Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
4
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. A. 1. Sankañ ur c'henn (en udb.). Gennañ un tamm koad evit e faoutañ. & Dre skeud. Kregiñ a ra komzoù ar prezeger en hor c'halon, ha gennañ a ra anezho c'hoazh donoc'h enni. Gennañ start en hor c'hreiz ar youl da vezañ kalonek. & Dizoare (db. ar baotred) Gennañ ur plac'h : kaout darempredoù rev ganti. 2. Harpañ (I A 4) udb. gant ur c'henn. Gennañ troad ur benveg evit e stardañ. Gennañ ur falc'h. B. 1. Dre skeud. Gennañ ub. : e laerezh dre e douellañ. Ar c'higer en doa klasket ma gennañ eus dek lur. 2. Tapout, touellañ. Distroet e oa d'ar gêr ken mezhus hag ul louarn bet gennet gant ur yar. [1954] Met n’eus den, nemet ha yennet e vefe bet er stad-se, barrek da verzout peseurt gwalenn eo e gwirionez ar vougasenn euzhus-se, ken tev, ken divoull hag ur vantell stoub kouezhet warnoc’h en ur serr-lagad, hag a guzh ouzhoc’h mor, oabl, hag all, evel pa vefec’h o c’hoari mouchig-dall. [1954] Sevel a rae trouz a-wechoù ha mont a rae hini pe hini yennet gantañ da glemm d’an Aotrou Farigoul [...]. HS. deviñ, louzañ, pakañ. 3. [1954] (diwar-benn un droug bennak) Lakaat ub. diaes-kenañ. [1954] ha ma n'evan koulz eo lavarout nemet dour mat feunteun Soaz Sapeur, me an hini eo a vez yennet kalz re alies gant ar boan avu. C. Yezhad. Lakaat ur ger, ur strollad gerioù, etre daou barzh eus ul lavarenn, eus ur frazenn, o tistagañ ar ger-se, ar strollad-se, diouzh e genarroud. Gennañ ur ger pouezañ en ur frazenn. II. V. kenem. PEMDEZ En em c'hennañ : en em gannañ.

Skouerioù istorel : 
14
Kuzhat roll ar skouerioù

gennañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg coigner

gennañ ur bilh koad evit e faoutañ

1732
Daveenn : GReg pg (mettre des) coins (en une bille de bois pour lafendre)

gennañ

1732
Daveenn : GReg pg cogner (ou coigner, planter des coins de bois dans quelque chose)

gennet

1732
Daveenn : GReg pg cogner; mettre des coins

gennañ troad ur benveg evit e stardañ

1732
Daveenn : GReg pg (mettre un) coin (dans un manche d'instrument pour l'affermir)

N'eo ket start a-walc'h troad ar vouc'hal, gennit-eñ.

1850
Daveenn : GON.II pg genna (le manche de la coignée n'est pas assez ferme, mettez-y un coin).

gennañ

1850
Daveenn : GON.II pg genna (faire entrer un coin ou des coins dans une bille de bois, pour la fendre ou dans un manche d'outil, pour l'affermir).

Ne c'hellot biken gennañ an tamm koad-mañ.

1850
Daveenn : GON.II pg genna (vous ne pourrez jamais faire entrer des coins dans ce morceau de bois).

gennet

1850
Daveenn : GON.II pg genna (faire entrer un coin ou des coins dans une bille de bois, pour la fendre ou dans un manche d'outil, pour l'affermir. Part.)

Goulennet gant neb a garfet ; Ha distag-krenn 'vo dec'h lâret : Lemmañ kañfard a zo er vro, Yann ar Fluteg e hanv. Na pegen lemm ve, koulskoude, Ac'h e[o] bet gennet a-zoare : Ar pech peus stignet ar gwellañ, Ho pako 'wecho[ù] da gentañ.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

gennañ

1909
Daveenn : BROU p. 242 (caler)

N'eus forzh, evitañ da vezañ moarvat poazh tor ha stripoù, aet eo e tu all da bevar-ugent vloaz, ha daoust ha ma n'evan koulz eo lavarout nemet dour mat feunteun Soaz Sapeur, me an hini eo a vez yennet kalz re alies gant ar boan avu !

1954
Daveenn : VAZA p.63

Sevel a rae trouz a-wechoù ha mont a rae hini pe hini yennet gantañ da glemm d’an Aotrou Farigoul, met abred e sante Toto c’hwezh fall gant an amzer, ha skaret kuit e veze bep tro, gwech da Giberen, gwech da Doulon pe Cherbourg, gwech e lec’h all, ha bremañ, tudoù, kit da redek war e lerc’h…

1954
Daveenn : VAZA p.177

Met n’eus den, nemet ha yennet e vefe bet er stad-se, barrek da verzout peseurt gwalenn eo e gwirionez ar vougasenn euzhus-se, ken tev, ken divoull hag ur vantell stoub kouezhet warnoc’h en ur serr-lagad, hag a guzh ouzhoc’h mor, oabl, hag all, evel pa vefec’h o c’hoari mouchig-dall.

1954
Daveenn : VAZA p.106

Ofis publik ar brezhoneg