Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Pezh a c'hall noazout groñs da surentez pe da vuhez ar boudoù pe an traoù. Amañ ez eus dañjer ! Dañjer a oa da lakaat ar jav da derriñ e c'har. & E, EN DAÑJER (A, DA) : e riskl. Edont en dañjer a glañvaat. Bezañ e dañjer da vervel. & ER-MAEZ A ZAÑJER : e savete. & BEZAÑ DAÑJER DA UB. : bezañ riskl. Eno n'eus ket dañjer dezho da gouezhañ. & (impl. da anv unan) N'eus dañjer ebet ! Chom pell diouzh dañjerioù ar straed. HS. argoll, arvar, riskl.

Skouerioù istorel : 
21
Kuzhat roll ar skouerioù

Sin ar C'hristen eo sin ar Groaz hag a zle da ober pa sev [sav] ha pan a da gousket, pan a er-maez a'n ti, pan antre en Iliz, pand eo kestion a zibriñ, nag a evañ, pan komañser pidiñ Doue hag en komañsamant hon holl euvroù, pan en em gaver en un nesesite bennak, dañjer pe temptasion : o kas an dorn dehoù d'an tal, en ur lavaret : In nomine Patris; goude d'ar c'hof, en ur lavaret : Et filii; ha goude d'ar skoaz kleiz, hag er fin en hini dehoù, en ur lavaret : Et Spiritu Sancti, Amen.

1622
Daveenn : Do. p56

Vertuzioù an Agnus Dei. / Ez chas brun an c'hurunoù [ec'h argas strak ar gurun], / Ez efas naet ar pec'hedoù, / Ez vir ouzh an tan pep manier, / Skaf ha lestr a cheñch [a sach] a zañjer, / Ez vir [e] pep tu ouzh marv subit, / Droukspered kre a chas kuit, / Ez spont sklaer an adverserien, / Ez rent soulas d'an wreg vrazez, / O tont da c'henel en gwel spes, / Ez ro grasoù, ez vir ouzh [drouk]chañs, / Pa en zouger gant reverañs. / A vent, nepred, na doutet pas, / ken din eo an bihan hag an braz.

1622
Daveenn : Do. p58

Erfin, en e bedan e plijo gantañ ma freservi ha ma miret an noz-se ouzh pep dañjer ha droukfortun, ha goude e lavaran Pater noster hag Ave Maria, hag en em rekomandan da'm ael mat ha da'm fatron ha d'an sent all ha santezed a'n Baradoz.

1622
Daveenn : Do. p52

M. Peur e tleer e ober-eñ [sin ar groaz] ? D. Diouzh ar mintin pan saver, diouzh an noz pan aer da gousket, pan antreer en Iliz, goude kemeret dour benniget, pan komañser pediñ Doue, pan kemerer ar refeksion, e komañsamant hon euvroù, ha pan en em gaver en un dañjer bennak, aotramant seziet gant un aon pe ur spont.

1622
Daveenn : Do. p8

dañjer

1659
Daveenn : LDJM.1 pg danger

Erfin er pedan ma plijo gantañ ma frezervi ha ma miret en noz-se a bep dañjer ha drougeur : ha goude-se e lavaran ar Bater hag an Ave, hag en em rekomandan da ma ael mat, da'm fatrom ha da sent ha santezed ar baradoz.

1677
Daveenn : Do. p53

dañjer

1732
Daveenn : GReg pg danger (peril, risque)

dañjerioù

1732
Daveenn : GReg pg danger (peril, risque)

bezañ eo bet e dañjer da vervel

1732
Daveenn : GReg pg (il a été en) danger (de mourir)

dañjer a zo, penaos, na

1732
Daveenn : GReg pg (il y a) danger (que)

en em lakaat e dañjer da, e pirilh, e tailh da

1732
Daveenn : GReg pg (se mettre en) danger (de)

emañ er-maez a zañjer, a birilh

1732
Daveenn : GReg pg (il est hors de) danger

En meur a zañjer ez eo en em gavet.

1732
Daveenn : GReg pg hazard (Il a couru bien des hazards.)

bezañ e dañjer da vezañ hejet

1732
Daveenn : GReg pg fortune (Courir fortune d'être pendu.)

em lakaat e dañjer da

1732
Daveenn : GReg pg (se) commettre (se mettre en hazard de)

bezañ e dañjer da vervel

1732
Daveenn : GReg pg courir (le hazard de perdre la vie)

dañjer

1732
Daveenn : GReg pg danger (peril, risque), hazard (peril, risque)

dañjerioù

1732
Daveenn : GReg pg danger (peril, risque), hazard (peril, risque, p.)

Sellet pizh, raksoñjal ha mont war-zu an dañjer a-raok na zegouezhfe war ar stourmerien : setu perzhioù pouezus e vicher [hini ar peacekeeper].

2015
Daveenn : DISENT p110

Chom a ra dañjerioù abalamour d'an dud : ar reoù-se eo ar reoù diaesañ da rakwelet.

2015
Daveenn : DISENT p103

An dañjerioù a c'hallfe bezañ evit a sell ouzh surentez ar stourmerien, an dud a vo war al lec'h koulz hag an enebourien -n'eus ket anv da lakaat hini pe hini en arvar- abalamour da draoù lemm a vefe aze, d'an torosennadur digompez, da draoù zo a vefe gwall dener, d'ar fed e vefe prenester pe un islonk bennak nepell alese...

2015
Daveenn : DISENT p75

Ofis publik ar brezhoneg