Dezverkoù all

Stankter implij : 

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Tr. adv. (goude un adv., un ag.) Ger a dalvez da greñvaat ar pezh a lavarer. Bemdez-Doue. Heñvel-Doue : heñvel-tre. Brav-Doue e chomas an amzer. 2. (goude un ak.) Un ebat Doue : un ebat plijus-kenañ. 3. (en ur frazenn nac'h) Na vezañ seurt Doue da ober udb. : na vezañ tamm evit e ober. A-benn nebeut ne vo mui na gwenanenn, na balafenn Doue ebet : ne vo mui hini ebet anezho.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

ne'm eus ket gwelet ur c'hristen-Doue

1732
Daveenn : GReg pg ame

Un ebat-Doue eo e glevet o parlant gwaskonaj.

1732
Daveenn : GReg pg gasconisme (Il parle gascon, ou le gasconisme, à charmer.)

Un ebat Doue eo gwelet penaos ez eo kunduet an tiegezh ganti.

1732
Daveenn : GReg pg gouverner (Elle gouverne le ménage à charmer.)

Un ebat Doue eo gwelet penaos ez eo gouarnet an tiegezh ganti.

1732
Daveenn : GReg pg gouverner (Elle gouverne le ménage à charmer.)

Allas Doue, pe hon bezo-ni da lavaret d'an deiz diwezhañ ar bed, siwazh deomp !

1732
Daveenn : GReg pg helas! (Helas que pourrons-nous dire au grand jour du Jugement ?)

O terc’hel etre e zaouarn-doue ar maout-tourc’h troellennek e gernioù, mab illur Kênos (1) a ziskouezas d’an dud penaos e vez touzet ar c’hreoñad gloan ha penaos gant an neud diouzh ar gloan e vez graet mezher.

1923
Daveenn : SKET p.58-59

O reiñ o zal da c’houyender an aezhenn distanus a-ziwar kompezenn digenvez ar mor, o dorn o flourañ penn o c’hadgon nerzhek, e c’hortozont da zont daveto ar bageer-doue a [z]le o zreizhañ war e vag-veur vil-roeñvek (1).

1923
Daveenn : SKET p.80

Un azen yaouank e oa, ha ken hir, ken fonnus, ken start e trompilhas e joa-bevañ : madelezh ar peuriñ, ha levenez heol an abardaez e natur Doue, ma voe stad en iliz kozh moredet en he zeñvalijenn.

1949
Daveenn : SIZH p.37

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial