Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. N'eo ket dañjerus. Ar mengleuzioù-se n'int ket dizañjer. Dizañjer-meurbet eo kouronkañ eno. 2. Bezañ dizañjer da ober udb. : na vezañ risklet da ober udb. Ar skudelloù-se zo dizañjer da derriñ. HS. diarvar, diriskl. 3. Trl. [1985] Bezañ dizañjer : bezañ e-maez a zañjer. [1985] Dizañjer emeur er c'hoadoù meur. 4. Dre fent, amzere (db. ar baotred) Na c'hall ket e galc'h sonnañ.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

Kaer ez eus lavarout emeur ken dizañjer er c'hoadoù-meur digenvez ha m'emeur en hor broioù europat, ar gwalleur a c'hell c'hoarvezout pa c'hortozer an nebeutañ : bezañ flastret gant ur wezenn o kouezhañ, pe hen bezañ gant ur c'harr-tan war an hent-bras a zo kendalvoud sur-a-walc'h !

1985
Daveenn : DGBD p112

N'heller ket e dizhout ken, diaes e vo skarzhañ anezhañ dizañjer [...].

2015
Daveenn : DISENT p97

Er-maez en em stleje difonn un tren leun-chouk a dud, ha dre ar prenester e selle beajourien ar bannlevioù outi er c'hombod, dichek, o c'houzout mat e oa dizañjer dezho en ober.

2023
Daveenn : DREAM p. 67

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial