pezh a rae, hag ec’h alien anezhañ da genderc’hel.
Klask a rean para va daoulagad var he re evit lavaret d’ezhan, dre zin, e kaven mad ha kaer ar pez a rea, hag ec’h alien anezhan da genderc’hel.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.186
N’oa ket a-walc’h c’hoazh kement-se : bemdez, goude merenn, e testume ar vugale a-dro-war-dro en he c’hambr, hag eno e teske dezho o fedennoù, e rae dezho katekiz hag ec’h alie anezho da bellaat dioc’h an dud fall a rede ar vro en ur brezeg a-enep ar veleien hag a-enep relijion Jezuz-Krist.
N’oa ket avoalac’h c’hoaz kement-se : bemdez, goude mern, e testume ar vugale a dro-var-dro enn he c’hampr, hag eno e teske d’ezho ho fedennou, e rea d’ezho katekiz hag ec’h alie anezho da bellaat dioc’h an dud fall a rede ar vro en eur brezek a enep ar veleien hag a enep relijion Jesus-Christ.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.178
— Ni a raio eveldoc’h, eme ur vandenn dud yaouank. — Ne fell ket din hoc’h aliañ re, rak gouzout a ran e vezo poan. Aliesoc’h marteze e rankimp kousket er-maez, e-touez al lann, eget en un ti, etre div liñser.
— Ni a raio eveldoc’h, eme eur vandenn dud iaouank. — Ne fell ket dign oc’h alia re, rak gouzout a ran e vezo poan. Aliesoc’h marteze e rankimp kousket er meaz, etouez al lann, eget enn eun ti, etre diou linser.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.6-7
— Nann, n’hoc’h eus ket a c’hoant da vont e-mesk tud hag a ra kement a draoù fall ; abalamour da-se e talc’han ac’hanoc’h ganen, mes ne chomo nemedoc’h ; ar re all a alian da zistreiñ fenoz pep hini d’e gêr.
— Nann, n’oc’h euz ket a c’hoant da vont e mesk tud hag a ra kement a draou fall ; abalamour da-ze e talc’han ac’hanoc’h ganen, mez ne jomo nemedoc’h ; ar re-all a alian da zistrei fenoz pep hini d’he gear.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.7
Daga a derme, ha Derkeia, ar yaouankañ, hec’h alie ma serrje an nor oc’h adprennañ warni ha ma lavarje d’an tri estren dont en-dro pa vije deiz.
Daga a derme, ha Derkeia, ar yaouanka, hec’h alie ma serrje an nor oc’h adprenna warni ha ma lavarje d’an tri estren dont en-dro pa vije deiz.
1923
Daveenn :
SKET
p.102
Ar c’hure ivez, abaoe, pa gave ar paotr war an torrod o vesa saout ha deñved e amezegez, pe o c’hoari gant e vreur hag e c’hoarezed, a chome gantañ da gaozeal : aliañ, kelenn, bleinañ a rae anezhañ.
Ar c’hure ive, abaoe, pa gave ar pôtr war an torrod o vesa saoud ha denved e amezegez, pe o c’hoari gant e vreur hag e c’hoarezed, a jome gantan da gôzeal : alia, kelenn, bleina a rê anean.
Eeunet e voe gant Brigia diwar-benn ober ar soc’h ha Tritios e alias war gilviziañ, kuñvaat ha frammañ al lazh, ar paler hag ar yev.
Eeunet e voe gant Brigia diwar-benn ober ar souc’h ha Tritios e alias war gilvizia, kunvaat ha framma al laz, ar paler hag ar yeo.
1924
Daveenn :
SKET.II
p.23
An amezeien, aketus eus glac’har hag enkrez an intañvez, a deue d’he c’hlemm, d’he c’huzuliañ, d’he aliañ.
An amezeien, aketus eus glac’har hag enkrez an intanvez, a deue d’he c’hlemm, d’he c’huzulia, d’he alia.
1924
Daveenn :
BILZ1
Niv. 37, p.813 (Genver 1924)
aliañ
alia
1927
Daveenn :
GERI.Ern
pg alia (conseiller)
Kent dispartiañ, Yann Ar Fusteg ha Gwilh Ar C'horfeg a alias e vije dereat treiñ anv an « Union Régionaliste » e brezhoneg.
Kent dispartia, Yann ar Fusteg ha Gwilh ar C'horfeg a alias e vije dereat trei ano an « Union Régionaliste » e brezoneg.
1944
Daveenn :
EURW.1
p69
Evit dont gwelloc'h a-benn eus e daol, Vallée en doa aliet ur mignon bennak dezhañ a Vro-Dreger da skrivañ d'an Aotrou Delangle da waskañ war e du.
Evit dont gwelloc'h a benn eus e daol, Vallée en doa aliet eur mignon bennak d'ezañ a Vro Dreger da skriva d'an Aotrou Delangle da waska war e du.
1944
Daveenn :
EURW.1
p57
Engortoz e oan pell ’oa da glevout kement-mañ, ha ken pell all am boa graet va meno da stourm ouzh n’eus forzh piv a grogje gant ar gaoz-se, ha kaer en devefe aliañ, arguziñ, pediñ pe vallozhiñ, lakaet am boa em spered ne drojen ket na zoken war ledander un ivin a-ziwar va roudenn.
En gortoz e oan pell ’oa da glevout kement-mañ, ha ken pell all am boa graet va meno da stourm ouzh n’eus forzh piv a grogje gant ar gaoz-se, ha kaer en devefe aliañ, arguziñ, pediñ pe vallozhiñ, lakaet am boa em spered ne drojen ket na zoken war ledander un ivin a-ziwar va roudenn.
1954
Daveenn :
VAZA
p.65
Aliet ’ oan bet da zeskiñ ur vojenn gant La Fontaine, ha displegañ a ris eus va gwellañ Ar gounideg hag e vugale.
1954
Daveenn :
VAZA
p.70
Teurvezout a reas va rener da zont [sic] chom ur pennadig da zivizout ganin, ha pa glevas am boa studiet e kloerdi Landreger, e voen aliet gantañ da gregiñ ar buanañ gwellañ gant ar [c'h]ensonerezh : « Diganin, emezañ, ho po al levrioù hoc’h eus ezhomm diouto, ho kenteliañ a rin ha reizhañ a rin ho poelladennoù evit netra [...] ».
Teurvezout a reas va rener da zont [sic] chom ur pennadig da zivizout ganin, ha pa glevas am boa studiet e kloerdi Landreger, e voen aliet gantañ da gregiñ ar buanañ gwellañ gant ar gensonerezh : « Diganin, emezañ, ho po al levrioù hoc’h eus ezhomm diouto, ho kentenliañ [sic] a rin ha reizhañ a rin ho poelladennoù evit netra.
1954
Daveenn :
VAZA
p.81
Itron Anna, an itron Petropoulos he deus ma aliet da gomz ganit.