Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Diouzh boaz, peurliesañ. Dre-vras e teue al lestr bep pemzektez. Dre-vras e chom stag ar gerent ouzh ar skol o devez dibabet. 2. [1985] Hep sellet dre ar munud, hep bezañ resis. Ar vro-mañ eo, dre-vras, an tolead ma vez komzet brezhoneg. O c'hontet am eus dre-vras. [1985] Ne veze roet nemet niveroù dre-vras.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

dre-vras

1927
Daveenn : GERI.Ern pg bras

Gwall zihetus e vije bet, avat, ul labour dre-vras, ha dihetus a-walc'h eo dija an douarstummadouriezh pa n'eus ket bet graet anaoudegezh ganti...

1943
Daveenn : TNKN p8

An hevelep tra evit Mulgul Brest: etre 30 ha 40 m. emañ dre vras [dre-vras] naoz ar stêr veuzet e-tal gourenez Roskañvel.

1943
Daveenn : TNKN p21

E Bro-C'habon e kaver ivez lec'hioù kalz donoc'h en aberioù eget el lec'h ma tigoront er mor (21 m. dindan an izelvorioù izelañ en ul lec'h, tra ma 'z eo war-dro 4m. an donder dre vras [dre-vras]).

1943
Daveenn : TNKN p21

Rak an amprevaned all a ro dre vras [dre-vras] peoc'h deoc'h keit ha ma vezit o kerzhet ; ar re-mañ, en enep, ne baouezont ket da droidellat en-dro deoc'h, goude ha ma'z afec'h d'ar red, dedennet ha ma vezont moarvat gant c'hwezh ar c'hwezenn : louzoù all ebet nemet hejañ dizehan en-dro d'ho penn ur barr deliaouek.

1985
Daveenn : DGBD p72

Hini pe hini anezho a oa dezhañ ivez teuler evezh ouzh ar piked ha klotañ a rae mat gant ar gartenn (pa veze bet ur barr-glav bras bennak e c'hoarveze a-wechoù e veze bet diframmet unan bennak gant kas an dour), me a veze da drede ha diouzhtu em c'hichen e veze ar mwana o tougen ar plankenn-labour a veze warnañ diouzh un tu ar c'harned da verkañ an evezhiadennoù, ha diouzh an tu all ar gartenn hag a verked warni natur an danvez a veze bet kavet, hervez pe hini oa, ec'h implijed kreionoù liv, e doare kaout diouzhtu ur gwel dre-vras.

1985
Daveenn : DGBD p71

Da grediñ eo e chome kalzik a dud hep bezañ niveret, pa seller ouzh ar c'hemm a zo etre an niver a vez meneget evit ar bloaz 1960, d'ar mare ma ne veze roet nemet niveroù dre-vras, hag ar c'hementad a zo bet kavet evit 1970, pa seblant bezañ bet graet an niveradeg en un doare aketusoc'h.

1985
Daveenn : DGBD p186

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial