Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
3
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. (en ul lav. nac'h pe goude ur ger degaset gant hep) 1. (goude un anv unan hep gm. dirazañ pe goude un anv hollek pe stroll degaset gant ul lodenner hep gm. dirazañ) Adverb a dalvez da verkañ an ezvezañs. Ne lavaran gaou ebet. Ne zebront tamm frouezh ebet. Ne chom banne gwin gwenn ebet. DHS. ket. 2. (goude an adverboù nac'h "netra", "mann", "neblec'h") Adverb a dalvez da greñvaat an nac'h. Me n'on bet neblec'h ebet. Ne chom mann ebet da zebriñ. [1877] [...] kregiñ a reas enni gant e zorn kleiz, hag en em lakaat a reas adarre da seniñ evel pa ne vije c’hoarvezet netra ebet gantañ. [1944] Soñjal a-walc’h a raen n’ho poa klevet mann ebet, rak kaer am boa hopal : Job ! Job ! den ne responte. [1944] Neblec'h all ebet ne c'hellfer kavout un douar ken kaer, un natur ken stagus. & (goude tamm heuliet gant un ag.) N'eo tamm ret ebet. Ne faot monet tamm don ebet. 3. (goude ar rag. hini pe goude un ak. unan impl. da rag. am., hep gm. dirazañ) Adverb a dalvez da verkañ an ezvezañs. Ne c'houlennan tra ebet. N'eus den ebet en ti ? 4. Dre zismeg (goude un ak.) Adverb a dalvez da gadarnaat ul lavared diogelus. Un den, en deiz hiziv, n'eo den ebet hep deskadurezh. Ur paotr yaouank n'eo den yaouank ebet ma ne oar ket kanañ. N'eo micher ebet evit ur gwaz. Diwiskit an dilhad-se, n'hoc'h perc'henn ebet dezho ! II. ROUEZ (en ul lav. kad., goude un anv unan hep gm. dirazañ) Adverb a dalvez da zamziskouez un den, un dra. Ha kavet hoc'h eus-c'hwi loen ebet ken faeüs. Labourat a ra-hi kenkoulz ha paotr ebet. DHS. bennak, forzh. EVEZH. Bez' e c'haller chom hep lakaat ebet el lavarennoù nac'h zo un ak. impl. da rag. pe emañ ar rag. hini (I 3) enno.

Skouerioù istorel : 
135
Kuzhat roll ar skouerioù

27. Peheni a respontas [Katell] dezhi : « Na vezet aon ebet, mignonez an aotrou Doue, rak hiziv ez vezo ar rouantelezh eternel evit unan trañzitoar, hag evit ur pried mortel ez vezo unan imortel. »

1576
Daveenn : Cath p21

« [H]ogen ar verc'h yaouank-mañ, pe dre heni ez komps ar speret a Zoue, hevelep omp lakaet ganti en admirasion na gredomp ha na c'hellomp e nep feson lavaret tra erbet a-enep he doue Jezuz-Krist. »

1576
Daveenn : Cath p14

[P]an oant taolet en tan ez rentjont o anaon da zDoue, hep bezañ losket blevenn erbet dezhe nag ivez akoustremant ha kement a yoa gante[.]

1576
Daveenn : Cath p15

n'en deus mar erbet

1659
Daveenn : LDJM.1 pg assurement

hep mar erbet

1659
Daveenn : LDJM.1 pg assurement

den erbet

1659
Daveenn : LDJM.1 pg aucun, nul

den ebet ne ra kement-se

1659
Daveenn : LDJM.1 pg personne (ne fait cela)

hini erbet

1659
Daveenn : LDJM.1 pg nul

den ebet

1732
Daveenn : GReg pg aucun (quelqu'un)

hep dispañs ebet

1732
Daveenn : GReg pg absolument

Ar brezhoneg n'en deus lizherenn rust ebet nemet ar c'h.

1732
Daveenn : GReg pg guttural (La langue bretonne a une double lettre gutturale, kh, au lieu de laquelle on met a present le c, & le h, avec un esprit entre les deux, en cette sorte : c'h.)

Ar brezhoneg n'en deus lizherenn ebet a bronoñser gant ar gouzoug nemet ar c'h.

1732
Daveenn : GReg pg guttural (La langue bretonne a une double lettre gutturale, kh, au lieu de laquelle on met a present le c, & le h, avec un esprit entre les deux, en cette sorte : c'h.)

neb na enev Doue ebet

1732
Daveenn : GReg pg athée (qui nie la divinité)

Stadoù hep penn ebet

1732
Daveenn : GReg pg anarchie

hep mar ebet

1732
Daveenn : GReg pg (à) coup (sûr)

ha den ebet a zo a gement a lavarfe penaos

1732
Daveenn : GReg pg aucun (y a-t'il aucun qui dise que)

e lec'h all ebet

1732
Daveenn : GReg pg (en aucune) autre (part)

e lec'h ebet ken

1732
Daveenn : GReg pg (en aucune) autre (part)

hep fars ebet

1732
Daveenn : GReg pg (tout de) bon (sans feinte)

ur verc'h onest ne dle soufr kañjolerezh ebet a-berzh an disterañ gwaz

1732
Daveenn : GReg pg (une fille doit craindre toutes les)cageolerie(s des hommes)

hep mar ebet

1732
Daveenn : GReg pg certainement (certes), (sans) faute (assurement)

hep faot ebet

1732
Daveenn : GReg pg certainement (certes)

hep fazi ebet

1732
Daveenn : GReg pg certainement (certes)

hep mank ebet

1732
Daveenn : GReg pg certainement (certes)

Den all ebet ne anaveze gwelloc'h egeti ar priz eus e gentelioù divin, na ne dañvae gant mui a c'hout ar chalmoù eus e gonversation.

1833
Daveenn : IVV p224-225

Ne grougin ket Richad na nep den all ebet : Komandit din traoù all hag e voc'h servijet.

1848
Daveenn : BPMe p292

N'eus den ebet / den.

1850
Daveenn : GON.II p.76

Goulennet he deus heuliañ ar vederien, ha dastum an tamouezennoù a chomo en o [d]ilerc'h ; hag azalek goulou-deiz betek [b]remañ, emañ er park, hep bezañ distroet d'ar gêr pennad ebet.

1850
Daveenn : GON.II p.101, Buez Ruth.

Ne anavezan hini ebet eus ho pugale.

1850
Daveenn : GON.II p.77

N’em eus kavet den ebet er gêr.

1850
Daveenn : GON.II p.88, livre second, « Je n’ai trouvé personne à la maison ».

Rak-se n'hoc'h eus gwir ebet war an dra-se.

1850
Daveenn : GON.II p.94, livre second, « Donc vous n’avez aucun droit là-dessus ».

den ebet

1850
Daveenn : GON.II p.28, livre premier, "personne".

hini ebet

1850
Daveenn : GON.II p.28, livre premier, "aucun,aucune".

N'en deus azaouez ebet evit den.

1850
Daveenn : GON.II pg azaouez (Il n'a de prévenance, d'égards pour personne).

n'em eûz anaoudégez é-béd eûz ann drâ-zé

1850
Daveenn : GON.II pg anaoudégez

n'en deus azaouez ebet evit den

1850
Daveenn : GON.II pg azaouez

N'em eus gwelet den ebet.

1850
Daveenn : GON.II p.76

Ne anavezan hini ebet / hini eus ho c'hoarezed.

1850
Daveenn : GON.II p.76

N'em eus kavet nep hini / hini ebet / hini eus ar re a glasken.

1850
Daveenn : GON.II p.76

Ne oa den ebet en ti.

1850
Daveenn : GON.II p.78

n'en deus roet deskadurezh ebet d'e vugale

1850
Daveenn : GON.II.HV pg deskadurez

na gomzit ket eus a zifoc'hted ebet dirazañ

1850
Daveenn : GON.II pg diforc'hted

na zifraezhit den ebet

1850
Daveenn : GON.II pg difréza

n'eus divec'h ebet

1850
Daveenn : GON.II pg divec'h

ebet

1850
Daveenn : GON.II pg é-béd

n'en deus sae ebet da lakaat

1850
Daveenn : GON.II pg é-béd

n'em eus kavet hini ebet

1850
Daveenn : GON.II pg é-béd

erbet

1850
Daveenn : GON.II.HV pg é-béd

kerzhout a reont hep ehan ebet

1850
Daveenn : GON.II pg éhan, éan

ur fazi eo ha n'eus truez ebet evitañ

1850
Daveenn : GON.II.HV pg fazi

grit an anzav-se, ha n'ho pezo droug ebet

1850
Daveenn : GON.II pg añzav

hep abeg ebet

1850
Daveenn : GON.II pg abek (Sans aucun motif).

Ne oa hini ebet eus ar re a glaske.

1850
Daveenn : GON.II p.88, livre second, « Il n’y avait aucun de ceux qu’il cherchait ».

Tro a glask war an olifant; ha kaout, diwar e benn, da damall ne oa koant, a-raok, a-dreñv, e giz ebet; hag, emezañ, bez' e ve ret, da ober mat, troc'hañ diwar bep skouarn dezhañ ur grennbennad evit stagañ ouzh beg e lost; e bevar droad a zo pevar bost; e berr : e oa re bezh fetis, pounner, piltosek, gourt, iskis.

1867
Daveenn : MGK p11

« Hogen, ouzh va c'hlevet, pa na rit van ebet, / Pa welot en o farkeier, / An dieien vak, dibreder, / Oc'h ober, e pep lec'h, brezel d'al laboused / Gant stignoù, krouglasoù zo, e kuzh, antellet / Evit pakañ evnigoù, / Na nijit mui a biklammoù, / Chomit en ho neizhioù, pe it d'al lec'hioù pell. »

1867
Daveenn : MGK p15-16

Tud zo hag a lavar : — « Ned eo netra ebet, / « Ur c'hrweg zo o veuziñ. » / Hag ur c'hrweg zo ur c'hi ! / Oc'h ur c'hi vez truez.

1867
Daveenn : MGK p141

Hag ennañ e-unan mar kav den 'bet abeg, e c'hell lavaret din, hep bezañ tamm mezhek : da bep hini diouzh e c'houlenn, evit er pareañ, me roy ul louzaouenn.

1867
Daveenn : MGK p10

« E levr kaer an neñvoù an tieg noz-deiz a lenn, / Hag hep skol all ebet zo ar gouiziekañ den. »

1867
Daveenn : MGK p92

Ar pintig kaezh, laouen bepred, a gan hep goulenn tra ebet

1867
Daveenn : MGK p22

Gant aon n'ho pe-c'hwi droug, droug a c'hell c'hoarvezout, n'em bo mui da'm magañ nemet daeloù, hirvoud. Hiviziken me ne welin nemet lasoù ha sparfelled; pa vezo glav, e lavarin : ha va breur paour, pelec'h eo aet ? Hag-eñ en deus ezhomm a netra 'bet bremañ ? Ha debret eo e bred, hag er goudor emañ ?

1867
Daveenn : MGK p18

an aotrou Koadrioù en deus graet, ar pezh na raje aotrou ebet; en deus diwisket e abid aour, gwisket un abid lien paour, gwisket un abid lien leien, 'vit mont da di e vererien

1874
Daveenn : GBI.II p228

Ha ma gwerc'hted, na brestin ket, / Na deoc'h na da den all ebet.

1874
Daveenn : GBI.II p268 (Mari ar Masson)

— Ya, mes amañ n’eus liñser ebet evel-se.

1877
Daveenn : EKG.I. p.74

An-dra-se a yoa un dra graet e Pariz gant ar re a yoa e penn ar c’houarnamant, hep kas keloù ebet d’hon Tad Santel ar Pab.

1877
Daveenn : EKG.I. p.10

Ar republikaned, evel pa vije tan an ifern en o c’halon, n’oant ket evit gouzañv e chomje e iliz ebet an disterañ tra santel.

1877
Daveenn : EKG.I. p.30

Va c’hrediñ a c’hellit, n’eus ket bet biskoazh falloc’h soudarded, ha n’eo ket hep souezh, rak an darn vuiañ anezho n’oant bet biskoazh krog e fuzuilh ebet.

1877
Daveenn : EKG.I. p.309

Sellet a reas en-dro dezhañ da c’houzout e pelec’h e oa strinket he drompilh ; mont a reas d’he destum, kregiñ a reas enni gant e zorn kleiz, hag en em lakaat a reas adarre da seniñ evel pa ne vije c’hoarvezet netra ebet gantañ.

1877
Daveenn : EKG.I. p.299-300

Pet mamm a ranno o c’halon pa glevint n’o deus mab ebet mui ?

1878
Daveenn : EKG.II p.62

An drede deiz goude va gwilioud, ar wreg-mañ a zo gwilioudet ivez, hag e oamp asambles; den all ebet ne oa ganeomp en ti-se; ne oa nemerdomp hon-div.

1897
Daveenn : BKOb Rouane (3, 18) p297

Kroaz ar Vretoned n’he deus ezhomm ebet da ve[z]añ meulet hag embannet, rak he oberoù a gomzo eviti. Koulskoude, heñvel eo bremañ ouzh ur bugel bihan ; he c’hammejoù a zo c’hoazh dinerzh ; na gred ket c’hoazh mont re war-raok ; ezhomm he deus e ve roet dorn de[zh]i.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.1

ebet

1909
Daveenn : BROU p. 231

N'eus hanv ebet a gement-se.

1909
Daveenn : BROU p250 (Il n'est pas mention de cela.)

abet

1909
Daveenn : BROU p. 231 (on dit souvent Abed)

Pa voen en-dro, a-benn nav bloaz, ne vane ken war sav peul ebet anezhañ.

1923
Daveenn : SKET p.21

Ha, p’en devoa ar paotr yaouank kemeret an aval deus o dorn, ne glaskent ken diwar-se plijout da zen all ebet nemet dezhañ hepken.

1923
Daveenn : SKET p.68

Ken dizanat edo an avoultriezh ma n’oa gant ar yezh ger ebet d’hec’h envel, ha n’he doa pourchaset al lezenn kastiz ebet d’ar seurt torfed.

1923
Daveenn : SKET p.67

E mare Manos ha Bena, n’oa gwaz na maouez all ebet, ha ret-holl e oa e timezje ar gwaz n’oa nemetañ d’ar vaouez n’oa nemeti da gaout bugale.

1923
Daveenn : SKET p.45

Brageriz aour ebet ganto ; troioù-brec’h hepken, hag i rouez.

1923
Daveenn : SKET p.147 "Taolenn-amzeroniez evid istor ar Gelted".

Ezhomm ebet dezho sevel en o sav, pa vezent en o c’hoazez, ha dilec’hiañ da vont d’o c’herc’hat ; anezho o-unan e teue ar binvioù daveto.

1923
Daveenn : SKET p.76

Neuze e kemere anezhi etre e zivrec’h, d’he stardañ war e galon, e poke e ziweuz d’he diweuz glan n’o doa anavezet biskoazh af-gour ebet nemet digantañ.

1923
Daveenn : SKET p.74-75

— Ar per-se, marteze, a oa kouezhet o-unan ez kinou ? Gir ebet. — Respont, mabig, ne vo ket graet a zroug dit, ma vezez fur… Lavar ar wirionez. N’out ket bet er wezenn ?

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 40, p.895 (Miz Ebrel 1924)

— Sellit, sellit ’ta !… E dad eo, heñvel-bev eo outañ. N’oc’h ket evit e nac’h, mamm Marc’harid : ho mabig bihan eo, hep douetañs ebet.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.811 (Miz Genver 1924), ("henvel-beo" reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.846).

Ya sur, an hini an devoa hadet pe blantet ar wezenn dilh-se, hep douetañs ebet, ac’h aio, ma n’emañ, war-eeun d’ar Baradoz.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 47, p.1122 (Miz Du 1924).

Met plac’h yaouank ebet ne zaremprede : n’en devoa mestrez ebet.

1925
Daveenn : BILZ2 p.179

Ma ! neuze ec’h anavezet ur vorgazhenn, neuze oc’h evit kompren e petore digouez euzhus e oa martoloded ar Gwennili. Grevusoc’h hini ebet.

1925
Daveenn : BILZ2 p.112

ebet

1927
Daveenn : Geri.Ern pg bed

Ar seizh kañfard, den ebet o taollagadiñ outo, a varvailhe ken na ziaoule e brezhoneg : kaerañ yezh a zo en hollved.

1929
Daveenn : SVBV p6

tra all ebet

1931
Daveenn : VALL autre

kement ha neb all ebet

1931
Daveenn : VALL pg autre

hini ebet ac'hanomp

1931
Daveenn : VALL pg aucun

hini ebet

1931
Daveenn : VALL pg aucun

hini all ebet

1931
Daveenn : VALL pg aucun, autre

hep mar ebet

1931
Daveenn : VALL pg assurément

ebet

1931
Daveenn : VALL pg aucun

e giz ebet

1931
Daveenn : VALL pg aucun

den all ebet

1931
Daveenn : VALL autre

n'eus doare alberz ebet a gement-se

1931
Daveenn : VALL pg apercevoir (on ne s'paerçoit pas de cela)

ned a war-dro iliz ebet

1931
Daveenn : VALL pg approcher (il n'approche pas de l'église)

ober van ebet ouzh

1931
Daveenn : VALL pg attention

tamm ebet

1931
Daveenn : VALL pg aucun

kement ha neb all ebet

1931
Daveenn : VALL autre

An Aotrou Kure n'eo ket bet ankounac'haet, na den all ebet...

1935
Daveenn : TRAG p145

Lezet en deus anezhañ da vale, rak ar roue hepken, ha den all ebet, a c'hell barn unan bennak d'ar marv.

1936
Daveenn : TKAL p14

Ar re-mañ, ne voe ket un avañs dezho klemm, sakreal, "rebarbiñ" ; ober rankjent war o zroad, an hent da vont d'o chomlec'h nevez, ma ne zeuje karr ebet en-dro a-benn c'hwec'h eur diouzh ar paradez.

1941
Daveenn : ARVR niv.6, p4

En Enez-Sun, da skouer, e vez graet "an ober" eus ur bae ledan digor, stêr ebet oc'h echuiñ ennañ.

1943
Daveenn : TNKN pg15

— « Mari !… Mari !… » Mari ebet ne respontas. Ne oa Mari ebet en ti.

1944
Daveenn : ATST p.132

Kaer e oa sellout, ne weled roud ebet mui eus krouerien K.V.B e Montroulez.

1944
Daveenn : EURW.1 p.189

Ne c’houle a briz ebet mont da zibriñ ouzh taol vras an ostaleri.

1944
Daveenn : EURW.1 p.189

Koulskoude, fentus eo, hor mignoniaj ne denne tamm ebet da draoù speredel.

1944
Daveenn : EURW.1 p.193

Siwazh, an hunvre ne badas nemet ar bloaz 1895 ; da ehan-skol 1896, ne oa Melia ebet ken war-dro Pont ar Gwin.

1944
Daveenn : EURW.1 p46

Ne oa darempred ebet etre ar vrezhonegerien hag ar c'hallegerien.

1944
Daveenn : EURW.1 p34

Neblec'h all ebet ne c'hellfer kavout un douar ken kaer, un natur ken stagus.

1944
Daveenn : EURW.1 p14-15

An danevellig-se a daolenn mat ma zad evel ma oa, un den uvel, a reas e zever rik e pep tra, hep c'hoant ebet da vrabañsal, na da resev ar pezh na gave ket, en e goustiañs, en devoa gounezet.

1944
Daveenn : EURW.1 p12

Ar voereb a zo war he gwele, gant ar remm. Ne ouie ket c’hoazh ar c’heloù ! Soñjit ! ne oa bet den ebet o welout anezhi !

1944
Daveenn : ATST p.38

— « Goude ? Goude ? eme Job, goude n’eus netra ebet ken. Fin ’zo d’an istor ; echu tout.

1944
Daveenn : ATST p.48

Selaou a rae c’hoazh ; trouz ebet mui.

1944
Daveenn : ATST p.50

— « Penaos », emezi, « emañ al loar o parañ war ar prenestr ? Ar prenestr a zo troet ouzh tu an hanternoz, ha sklerijenn al loar ne c’hell, e mod ebet, tizhout anezhañ. »

1944
Daveenn : ATST p.51

An eil diaoul. — « Hag ur bern poan spered. » An diaoul kentañ. — « Ha morse plijadur ebet. »

1944
Daveenn : ATST p.58

Ar voereb Mari ne lavare grik ebet. Astennet e oa war he gwele, hanter vev, hanter varv.

1944
Daveenn : ATST p.60

— « Pa lavaran deoc’h ne welan berad ebet. Mes klevout a ran trouz adarre. »

1944
Daveenn : ATST p.62

— « Nann ’vat, mamm, n’em eus klevet seurt ebet. » — « Soñjal a-walc’h a raen n’ho poa klevet mann ebet, rak kaer am boa hopal : Job ! Job ! den ne responte. »

1944
Daveenn : ATST p.68

Bremañ, na gollomp ket amzer. Ret e vezo satanazañ an ti bemnoz, bemnoz, hep mank ebet.

1944
Daveenn : ATST p.120

Linenn : labourat war e linenn a zo pesketa en e berzh e-unan hep rannañ gant den all ebet.

1944
Daveenn : GWAL 165/317

Lezomp, avat, a gostez [a-gostez] loened hag anevaled, pa n’eus hini ebet anezho em istor, ha gwelomp pelec’h omp degouezhet pelloc’h.

1944
Daveenn : ATST p.9

— « O ! ur vaouez eo, » a respontas Lom ; « ur vaouez eo, n’eus douetañs ebet da gaout. Gwelout a ran mat-tre he c’hoef gwenn hag he brozh du. »

1944
Daveenn : ATST p.19

Eva, ivez, a oa bet profet dezhi gant Doue koantiri ar bleunioù, ha, dre-se n’oa harz ebet d’he beli war Adam.

1949
Daveenn : SIZH p.40

Dic'hoarzh-meurbet, e kendalc'has, goude-se, an Tad-Mestr gant e brezegennig diwar-benn al lorc'h, pec'hed ar spered, pec'hed Ministred Doue, an hini nemetañ ne vo pardon ebet dezhañ...

1949
Daveenn : SIZH p.61

Ya ! o vont da welout ur vaouez e oa. En abeg da se, hag evit digarez all ebet, eo en doa graet ur soub en dour d'e benn ha d'e zivrec'h. Nemet n'en doa ket taolet pled en dra kent an teodad.

1949
Daveenn : SIZH p.44

- Nemet karout a rafen e virfes ez kerz un dra bennak e koun eus hon darempred a vo bet re verr, siwazh ! hep mar ebet.

1949
Daveenn : SIZH p.51

Diwall na bokfe dit, me az ped, nag hi na den all ebet.

1950
Daveenn : LAWI p110

Ne gredan ket e ve da zen all ebet, na deoc'h kennebeut all.

1950
Daveenn : LAWI p168

Ha pa fell din, goude dijuni, mont da ober un azez war ar pont, n'eus douetañs ebet mui : krog eo an droug-mor ennon.

1985
Daveenn : DGBD p10

C'hoazh eo kaer dit pa n'eus bet den all ebet o tegas lizher-digareziñ all ebet hiziv.

2013
Daveenn : NIKOL p69

Ne oa tra ebet er vro a gement a c'hallfe bezañ talvezet da batrom evit ur c'heur gotek hantergelc'hiek, dezhañ un adnev-tro ha chapelioù empret diouzh doare an opus francigenum.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 8

Gouzout a raimp gant ar c'helanskejañ met o vezañ ma ne'm eus kavet gloaz ebet gant ur boled na troc'h ebet en o gwazhied, ne chom nemet ar c'hontamm.

2015
Daveenn : EHPEA p12

Etimologiezh

Termen grammatikalizet diwar an droienn "en bed" > "er bed" > "erbet" > "ebet".

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial