Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
8
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Meizad diazez a dalvez da zisplegañ bezañs ar bed, an hollved, hag a daolenner dindan stumm ur boud, zo un hinienn anezhañ, gant doareoù liesseurt hervez ar c'hredennoù, ar relijionoù. II. (er relijionoù zo ar Bibl unan eus o diazezoù ; gant ur bennlizherenn-dal, hep furm lies) A. DOUE : boud speredel uhelañ, krouer nemetañ an hollved. Doue krouer ar bed. Anvioù all a roer da Zoue hervez ar relijionoù : Allah, Yahweh. Brec'h c'halloudus an Aotrou Doue. • Rouantelezh Doue, baradoz an Aotrou Doue. Ti an Aotrou Doue : an iliz. Devezh an Aotrou Doue : ar Sul. • Buanegezh, c'hoant, justis, kounnar, youl Doue. Ger, komz, komzoù, gourc'hemennoù, lezenn Doue, urzhioù an Aotrou Doue. • Aspediñ, azeuliñ, meuliñ, pediñ Doue. Sentiñ ouzh Doue, servijañ an Aotrou Doue. Dougen, kanañ meuleudi da Zoue. Krediñ e Doue. Koll ar feiz e Doue. & Trl. (er relijion gatolik) Doue an tad. Mab Doue : Jezuz-Krist. Mamm Doue : ar Werc'hez. Kannad Doue : an ael mat. B. Trl. 1. PEMDEZ, dre fent Emañ an Aotrou Doue o c'hoari bouloù : troienn a zistager pa vez kurun. & N'emañ ket an Aotrou Doue er gêr : troienn a lavarer pa vez fall an amzer. & Bezañ heñvel ouzh Doue Pleuveur, bezañ mantret, trist evel Doue Pleuveur : bezañ trist-kenañ. & Bezañ koant evel un ael Doue : bezañ koant-kenañ. & Lavaret udb. etre Doue hag eñ : ennañ e-unan. & Ober udb. evit ur bennozh Doue : evit netra, hep gortoz tra en eskemm. 2. Termen a reer gantañ en troiennoù hetin pe drugarekaat, evit aspediñ ub. En anv Doue... : me ho ped. En anv Doue, arabat deoc'h brudañ an traoù-se war ma lerc'h. & A-drugarez Doue : eüruzamant. A-drugarez Doue e oa tomm an ti. & Plijet gant Doue : gant ma fello da Zoue. Plijet gant Doue na vo ket re denn an abadenn. & DOUE RA (+ V. EN AMZER DA ZONT), DOUE DA (+ V. EN AMZER DA ZONT) : troiennoù a reer ganto evit hetiñ e rafe Doue udb. pe evit e bediñ d'ober udb. Doue r'ho pennigo holl, bras ha bihan ! Doue ra viro ne c'hoarvezfe morse an dra-se. C. Tr. estl. Doue d'ho pennigo ! Doue d'ho miro ! Doue d'ho kendalc'ho ! Kit gant bennozh Doue ! Bennozh Doue warnoc'h ! : troiennoù a reer ganto dre sevended evit saludin ub. pe evit kimiadiñ dioutañ dh. & Doue d'e bardono ! Bennozh Doue war e anv : troienn a zistager dre sevended pa reer anv eus ub. aet d'an Anaon. & Nann, en anv Doue ! & [1960] BENNOZH DOUE ! : trugarez. Lavaret bennozh Doue da ub. Kant bennozh Doue deoc'h. & Doue ra viro ! : da hetiñ na c'hoarvezo ket an dra-mañ-tra. & Doue a oar, Doue er goar : a lavarer pa c'hoarvez un dra digomprenus d'an den. D. Estl. Doue ! Ma Doue ! Jezuz, ma Doue ! Ma Doue benniget ! Ma Doue ivez 'ta ! Feiz d'an Doue ! Salver Doue ! Salver Jezuz 'ta ma Doue ! Traoù Doue ! Gwa Doue ! : gwazh a-se. 2. Touadell a zistager diwar un taol imor. Mallozh Doue ! Mallozh ene Doue ! Mil mallozh ma Doue ! III. (gant ul lizherenn-dal vihan ; er relijionoù all) A. (ls. -ed, -où) Boud dreistnatur a ren war tonkadur an dud, an anadennoù naturel, h.a. Meurzh, doue ar brezel evit ar Romaned. An doueez kelt Berc'hed. An doueed hag an harozed. Un hanter zoue : hanter doue, hanter den e relijion Gresianed an Henamzer. B. (ls. -où) Skeudennadur un doue. Diskaret e voe an doueoù kozh gant ar gristenien. Benañ doueoù mein.

Skouerioù istorel : 
363
Kuzhat roll ar skouerioù

Henri Boseg a lavar, mar kar Doe, me am bezo avantur vat ha karzr

1331
Daveenn : ABER niv. 69, p305

benneget ha meulet da vezo Doe

1371
Daveenn : ABER niv. 69, p315

me gred bepred en Doe an tad

1456
Daveenn : ISYK.I p108

mar kar Doe

1477
Daveenn : BRPC p380 (ger-ardamez ar familh Chastel, "s'il plaist à Dieu")

Bennoezh Doe a bedan war enev brezr Stefan

1480
Daveenn : PHBR Diell niverelaet

doe an ifern

1499
Daveenn : LVBCA p64, 100 (pluto le dieu d-enffer)

Doe an neñvoù hollc'hallouedus

1499
Daveenn : LVBCA p22, 64, 99, 150 (dieu des cieulx tout puissant)

doe an douar

1499
Daveenn : LVBCA p20, 64 (le dieu de la terre)

Doe da'z salvo

1499
Daveenn : LVBCA p30, 49, 64, 179, 204 (dieu te salut)

doe ar vell [= emgann]

1499
Daveenn : LVBCA p21, 34, 64 (dieu de la bataille)

doe ar porzhoù

1499
Daveenn : LVBCA p22, 64, 167 (le dieu des portes)

doe ar mor

1499
Daveenn : LVBCA p22, 64, 147 (dieu de la mer)

doe ar vugale

1499
Daveenn : LVBCA p21, 44, 64 (dieux des pasteurs)

doe ar gwin

1499
Daveenn : LVBCA p22, 64, 92 (le dieu du vin)

doue

1499
Daveenn : GAVH p17

doeoù privet

1499
Daveenn : LVBCA p64, 170 (dieux priuez)

doeoù

1499
Daveenn : LVBCA p64

En enor da Doe hon kroeas - da sant Tremeur, da sant Weltaz - ez e voe fontet an chapel-mañ - an Sul ken[t] fest an Spered Glan - ouzit bremañ an dat dre gont - mil pemp-kant eizh bloaz ha tregont

1538
Daveenn : GReg Enskrivadur war Chapel s. Tremeur e Kledenn-ar-C'hab

AN Levr-mañ damani da bep heni rial, A gomps a bevar fin, anterin terminal : Pere da bobl ar bed, zo ordrenet detal : / Gant Doe roue'r bed seder, ha krouer jeneral

1575
Daveenn : M. p36

En hanv a'n Tad, ha'n Mab abred, / Roue ha krouer, ha'n Glan Spered [;] / Un Doe anavet drez kredan [dre a gredan]/ Pere en personoù kaougant, / Zo tri fier ha diferant / Ha se prezant a asantan

1575
Daveenn : M. p34

Pan ententas ar werc'hez ar c'hombat ay oa eminant dezhi, hi 'n em rekomandas en holl d'an aotroù Doue.

1576
Daveenn : Cath p12

Ha hi [Katell], monet hardizh gant un c'houraj mat bede an impalazr en ur lavaret dezhañ [ : «]Da zignite a urzh hag da ofis a zeskouez penaos hervez rezon ez tleez bezañ saludet ha gwraet enor dit, ma'z vete a aznavfe krouer an neñv [hag] an douar, hag a revok[f]e da afeksion diouzh an doueoù[. »]

1576
Daveenn : Cath p6

6. Pan he devoe disputet kalz doktamant ar mister a'n inkarnation a vab Doue, Kezar a voe meurbet ebaiset, ha ne c'halle ket respont dezhi[.]

1576
Daveenn : Cath p8

[«]Ha neuze pa ez vezo aznavezet dre c'hras Doue ar C'hrouer, da vezañ soveren d'an holl draezoù, ha ne ve ket posipl kavout dezhañ heñvel, neuze azeul-eñ ha glorifi-eñ, rak hennezh eo Doue an holl doueoù hag Aotrou an holl aotrounez.[»]

1576
Daveenn : Cath p7-8

[«] Hag an holl doueoù-se, pere a enorez na c'hellont sikour na te na neb o fed, am eus an holl disprizet[. »]

1576
Daveenn : Cath p9

M. Ha ni a c'hell ac'hanomp hon-unan evitañ ar pec'hed hag ober an euvroù mat pere hon eus lavaret diaraok ? D. Ne c'hallomp ket hep ar sikour hag ar gras a Zoue.

1622
Daveenn : Do. p38

M. Pe dre moienoù etre ar re all 'rekeromp-ni gras Doue ? D. Dre ur c'hustum hag un uzaj mat, hag o resev dignamant sakramantoù an Iliz.

1622
Daveenn : Do. p38

M. Petra eo pec'hed ? D. Kement a lavarer, kement a zezirer, pe kement a reer a-enep an lezenn ha volontez Doue.

1622
Daveenn : Do. p34

M. Nag ar pec'hed veniel, peseurt droug a zegas-eñ deomp-ni ? D. Ne ra ket deomp koll ar c'hras, na veritañ an ifern, hogen hon yenaat a ra en karantez hag en servij Doue ha meritoù eus ar poanioù temporel hag hor c'hondu da bec'hed marvel.

1622
Daveenn : Do. p36

tremen an amzer o pediñ Doue

1659
Daveenn : LDJM.1 pg passer (le temps a prier)

e-keñver Doue

1659
Daveenn : LDJM.1 pg e quêver (Doue)

ha me gar Doue ?

1659
Daveenn : LDJM.1 pg a (me gar Doue ?)

a bep karantez Doue

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (a) bep (carentez Doue)

hervez Doue

1659
Daveenn : LDJM.1 pg heruez (Doue)

un Doue

1659
Daveenn : LDJM.1 pg vn (Dieu)

ne c'hallan ket miret na ofañsañ doue

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (ie ne sçaurois me) tenir que ie n'offence Dieu

plij gant Doue e vize deut

1659
Daveenn : LDJM.1 pg pleust (a Dieu e vise deut)

a-drugarez Doue

1659
Daveenn : LDJM.1 pg graces (a Dieu), Dieu mercy

kaout digant Doue

1659
Daveenn : LDJM.1 pg impetrer (de Dieu)

eus a-gevrenn Doue

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (de la) part (de Dieu)

a-berzh Doue

1659
Daveenn : LDJM.1 pg de (la part de Dieu), A bers (Doue)

doue

1659
Daveenn : LDJM.1 pg Dieu

e-keñver Doue

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (e) quêver (Doue)

abalamour da Zoue, evit Doue

1659
Daveenn : LDJM.1 pg [a] cause [que]

kent e varvo evit ofañsiñ Doue

1659
Daveenn : LDJM.1 pg quent (e varvo euit offanci Doue)

20. D'ar fin, pa rentin va ene, / da'm Aotrou JEZUZ, ma Doue, / Grit din pignat d'ar baradoz, / Da veuliñ Doue da james.

1677
Daveenn : Do. p70

M. Peur e renker e [sin ar groaz] ober ? D. Diouzh ar mintin pa saver, diouzh an noz pa ez eer da gousket, pa antreer en iliz, goude bezañ kemeret dour binniget, pa gomañser da bidiñ Doue, pa gemerer ar refeksion, e komañsamant hon euvroù, ha pa en em gever en un dañjer bennak, peotramant seziet / gant un aon pe ur spont bennak.

1677
Daveenn : Do. p9

me gred ez eo mab da Zoue an Tad hollc'halloudek ker gouiziek ha ker mat hag an tad

1677
Daveenn : Do. p15

techet d'al leoù-Doue

1699
Daveenn : Har. pg da, doue, le, techet (enclin aux juremens)

en hanv da Zoue

1732
Daveenn : GReg pg amour (Pour l'amour de Dieu.)

en hanv Doue

1732
Daveenn : GReg pg amour (Pour l'amour de Dieu.)

en em lakaat etre daouarn Doue

1732
Daveenn : GReg pg abandonner

an aotrou Doue

1732
Daveenn : GReg pg (le seignieur) Dieu

abuziñ eus a basianted Doue, eus ar sakramantoù

1732
Daveenn : GReg pg abuser

An Ao. Doue en deus disklêriet er skritur sakr ne dremenze ket an den an oad a c'whec'h-ugent vloaz.

1732
Daveenn : GReg pg âge (L'âge de l'homme a été borné à 120. ans ; en la genese Chap.3. v.6.)

Aotrou Doue, Doue kozh

1732
Daveenn : GReg pg ancien

aiou Doue

1732
Daveenn : GReg pg ahi, aye (ay, interjection)

azeuliñ ar gwir Doue pe an idoloù

1732
Daveenn : GReg pg adorer

bezañ abandonet gant Doue

1732
Daveenn : GReg pg abandonner

bloavezh mat deoc'h digant Doue

1732
Daveenn : GReg pg année

boed ha gwin an Doueed, en eñvoù

1732
Daveenn : GReg pg ambrosie

karantez e-keñver Doue

1732
Daveenn : GReg pg amour

karantez Doue evidomp

1732
Daveenn : GReg pg amour

Doue a c'houlenn digant ar pec'her gwellidigezh a vuhez ha nompas e gollidigezh

1732
Daveenn : GReg pg amandement

Doue a-raok

1732
Daveenn : GReg pg aidant

Doue kozh

1732
Daveenn : GReg pg ancien

dre bep karantez a Zoue

1732
Daveenn : GReg pg amour, (par) charité (divine), (au nom de) Dieu

dre vilitoù Jezus K. ez omp graet bugale da Zoue; hon eus gwir war rouantelezh an eñv

1732
Daveenn : GReg pg adopter

eürus mil ha mil gwech ar c'hof en deus bet douget mab Doue hag ar poull-galon pehini en deus e vaget

1732
Daveenn : GReg pg alaiter

evit karet Doue

1732
Daveenn : GReg pg afin

evit Doue

1732
Daveenn : GReg pg amour

gant gras Doue

1732
Daveenn : GReg pg aidant

gant pep karantez a Zoue

1732
Daveenn : GReg pg affection

gant sikour Doue

1732
Daveenn : GReg pg aidant

gras Doue

1732
Daveenn : GReg pg abondamment, abondance

lakaat e holl fiziañs e Doue

1732
Daveenn : GReg pg abandonner

ma n'en deveze ket bet pec'hed hon tad kentañ Adam, mab Doue n'en deveze ket marteze en em c'hraet de

1732
Daveenn : GReg pg actuellement

mar plij gant Doue

1732
Daveenn : GReg pg aidant, Dieu (aidant)

meulit Doue

1732
Daveenn : GReg pg alleluya

ober aktuioù a garantez Doue

1732
Daveenn : GReg pg acte

plijet gant Doue ez aen

1732
Daveenn : GReg pg aller

ret eo adoriñ Doue

1732
Daveenn : GReg pg adorer

un Doue hepken a zo

1732
Daveenn : GReg pg a

eurvad, deoc'h digant Doue

1732
Daveenn : GReg pg (je vous souhaite toutes sortes de) bonheur(s)

chañs vat, deoc'h digant Doue

1732
Daveenn : GReg pg (je vous souhaite toutes sortes de) bonheur(s)

pep eurded a reketan deoc'h digant Doue

1732
Daveenn : GReg pg (je vous souhaite toutes sortes de) bonheur(s)

noz vat deoc'h digant Doue, Aotrou

1732
Daveenn : GReg pg bon-soir (je vous donne le bonsoir, Monsieur)

kontragn ur re da gaout pasianted Doue

1732
Daveenn : GReg pg (pousser la patience de quelqu'un à) bout

Doue en deus astennet e vrec'h war ar reuzeudig-se

1732
Daveenn : GReg pg bras (de Dieu s'est appésanti sur ce criminel)

en em deurel entre divrec'h an Aotrou Doue

1732
Daveenn : GReg pg (se jetter entre les) bras de la misericorde de Dieu)

en em daolet entre divrec'h an Aotrou Doue

1732
Daveenn : GReg pg (se jetter entre les) bras de la misericorde de Dieu)

em lakaat dindan trugarez an aotrou Doue

1732
Daveenn : GReg pg (se jetter entre les) bras de la misericorde de Dieu)

em lakaet dindan trugarez an aotrou Doue

1732
Daveenn : GReg pg (se jetter entre les) bras de la misericorde de Dieu)

deut eo Doue d'hor gwelet

1732
Daveenn : GReg pg (les habitants de l(Ile-Sein, sur le bord du Rat d'Audierne, qui sont assez pauvres, disent quand il y a quelque) bris (à leur côte, que Dieu les visite)

deut eo gras Doue davedomp

1732
Daveenn : GReg pg (les habitants de l(Ile-Sein, sur le bord du Rat d'Audierne, qui sont assez pauvres, disent quand il y a quelque) bris (à leur côte, que Dieu les visite)

Doue a zo ar penn, hag ar pennkaoz, a bep tra

1732
Daveenn : GReg pg (Dieu est la première de toutes choses, la) cause (des causes)

palamour da Zoue

1732
Daveenn : GReg pg (a) cause (de Dieu, pour l'amour de Dieu)

abalamour da Zoue

1732
Daveenn : GReg pg amour, (a) cause (de Dieu, pour l'amour de Dieu), (au nom de) Dieu

evit Doue

1732
Daveenn : GReg pg (a) cause (de Dieu, pour l'amour de Dieu)

Doue ra 'z aotreo deoc'h ar c'hant doubl er bed-mañ, hag ar gwenvidigezh er bed-hont

1732
Daveenn : GReg pg (Dieu vous donne le) centuple (en ce monde, & la vie éternelle en l'autre)

digant Doue e reketan deoc'h kant kemend-all war an douar, hag ar baradoz goude ho marv

1732
Daveenn : GReg pg (Dieu vous donne le) centuple (en ce monde, & la vie éternelle en l'autre)

rentit eta da Sezar ar pezh a aparchant outañ, ha da Zoue ar pezh a zo dleet dezhañ

1732
Daveenn : GReg pg (rendez donc à) Cesar (ce qui appartient à Cesar, & à Dieu, ce qui est dû à Dieu)

rentit eta d'an hentez ar pezh a aparchant outañ, ha da Zoue ar pezh a zo dleet dezhañ

1732
Daveenn : GReg pg (rendez donc à) Cesar (ce qui appartient à Cesar, & à Dieu, ce qui est dû à Dieu)

ar vertuz a garantez hon oblij da garet Doue a-greiz hon c'halon, hag hon nesañ evel hon-unan

1732
Daveenn : GReg pg (la) charité (consiste à aimer Dieu de tout son coeur, & à aimer son prochain comme soi-même)

Doue a vadelezh ! Doue a bep madelezh ! va Doue ! va Doue, c'hwi a zo mat !

1732
Daveenn : GReg pg (bon) Dieu (!)

tud lijer en em ro d'o natur, tud pere o deveus kalonoù kigus ; n'o deus nemet lentegezh ha yenijenn e-keñver Doue hag e-keñver ho silvidigezh, eme an abostol sant Paol

1732
Daveenn : GReg pg (les hommes) charnel(s & sensuels ne goûtent point les choses de la Religion, ce qui regarde Dieu & le salut, dit saint Paul)

gouestlañ e chastetez da Zoue

1732
Daveenn : GReg pg (faire voeu de) chasteté

un den hag en deus doujañs Doue eo ar barner-hont

1732
Daveenn : GReg pg (ce Juge n'est pas) corruptible

An deolojianed a enev, a zeu da zifarantiñ, daou dra e-barzh ar pec'hed ; an ofañs pehini a ra da Zoue, ha pe eus a hini e kaver ar pardon dre ar vertuz eus an absolvenn ; hag ar boan dleet d'ar pec'hed, pehini a rank bezañ efaset gant an euvrioù poanius a binijenn er bed-mañ, pe er purgator.

1732
Daveenn : GReg pg coulpe (Les Theologiens distinguent deux choses dans le peché; la coulpe qui se remet au Sacrement de Penitence; & la peine, qui demande satisfaction.)

doujañ Doue ; doujañ e dad hag e vamm ; doujañ ar Roue

1732
Daveenn : GReg pg craindre (Dieu ; craindre ses parents ; craindre le Roy)

enor a renter da Zoue dre ar pedennoù, ar sakrifisoù, hag ar serimonioù sakr.

1732
Daveenn : GReg pg culte (hommage, honneur qu'on rend à Dieu)

Doue ar vignoni

1732
Daveenn : GReg pg Cupidon (Dieu de l'amour)

Doue an amourousted

1732
Daveenn : GReg pg Cupidon (Dieu de l'amour)

koñsakriñ un Iliz da Zoue, dindan ar patronaj eus a ur sant bennak

1732
Daveenn : GReg pg dedier (consacrer une Eglise à Dieu sous l'invocation de quelque Saint)

an hini a zo aet dirak Doue

1732
Daveenn : GReg pf defunt (unte)

pediñ Doue gant ar re varv, evit an inean dremenet

1732
Daveenn : GReg pg (prier pour les) défunts

ar muntr eus a un Doue

1732
Daveenn : GReg pg deicide (le crime de Pilate & des Juifs à l'égard du Sauveur du monde)

lakaat e renk an doueed

1732
Daveenn : GReg pg deifier (terme du paganisme)

Neb n'en deus ken kredenn, nemet ez eus un Doue, pe da hini ne rent enor eksteriol ebet.

1732
Daveenn : GReg pg deiste (homme sans aucune religion particulière)

hanter-zoue

1732
Daveenn : GReg pg demi (-dieu)

damzoue

1732
Daveenn : GReg pg demi (-dieu)

ger an Aotrou a gꝂvaon eo ; Doue a-raok

1732
Daveenn : GReg pg (la) divise [devise] (de la maison de Kman, ou de Carman c'est ; Dieu avant.)

doue

1732
Daveenn : GReg pg dieu, divinité (Dieu, l'essence de Dieu)

doe

1732
Daveenn : GReg pg dieu

doe

1732
Daveenn : GReg pg dieu

goe

1732
Daveenn : GReg pg dieu

karet, adoriñ, azeuliñ, servijañ Doue

1732
Daveenn : GReg pg (aimer, adorer, servir) Dieu

kariñ, adoriñ, servijiñ Doue

1732
Daveenn : GReg pg (aimer, adorer, servir) Dieu

Ouzh an aotrou Doue ec'h aparchant kaout soursi eus ar bed, hag ec'h ouarn dre e vadelezh

1732
Daveenn : GReg pg (c'est à) Dieu (à soigner, & à gouverner le monde)

kehelañ ar bed, a aparchant ouzh Doue

1732
Daveenn : GReg pg (c'est à) Dieu (à soigner, & à gouverner le monde)

ret eo karet Doue dreist pep tra, dreist kement tra a zo er bed

1732
Daveenn : GReg pg (il faut aimer) Dieu (d'un amour de préférence)

doujañ Doue a ranker, a zo ret

1732
Daveenn : GReg pg (il faut craindre) Dieu

ret eo kaout doujañs Doue

1732
Daveenn : GReg pg (il faut craindre) Dieu

doujañs Doue a zo ar penn-kentañ eus ar furnezh

1732
Daveenn : GReg pg (la crainte de) Dieu (est le commencement de la sagesse)

doujañ Doue, kaout doujañs Doue, a zo komañs da vezañ fur, eme ar profed

1732
Daveenn : GReg pg (la crainte de) Dieu (est le commencement de la sagesse)

bezit en gward Doue

1732
Daveenn : GReg pg Dieu (vous garde, adieu)

kit, it, en anv Doue

1732
Daveenn : GReg pg Dieu (vous garde, adieu)

Doue r' ho kunduo

1732
Daveenn : GReg pg Dieu (vous garde, adieu)

bennozh Doue r' ho heulio

1732
Daveenn : GReg pg Dieu (vous garde, adieu)

plije, plijet gant Doue

1732
Daveenn : GReg pg Dieu (veüille!)

Doue ra viro

1732
Daveenn : GReg pg (à) Dieu (ne plaise)

Doue da bello fortun

1732
Daveenn : GReg pg (à) Dieu (ne plaise)

gant sikour Doue

1732
Daveenn : GReg pg Dieu (aidant)

Doue r'ho sikouro, pe, r'ho pinnigo

1732
Daveenn : GReg pg Dieu (vous soit en aide, ou, vous benisse)

a-drugarez Doue

1732
Daveenn : GReg pg Dieu (merci), grace (Par la grace de Dieu, dieu-merci.)

Doue ra 'z vezo meulet

1732
Daveenn : GReg pg Dieu (merci)

dre c'hras Doue

1732
Daveenn : GReg pg (par la Grace de) Dieu

pa'z eo plijet gant Doue

1732
Daveenn : GReg pg (par la Grace de) Dieu

en anv Doue

1732
Daveenn : GReg pg (au nom de) Dieu

evit Doue

1732
Daveenn : GReg pg (au nom de) Dieu

Doue a zo an Aotrou a bep tra

1732
Daveenn : GReg pg Dieu (est le seigneur universel)

Ar Skritur sakr a zeu da c'hervel an Aotrou Doue, an añsien dre Ekselañs.

1732
Daveenn : GReg pg Dieu (est appellé dans l'Ecriture, l'ancien des jours. Dan. ch. 7 v. 9. Delà vient cette pharse si usitée : Autrou Douë, Douë Coz !)

An Aotrou Doue o vezañ krouet ar bed, a sellas pizh outañ, hag a sellas ez oa graet mat pep tra.

1732
Daveenn : GReg pg Dieu (vit tout ce qu'il avoit fait, & remarqua que tout étoit bien fait)

Doue a oar

1732
Daveenn : GReg pg Dieu (le sçait)

Doue oar

1732
Daveenn : GReg pg Dieu (le sçait)

roet gant Doue

1732
Daveenn : GReg pg Dieu-donné

lec'h Doue

1732
Daveenn : GReg pg (le loc-) dieu

ti Doue

1732
Daveenn : GReg pg (le loc-) dieu

doueed an dud divadez

1732
Daveenn : GReg pg dieux (les fausses divinitez des Payens)

Doue an bell; Meurzh.

1732
Daveenn : GReg pg (le) Dieu (de la guerre)

Doue an Mers; Merc'her.

1732
Daveenn : GReg pg (le) Dieu (du négoce ; Mercure.)

doue ar bugelien

1732
Daveenn : GReg pg (le) Dieu (des Pasteurs, Pan)

doue an mesaerien; Pann

1732
Daveenn : GReg pg (le) Dieu (des Pasteurs, Pan)

Doue an gwin; Bac'h

1732
Daveenn : GReg pg (le) Dieu (du vin; Bacchus.)

Doue an Ifern : Ploudon

1732
Daveenn : GReg pg (le) Dieu (de l'Enfer; Pluton)

Doue an douar; tir

1732
Daveenn : GReg pg (le) Dieu (de la Terre, Tellurus)

Doue an termen

1732
Daveenn : GReg pg (le) Dieu (des limites)

Doue ar mor; Neptun

1732
Daveenn : GReg pg (le) Dieu (de la Mer; Neptune)

Doue ar porzhoù

1732
Daveenn : GReg pg (le) Dieu (des portes)

doueed an ti

1732
Daveenn : GReg pg (les) Dieux (Penates)

an doueed don

1732
Daveenn : GReg pg (les) Dieux (Penates)

a aparchant ouzh Doue

1732
Daveenn : GReg pg divin (ine)

Jezuz-Krist a zo Doue ha den asambles

1732
Daveenn : GReg pg (en Jesus-Christ la Divinité, & l'humanité sont jointes ensembles)

a zeu eus a Zoue

1732
Daveenn : GReg pg dominical (ale)

a aparchant ouzh Doue

1732
Daveenn : GReg pg dominical (ale)

Ur gwir gristen a zoug doujañs ha karantez da Zoue, evel ur mab mat d'e dad ; ur falskristen en douch hep e garet, evel a ra ur servijer fall en andred e vestr.

1732
Daveenn : GReg pg filial (Une crainte filiale pour Dieu convient au veritable Chrétien, & une servile se trouve dans les méchans.)

birioù Doue

1732
Daveenn : GReg pg fleau (Fleau de Dieu, la main de Dieu, le doigt de Dieu, p.)

An aotrou Doue a furmas an den gant un tammig douar.

1732
Daveenn : GReg pg former (Dieu forma l'homme d'un peu de terre.)

Chañs vat deoc'h digant Doue.

1732
Daveenn : GReg pg fortune (Dieu vous donne bonne aventure.)

Fortun vat deoc'h digant Doue.

1732
Daveenn : GReg pg fortune (Dieu vous donne bonne aventure.)

va zad, Douë da ray joa d'e ene.

1732
Daveenn : GReg pg feu (mon pere)

Va zad, Doue da ray joa d'an anaon.

1732
Daveenn : GReg pg feu (mon pere)

Ned eus nemet Doue hepken a gement a enev e gwirionez ar pezh a zo da zonet.

1732
Daveenn : GReg pg futur (Dieu seul connoît certainement le futur.)

Doue r' hon miro ouzh droug.

1732
Daveenn : GReg pg garder (Dieu nous garde de malheur.)

Doue ra bellay droukfortun diouzhomp.

1732
Daveenn : GReg pg garder (Dieu nous garde de malheur.)

Doue ra bellay gwallfortun diwarnomp.

1732
Daveenn : GReg pg garder (Dieu nous garde de malheur.)

gloar Doue

1732
Daveenn : GReg pg gloire (majesté de Dieu, l'honneur qui lui est dû, & qu’on lui rend)

ar c'hloar eus a Zoue

1732
Daveenn : GReg pg gloire (majesté de Dieu, l'honneur qui lui est dû, & qu’on lui rend)

Doue a zo bet gwelet en e c'hloar war menez Tabor.

1732
Daveenn : GReg pg gloire (Dieu a paru dans sa gloire sur le Thabor.)

Tri abostol a welas an aotrou Doue en e c'hloar war menez Tabor.

1732
Daveenn : GReg pg gloire (Dieu a paru dans sa gloire sur le Thabor.)

Doue a ro e varadoz d'ar re choazet, goude o marv.

1732
Daveenn : GReg pg glorifier (Dieu glorife ses élûs après leur mort.)

Doue a ro e c'hloar d'ar re choazet, goude o marv.

1732
Daveenn : GReg pg glorifier (Dieu glorife ses élûs après leur mort.)

Doue, ra vezo meulet a bep tra.

1732
Daveenn : GReg pg glorifier (Dieu soit glorifié de toutes choses.)

gras Doue

1732
Daveenn : GReg pg grace (La grace, les graces de Dieu.)

ar c'hras eus a Zoue

1732
Daveenn : GReg pg grace (La grace, les graces de Dieu.)

grasoù Doue

1732
Daveenn : GReg pg grace (La grace, les graces de Dieu, p.)

ar grasoù a Zoue

1732
Daveenn : GReg pg grace (La grace, les graces de Dieu, p.)

ar c'hrasoù eus a Zoue

1732
Daveenn : GReg pg grace (La grace, les graces de Dieu, p.)

ar c'hrasoù a Zoue

1732
Daveenn : GReg pg grace (La grace, les graces de Dieu, p.)

dre c'hras Doue

1732
Daveenn : GReg pg grace (Par la grace de Dieu.)

dre sikour Doue

1732
Daveenn : GReg pg grace (Par la grace de Dieu.)

Pa'z eo plijet gant Doue

1732
Daveenn : GReg pg grace (Par la grace de Dieu, dieu-merci.)

Doue a-raok

1732
Daveenn : GReg pg grace (Par la grace de Dieu, avec l'aide de la grace.)

gant gras Doue

1732
Daveenn : GReg pg grace (Par la grace de Dieu, avec l'aide de la grace.)

gant gras Doue

1732
Daveenn : GReg pg grace (Par la grace de Dieu, avec l'aide de la grace.)

mar plij gant Doue

1732
Daveenn : GReg pg grace (Par la grace de Dieu, avec l'aide de la grace.)

trugarekaat Doue eus e vadoù

1732
Daveenn : GReg pg graces (Dire les graces.)

trugarekaet Doue eus e vadoù

1732
Daveenn : GReg pg graces (Dire les graces, pp.)

Boazit abred ho pugale da bidiñ Doue.

1732
Daveenn : GReg pg habituer (Habituez de bonne heure vos enfans à prier Dieu.)

Akustumit abred ho pugale da bidiñ Doue.

1732
Daveenn : GReg pg habituer (Habituez de bonne heure vos enfans à prier Dieu.)

em akustumiñ da bidiñ Doue

1732
Daveenn : GReg pg habituer (S'habituer à prier Dieu.)

em voazañ da bidiñ Doue

1732
Daveenn : GReg pg habituer (S'habituer, prendre une habitude.)

neb na enev Doue ebet

1732
Daveenn : GReg pg athée (qui nie la divinité)

neb na bred na Doue na diaoul

1732
Daveenn : GReg pg athée

hemp Doüe na lefeen

1732
Daveenn : GReg pg athée

perfeksion e Doue

1732
Daveenn : GReg pg attribut (attribut divin)

ar peoc'h a renker da gaout gant Doue, gant an nesañ, ha gant e-unan

1732
Daveenn : GReg pg avec (il faut avoir la paix avec Dieu, avec le prochain, et avec soi-même)

aiou-Doue eta, poan a rit din

1732
Daveenn : GReg pg aye (vous me faites mal !)

falsdoue ar gwin

1732
Daveenn : GReg pg Bacchus (Dieu de la vigne & du vin)

un amzer gaer, Doue r' er binnigo

1732
Daveenn : GReg pg (un) beau (tems, un tems serein)

bennozh Doue ganeoc'h

1732
Daveenn : GReg pg (Dieu vous donne sa) benediction

Doue r'ho pennigo

1732
Daveenn : GReg pg (Dieu vous donne sa) benediction

madoberoù an Aotrou Doue e-keñver ar bed

1732
Daveenn : GReg pg benediction(s de Dieu, les bienfaits envers les hommes)

madoberioù an Aotrou Doue e-keñver an dud

1732
Daveenn : GReg pg benediction(s de Dieu, les bienfaits envers les hommes)

madoberoù an Aotrou Doue e-keñver ar bed

1732
Daveenn : GReg pg benedicction(s de Dieu, les bienfaits envers les hommes)

meuleudi da Zoue

1732
Daveenn : GReg pg benediction (louange à Dieu, remerciment)

meuliñ Doue

1732
Daveenn : GReg pg benir (Dieu, le loüer, le remercier)

trugarekaat Doue

1732
Daveenn : GReg pg benir (Dieu, le loüer, le remercier)

goude Doue, va bennozh er poull ma c'hourvezo ho penn

1732
Daveenn : GReg pg (Dieu veüille) benir (vôtre mort, vous donner une sainte mort)

ned eus ket a everezed en amzer-mañ ; Doue a oar, ha ni ivez

1732
Daveenn : GReg pg (il ne trouve point de) beuveuse (dans ce temps-cî)

an aotrou Doue a zo mat dreist pep tra

1732
Daveenn : GReg pg (Dieu est le souverain) bien

Doue a zo ar mad dre ekselañs

1732
Daveenn : GReg pg (Dieu est le souverain) bien

ned eus nemet Doue a vez mat ; eme hon Salver en Aviel, hervez Sant Vazhev, chabistr naontekvet

1732
Daveenn : GReg pg (il n'y a que Dieu seul qui soit) bon

ned eus nemet Doue a gement a vez mat dre natur, pe, parfet drezañ e-unan ; eme Jezuz-Krist

1732
Daveenn : GReg pg (il n'y a que Dieu seul qui soit) bon

doue a zo en eñv holl ha dre-holl

1850
Daveenn : GON.II pg enn

Me a gred e Doue.

1850
Daveenn : GON.II p.95, livre second, « Je crois en Dieu ».

Doue r'hon miro diouc'h droug.

1850
Daveenn : GON.II p.96, livre second, "Que Dieu nous préserve de mal [sic] ! "

N'en deus na douj an dud, na douj Doue.

1850
Daveenn : GON.II pg douj (Il n'a ni la crainte des hommes des hommes, ni celle

doue ra vezo e ene !

1850
Daveenn : GON.II pg éné

Doue an tad en deus engehentet e vab a-viskoazh.

1850
Daveenn : GON.II pg eñgéheñta (Dieu le père a engendré son fils de toute éternité).

falsdoueed

1850
Daveenn : GON.II pg fals

lavar Doue

1850
Daveenn : GON.II.HV pg lavar (-Doué)

da Zoue

1850
Daveenn : GON.II p.9, introduction, "ton Dieu".

bloavezh mat deoc'h digant Doue

1850
Daveenn : GON.II pg bloavez (Je vous souhaite une bonne année de la part de Dieu).

Brec'h Doue a zo en em astennet war ar reuzeudig-se.

1850
Daveenn : GON.II pg bréac'h (Le bras de Dieu s'est appesanti sur ce malheureux).

Dirak Doue hepken eo ret daoulinañ.

1850
Daveenn : GON.II pg daoulina (Il n'est nécessaire de s'agenouiller que devant Dieu).

Ret eo daskoriñ da Zoue e ouestloù.

1850
Daveenn : GON.II pg daskori, dakori (Il faut rendre ses vœux à Dieu).

An aotrou Doue n'en deus na deroù na diwezh.

1850
Daveenn : GON.II pg dérou (Dieu n'a ni commencement ni fin).

un dianzaver Doue eo

1850
Daveenn : GON.II.HV pg diañsaver

Ne zioueran ket bara, a-drugarez Doue.

1850
Daveenn : GON.II pg diouéri (Je ne manque pas de pain, Dieu merci).

diskrediñ a ra war ar vadelezh a Zoue

1850
Daveenn : GON.II pg diskrédi, diskridi

distroit ouc'h Doue

1850
Daveenn : GON.II.HV pg distrei

Doe

1850
Daveenn : GON.II pg Doé

Doue a zo mat.

1850
Daveenn : GON.II pg a (Dieu est bon).

Doue ra viro va zad !

1850
Daveenn : GON.II p.81

Setu ho c'hoar a zo distroet da gaout he broiz hag he doueoù ; it ganti.

1850
Daveenn : GON.II p.99, Buez Ruth

abalamour da Zoue

1850
Daveenn : GON.II pg abalamour (à cause de Dieu).

Ho tud a vezo va zud, hag ho Toue a vezo va Doue

1850
Daveenn : GON.II Buez Ruth

Doue

1850
Daveenn : GON.II pg Doé, Doué

an Aotrou Doue

1850
Daveenn : GON.II pg aotrou, Doué

Doue ra viro

1850
Daveenn : GON.II pg Doué

a-drugarez Doue

1850
Daveenn : GON.II pg Doué

En han' Doue !

1850
Daveenn : GON.II pg Doué (Pour 'enn hano Doué', au nom de Dieu.)

Doue a-raok

1850
Daveenn : GON.II pg Doué

Doueed an ti en deus kaset gantañ

1850
Daveenn : GON.II pg Doué

Al laezh-se a zo bet graet mat / D'ar vugale gant Doue, o Zad.

1867
Daveenn : MGK p137

« A-benn warc'hoazh, mignon, an heol c'hell distagañ, / Ha dishorellet-krenn, ar bed a c'hell fregañ ; / Warc'hoazh a zo da Zoue, / Bremañ hepken [zo] dit-te. »

1867
Daveenn : MGK p96

Al labour roet gant Doue da gastiz d'ar pec'hed, Ouzhpenn ma vag an den, [a] zegas dezhañ yec'hed Nerzh da herzel bemdez ouzh poan ha gwall amzer, Berroc'h ha didorroc'h atav d'al labourer Evit d'an didalvez.

1867
Daveenn : MGK p31

An heol zo lagad Doue ha ne rafe tro 'r bed, / Ma n'en divije bet pell zo ar gourc'hemenn / Da strinkañ 'vit an holl tommder ha sklêrijenn.

1867
Daveenn : MGK p119

Daoust ha ne deuio ken, en hor bro baour, tud disakret a-walc’h evit esa ober kemend-all ? Doue ra viro !

1877
Daveenn : EKG.I. p.8

War an eskibien e kouezhas da gentañ gwallyoul an dud fallakr : kenteliet-mat e oant gant brasañ enebour en deus Doue hag e Iliz war an douar.

1877
Daveenn : EKG.I. p.7

Tridal a ra va c’halon em c’hreiz ouc’h ho klevet, va mab. Meulet ra vezo Doue !

1877
Daveenn : EKG.I. p.21

Dispak oa gantañ e vlev gwenn, Hag e dal pleget er boultrenn : Hennezh eo Aogustin Mintier, Den Doue, eskob Landreger.

1877
Daveenn : EKG.I. p.26

Bremañ e kavont gwell selaou kuzulioù fall ul lastez aotrou, deuet eus n’ouzon dare a belec’h, n'eo mat da netra en e vro, hag a ya dembrest kuit diouto, goude bezañ graet goap anezho, eget o beleien a chom atav ganto, a gemer perzh en o foanioù, a chom da bediñ Doue e-harz treid o gwele ken n’o devezo tennet o huanad diwezhañ, goude bezañ roet dezho ar pardon eus o fec’hedoù ha digoret dezho Baradoz an Aotrou Doue.

1877
Daveenn : EKG.I. p.97

E Breizh, pep tra a oa mat d’an dud difeiz evit dont a-benn eus o zaol ha ne vankent tro ebet evit diskouez ar gasoni o doa ouc’h Doue hag ouc’h ar re hen adore.

1877
Daveenn : EKG.I. p.157

— An neb a zo eeun e goustiañs, ne dle kaout aon nemet rak Doue. — Ho Toue ! ho Toue ! Ni ne gredomp ken er spontailhoù diskiant-se.

1878
Daveenn : EKG.II p.64

Ra vezo bet Doue madelezhus en e geñver, evitañ da vezañ graet droug, ha droug bras war an douar.

1878
Daveenn : EKG.II p.148

Gouzout a ra [ez] eus un Doue, un Tad, a-zioc’h e benn, ha ne sko nemet evit hor brasañ mad.

1878
Daveenn : EKG.II p.172

‘Lec’h jist[r], 'm [b]efe lonket ogr[a]o[ù], / Na drousmeskfe mui ma bo[uz]ello[ù] ! / Koustet a ra, me en tou, / Laerezh ar Sent e ti Doue ! /

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

Un den, Rousseau e hanv, bet martolod, a zo bet kavet e gorf marv war an hent, entre Plouezeg hag an Traezh, en parrouz Keriti. Skoet e oa bet, war ar greder, gant un taol-gwad deut de[zh]añ gant ar yenien. Oajet e oa a seizh vla ha hanter-kant. Doue da vo gant e ine.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

Bennozh Doue d’an tado[ù] ha d’al leanezed, ha da vano pell amzer ar c’hraz eus ar retred-se e-barzh ineo[ù] ar vartoloded o devo an eurvad d’he [sic] heuilh.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

E tu-hont d'ar c'hambroù ha d'ar salioù bras [e]c'h aer enne 'vit dibriñ, pe 'vit skrivañ, pe 'vit ober un diskuizh, e zo amañ ur chapel vras hag ur chapel vihan : homañ 'zo savet enni ur vreuriezh a nevez zo 'vit diboaniañ an anaon : enni dreist-holl e plijo dimp mont da gaozeal gant an Ao. Doue.

1903
Daveenn : MBJJ p112

dre c'hras Doue

1909
Daveenn : BROU p. 434 (a drugarez Doue, Dieu merci ; on dit plus souvent Dre c'hras Doue)

ma vije mad gant Doue

1909
Daveenn : BROU p. 396 (s'il plaisait à Dieu)

Doue ra viro !

1909
Daveenn : BROU p. 400 (interjection optative qu'on emploie dans la narration en parlant de choses que l'on craint)

bennazh Doue deoc'h

1909
Daveenn : BROU p. 205

a-drugarez Doue

1909
Daveenn : BROU p. 434 (Dieu merci)

En han' Doue !

1909
Daveenn : BROU p250 (hano)

Dre han' Doue !

1909
Daveenn : BROU p250 (Aux environ de Pont-l'Abbé ils disent souvent : Dr'han Doue ! Par le nom de Dieu !)

E-barzh neved Anvalos e vezo gorreet ar bugenoù, ha kinniget d'an doueed e vezint.

1923
Daveenn : SKET p.22-23

An dro a ris d’ar C’hreñvlec’h galloudek, savet gwechall gant an Tri Gevell, mibien Virotouta, bet dibabet abaoe da lec’h o annez gant doueed ar vro ; a wared etre e vogerioù arouezintioù-brezel ar boblad, teñzor ar roueed , teñzor an uhelidi hag an tri-c’hant den-gouestl, dalc’het da gred ar peoc’h hag ar feurioù.

1923
Daveenn : SKET p.12

Ha setu amañ, en o heul, oadvezhioù an douar : oadvezh an tan, oadvezh an dour, oadvezh enezennoù ar mor, oadvezh an douaroù-Bras, furmidigezh al lennoù, savidigezh ar menezioù, ar goañv Rogiamon, oadvezh ar ramzed, oadvezh an doueed.

1923
Daveenn : SKET p.30

Matunnus a zo un anv-doue en enez-Vreizh hag a heñvel bezañ diveret eus matus, iwerzhoneg math "arz".

1923
Daveenn : SKET p.11

Marzhioù all am eus gwelet c’hoazh en Ejipt a vo dezrevellet ganin diwezhatoc’h diwar o fenn dre ar munud, mar bez youl an doueed, rak ur vro eo eus ar marzhusañ ha disheñvel e pep tra diouzh ar re all.

1923
Daveenn : SKET p.17

Gant grad-vat an doueed ha war ali an dud-veur aet da anaon, em eus dastumet ar bugenoù ha skrivet an danevelloù warno, er seizhvet bloavezh eus renadur ar roue Ainorix, mab Dovideros, e keoded sakr Andematunnon.

1923
Daveenn : SKET p.11

Gouenn ar Gelted, un doue he deus bet da grouer, un doue da dad, un doue da vager.

1923
Daveenn : SKET p.37

Pedet gantañ e zoueed, e tostaas, eta, hag e hopas dezho. Ne dec’hjont ket, hogen ne eilgerjont ket kennebeut ; ne rejont van ouzh e glevout, ne selljont ket outañ.

1923
Daveenn : SKET p.115

Doueed gwarezourien Geltia, ar re [a] anavezan hag ar re n’anavezan ket, ra vezint a-du, din da gas va menoz da vat !

1923
Daveenn : SKET p.23

gwallober ouzh un doue

1923
Daveenn : SKET p.178, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Offenser un dieu".

Nemet, dre enskrivadurioù eus an Henamzer, ec’h anavezomp doueed ha doueezed anvet diouzh anv ar boblad pe ar gêr a warezont : Allobrox, Arvernos, Bibrax, Dexiva, Mogontia, Trikoria, Renel, Religion de la Gaule, pp. 394, 397, 401, 405.

1923
Daveenn : SKET p.23

Trec’h a vez graet anezho dre m’o deus trec’het war ar gouennoù estren ; hogen, setu perak n’eus nemeto eus an holl veuriadoù deuet a vro-Wenn a gement a zellezfe an anv a wirion : dre n’en em veskjont biskoazh gant ar gouennoù trec’het, dre ma nac’hjont digemerout ar gizioù hag ar yezhoù anezho ha pediñ o doueoù, dre ma vanjont gwirion d’al Lezenn.

1923
Daveenn : SKET p.92

Urzhiañ ar velegiezh a reas ha kenaozañ reolennoù an azeulerezh d’an doueed.

1923
Daveenn : SKET p.57

Seizh gwerc’hez a wad uhel, bet diuzet e-touez ar re furañ, ar re gaerañ, o dishilie hag a vale bemdez ar pe a vleud a oa ezhomm d’an doue ha d’an doueez.

1923
Daveenn : SKET p.61

E kement en deus lavaret ha graet en tu-hont d’ar c’heinvor, n’eus tra hag en dije dismegañset an heol, intret sked ar Rod (2), strafilhet, war grec’hiennoù arc’hant an neñv, bodadeg sakr an doueed, e Dêvobriga.

1923
Daveenn : SKET p.72

Braster o feiz en doueed ha nerzh o glanded, setu an daou skor m’en em harpe warno mibien Vanos d’o c’has da benn.

1923
Daveenn : SKET p.76

Nepell ac’hano em eus anavezet Dêviata dre an dervennegoù anezhi uhel ha don, ha Vindomagos dre he c’hreñvlec’hioù gwenn gant ar vrezelourien heñvel ouzh doueed oc’h ober ged war ar mogerioù.

1924
Daveenn : SKET.II p.75

— Kousk, va merc’h, kousk ! An dud ne absolvont ket… Doue a zo madelezhus !…

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.810 (Miz Genver 1924)

Ar sakrist, dirak an nor didalbennet : — Santez Vari, mamm da Zoue !… Petra ’lavaro an aotrou person ?…

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 39, p.866 (Miz Meurzh 1924)

Hervez Solinus (IIIvet kantved goude H. S.) e kinnig an Iwerzhoniadezed d’o bugale nevez-c’hanet o c’hentañ paskadur war veg ur c’hleze, evel evit o gouestlañ da zoue ar brezel.

1924
Daveenn : SKET.II p.10, notenn (2)

Va zad-kozh (Doue d’e bardono !) a gontas din, un devezh ma oamp oc’h ober ur bale — tro ar Palud — penaos e dad dezhañ a oa bet ur c’hamarad bras da Vilzig. Moarvat e oa un tammig eus hon c’herent, ha dre-se, e di a zo kouezhet en hon danvez.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.807-808 (Miz Genver 1924) ("e di a zo koueet en..." reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.846).

— Janedig, va merc’h ! va merc’h !… It gant an aotrou Doue !… Doue d’ho digemer en e Varadoz !… It en peoc’h, Janedig, ho mab a vo va mabig !…

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.809-810 (Miz Genver 1924)

a-benn karantez Doue

1927
Daveenn : GERI.Ern pg a-benn (pour l'amour de Dieu)

doue

1927
Daveenn : GERI.Ern pg a-benn

bennozh Doue war e benn

1931
Daveenn : VALL pg bénir

daskor e ene da Zoue

1931
Daveenn : VALL pg ame

Doue r'ho pinnigo !

1931
Daveenn : VALL pg bénir

ebat (Doue) eo

1931
Daveenn : VALL pg (il est) agréable

boued doueed

1931
Daveenn : VALL pg Ambroisie

gra peurc'hlann eo Doue

1931
Daveenn : VALL pg (Dieu est) acte (pur)

hollc'hra eo Doue

1931
Daveenn : VALL pg acte

ober un doue eus

1931
Daveenn : VALL pg adorer (son ventre, sa bourse)

bennozh Doue warnañ

1931
Daveenn : VALL pg bénir

rentañ e ene da Zoue

1931
Daveenn : VALL pg (rendre son) ame (à Dieu)

treiñ ouzh doue

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXVI

bennozh Doue war e hanv

1931
Daveenn : VALL pg bénir

bennozh Doue war e ene

1931
Daveenn : VALL pg bénir

Doue d'ho pinnigo !

1931
Daveenn : VALL pg bénir

Ne zeue ket en e benn, evel-just, e oa fall an doare diskiñ ; tamall a rae ar vugale hag o zud, e-lec'h tamall ar C'houarnamant, a oa e Zoue — rak fougeal a rae gant ar Republik —[.]

1944
Daveenn : EURW.1 p20-21

Ha Lom a grogas adarre da lavarout : — « O moereb ! O, moereb !… » — « Peoc’h, en anv Doue ! » eme ar voereb, hep digeriñ ul lagad ; « poan-benn a rit din. »

1944
Daveenn : ATST p.35

— « Mat ! Kenavo emberr, paotred, ha bennozh Doue deoc’h ! »

1944
Daveenn : ATST p.36

Mil bennozh Doue deoc’h. A-douez va c’herent, ha va mignoned, n’eus nemedoc’h hag o deus priziet dont da welout ac’hanon.

1944
Daveenn : ATST p.40

Ar vedisined, Job, n’int mat nemet da gas ar gristenion d’ar vered a-raok m’eo deuet an eur merket dezho gant an Aotrou Doue.

1944
Daveenn : ATST p.41

– « Geo 'vat, emezi, klevet am eus gwechall ma gwaz, Doue d'e bardono, gant kaoz an daou grennard-se ».

1944
Daveenn : EURW.1 p37

E-barzh ma soñj a vugel em boa kazi truez outo hag e kave din e oant tud dic'hradet, tud kastizet evit ur pec'hed bennak peogwir an Aotrou Doue n'en doa roet dezho nemet ur yezh ha dimp-ni en doa roet div.

1944
Daveenn : EURW.1 p35

Bennozh Doue ivez d'an Ao. dieller eus an Aodoù-an-Hanternoz hag en deus roet din alioù fur a-zivout meur a anv-lec'h diaes da dreiñ e brezhoneg.

1944
Daveenn : SAV niv. 30, p84

- ...Un eurvad hep e bar [sic, "he far"] eo hini ar re a zo bet dibabet gant Doue da vezañ disrannet diouzh ar bed, evel m'eo bet ho chañs-c'hwi.

1949
Daveenn : SIZH p.41

Ouzhpenn, feuket e oa en ur soñjal en e vamm, du-hont, keit-all, e Breizh-izel, ur vaouez vat ha karantezus mar doa, hag en e c'hoarezed bihan, mibin ha drev e-giz un torad filiped. Skoazellerezed an Drouk-spered ? Neuze 'ta !... Krouadurien Doue, dres evelto, gant un ene da saveteiñ, ne lavaran ket.

1949
Daveenn : SIZH p.41

Unan eus reolennoù ar gouent a gemenne e vije fiziet er yaouankizoù-se, a oa da vezañ ministred an Aotrou Doue, da lavarout eo ar vegenn eus ar Gristenienn, pep a sizhuniad labourioù izel, da voazañ o c'halonoù ouzh ar sentidigezh hag an izelegezh.

1949
Daveenn : SIZH p.41

- Doue r'ho pennigo, « señora ! » - Nann, « padre ! » « señorita ».

1949
Daveenn : SIZH p.45

- Me, dimezell, n'on na Tad na porzhier. Pediñ a ran an Aotrou Doue, avat, ma ray diouzhin ur servijer doujus hag ur beleg izel e galon, hogen barrek hag helavar da brezeg E Anv Santel.

1949
Daveenn : SIZH p.45

- Va galvedigezh, dimezell ! Me 'zo va youl galonekañ bezañ beleg Doue ha manac'h.

1949
Daveenn : SIZH p.45

Un toull-bac'h ?.. Doue ra viro ! Ar c'hreñvlec'h savet gant an Aotrou evit e Zibabidi, ne lavaran ket.

1949
Daveenn : SIZH p.46

Ma oa eno dre e youl gaer e oa, dre m'oa e c'halvedigezh bezañ beleg e servij Doue, p'en dije kaset da vat e holl studioù.

1949
Daveenn : SIZH p.46-47

Mil bennozh Doue deoc'h, dimezell ! Me el lakay bremaik e-harz treid Hor Mamm dimp-ni holl, ar Werc'hez vinniget ganet dinamm.

1949
Daveenn : SIZH p.51

Lezenn an natur, Tin Helgouarc'h, mennet gant Doue.

1949
Daveenn : SIZH p.54

- Ni breur Arzhur, a zo da vezañ menec'h ac'hanomp, dibabidi, gouestlet, korf hag ene, da Zoue, gant tri le, - Aes Triplex, - an Diantegezh, ar Baourentez hag ar Sentidigezh.

1949
Daveenn : SIZH p.54

- N'eo ket hon afer. Afer tud ar Bed eo en em zibab er seurt luziadelloù, hervez komz Doue : It, ha ganit bugale !

1949
Daveenn : SIZH p.56

Me, Helgouarc'h, a zo va flanedenn, dre c'halvedigezh ha dre zibab, bezañ ur manac'h hag ur beleg, hervez youl Doue.

1949
Daveenn : SIZH p.56

C'hwek eo ar garantez e-giz ar mel, ha taer e-giz an tan-flamm... Ha da lakaat a ra ken galloudek ha Doue...

1949
Daveenn : SIZH p.57

N'on ket evit kenlodañ va c'harantez-me gant ar Bed ha gant Doue.

1949
Daveenn : SIZH p.57

Nann ! ne blego ket d'ar c'hoant an hudurañ, a c'hell bezañ maget gant ur bugel bet dibabet gant Doue d'E servijout.

1949
Daveenn : SIZH p.59

Santez Vari, Mamm da Zoue, pedit evidomp, pec'herien, hiziv ha da eur hor marv !

1949
Daveenn : SIZH p.63

- Ne garfen ket kenlodañ da galon gant Doue-Holl-C'halloudek. Ur bugel n'out ken, « Virgen Santissima ! ».

1949
Daveenn : SIZH p.46

Eva, ivez, a oa bet profet dezhi gant Doue koantiri ar bleunioù, ha, dre-se n’oa harz ebet d’he beli war Adam.

1949
Daveenn : SIZH p.40

–… Padout a ra ar stourm, ha padout a ray betek Deiz ar Varn, etre ar Vaouez – Merc’h da Eva –, a zo Kig, Materi, Tra berrbad, ken eo, mignonez da blijadurezhioù diwalc’hus an Douar, hag etre uhel-strivoù an ene davet ar Peurvad, a zo diwar Doue, hag adc’hounidigezh ar Baradoz, da lavarout eo Buhez Divarvel ar Wenvidien.

1949
Daveenn : SIZH p.40

Beleg, n'eus mui nag aeled na Doue ; / Maro int holl da heul hor c'hozh Roue. / Hon doueez fur, Skiant-Vat, a ren : / Ha doueoù all na Kristoù n'eus ken.

1960
Daveenn : PETO p35

Aviusoc'h eo stad lapoused ar C'hrouer / Rak, ouzh o fasturañ, Doue an Tad a vourr. / Padal emaomp hep skor e-kreiz ur gernez yud / A laosk, en hor c'heñver, didruez-kaer, an dud.

1960
Daveenn : PETO p32

Di [da rouantelezh ar gozed] eo bet kaset ar roue ! / Gaid Kêrlennou, en an' Doue ! / Sarrit ho kenoù, me ho ped. / Torfejou 'walc’h, siwazh, zo bet.

1960
Daveenn : PETO p31

Bennozh Doue deoc'h ha demat ! Hon digarezit pa n'omp ket Erru d'an eur 'oa kemennet War al lizher hon eus lennet.

1960
Daveenn : PETO p14

N'oc'h ket techet da sellout pizh en ho melezour. Hogen, gwelet hoc'h eus ur vignonez a wechall hag he c'havet gwall gozh. Teurel a rit pled eus ho tremm. Ha, va Doue, pegen displijus an daolenn !

1973
Daveenn : HYZH Niv. 88, p. 42, Anjela Duval

Ar Frañs a oa ivez ur vro gatolik, ha krog e oa ar visionerien da vont d'ar broioù gouez da glask lakaat ar baianed da dreiñ ouzh Doue ar Gristenien.

1985
Daveenn : DGBD p48

"Burzhud bras, tri devezh," a lavare ma mamm -Doue d'he fardono. Ma hini-me zo padet un tammig pelloc'h.

2015
Daveenn : EHPEA p32

N'eo ket se eo a vern dimp ar muiañ, pa'z eo Ilias Homeros, dreist-holl, un istor ma vez graet ennañ an depegn eus santimantoù don ha luziet Rouaned ha Kadourien, Priñsed ha Priñsezed, Doueed ha Doueezed.

2016
Daveenn : ILIAS p. 6

Notennoù studi

Erlerc'hiet eo bet ar stumm istorel "Doe" gant ar stumm modernoc'h "Doue" er skridoù a-raok dibenn ar c'hrennvrezhoneg. E gavout a reer testeniekaet adalek 1576. Renabliñ a ra c'hoazh Gregor Rostrenenn ar stumm "Doe" e-kichen "Doue" e pennger "Dieu" e c'heriadur e 1732 ha pa ne rafe-eñ nemet gant ar stumm "Doue" mod-all hed-ha-hed e oberenn. Ur sell a c'haller ober ouzh pajenn an dornskrid e-lec'h ma kaver ar frazenn "Bennoezh Doe a bedan war ene brezr Stefan" (fin ar XVvet kd) en un notenn eus ur blog : https://millefeuillesdebretagnesite.wordpress.com/2021/08/17/arret-sur-ymages-a-la-recherche-de-la-langue-bretonne-2/ Lenn ivez ar pennad gant Emil Ernod "Le mot dieu en breton" en teskad pennadoù savet en enor da Arbois de Jubainville (1905) https://archive.org/details/mlangeshdarboi00arbo/page/46/mode/2up

Etimologiezh

Henvrezhoneg "doi-" en anvioù-tud ; kembraeg "duw", hengembraeg "duiu"; kerneveureg "dew", hengerneveureg "duy" Deveret eo an holl stummoù-se diwar ar protopredeneg "*duɨw" < protokeltiek "*dēwos" (galianeg "dēuos", heniwerzhoneg "dia"). Kavet a reer en termenoù ar wrizienn indezeuropeek "*deiu̯os" m'eo savet kalzik gerioù diwarni e yezhoù Europa : Lat. "deus", sanskriteg "deváḥ", lituaneg "diẽvas", hensaozneg "Tīw" (< protogermaneg "*Tīwaz")

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial