Dezverkoù all

Stankter implij : 

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

Ai, aiou, ai Doue !

1850
Daveenn : GON.II p.58 (aï ! ah mon Dieu ! )

leal, aet eo d'al leur nevez, an hini a gar eus he gostez, indani 'n abid satin gwenn; Doue, bravañ da femelenn; indanañ 'n abid satin gris; bravañ den yaouank a welis

1874
Daveenn : GBI.II p480

O Doue, deuet betek amañ !… betek amañ da vervel !… dirak ti va zad evel un divroad. Youl Doue ! youl Doue !

1925
Daveenn : BILZ2 p.117

Ho ! Jezuz ’ta va Doue ! Buan, buan ul louzaouer !…

1925
Daveenn : BILZ2 p.119

Gir da zen, bugale ! gir da zen !… Mestr al laeron hoc’h eus gwelet e Sant-Eflamm. Gir da zen, pe omp kollet. Mestr al laeron !… Muntrer bras al Lev-Draezh !… Salver Jezuz ’ta va Doue !…

1925
Daveenn : BILZ2 p.129

— Ar Vran a zo kollet, mamm. — O Jezuz ’ta va Doue ! — Ya, en nozvezh an taol-amzer… An daou vartolod a zo beuzet.

1925
Daveenn : BILZ2 p.176

« O va Doue ! » eme ur vaouez, a oa azezet war al letonenn, « me ne garan ket ar seurt traoù, me a gav gwelloc’h mont en-dro d’ar gêr. »

1944
Daveenn : ATST p.116

- Va Doue ! Va Doue ! Va Doue ! emezañ en un huanad. Tomm eo din, ken n'eo tomm !

1949
Daveenn : SIZH p.39

Un esa a ris, met, va Doue, ne oan ket donezonet kaer evit ur seurt labour; anavezout a raen an doare ma veze graet en ul Lise, peogwir e oan bet en unan.

1985
Daveenn : DGBD p5

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial