Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Vakañsoù-skol evit ar skolidi, ar studierien, hollad implijidi ur skol. E-pad an ehan-skol e lezen ma levrioù da gludañ lec'h ma oant. [1944] Rak-se, e c'heller kompren pegement a joa a veze p'en em gave mare an ehan-skol... [1954] Gant se ’ta, goude an ehan-skol er bloavezh 1904, ez eas an darn vuiañ eus va c’henskolidi da gloerdi bras Sant-Brieg, darn all da Baris, da Roazhon, Angers pe Lille da genderc’hel gant o studi.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

Ehan-skol goude ehan-skol, distro goude distro, an amzer a yae en-dro hep nemeur a cheñchamant.

1944
Daveenn : EURW.1 p62

Hi ivez a anaveze ac'hanomp diouzh ar gwel, rak aet e oamp en hec'h ostaleri da evañ ur bannac'h kafe tomm, pa oamp o tistreiñ goude ehan-skol an deiz kentañ 'r bloaz.

1944
Daveenn : EURW.1 p37

Rak-se, e c'heller kompren pegement a joa a veze p'en em gave mare an ehan-skol...

1944
Daveenn : EURW.1 p40

Siwazh, an hunvre ne badas nemet ar bloaz 1895 ; da ehan-skol 1896, ne oa Melia ebet ken war-dro Pont ar Gwin.

1944
Daveenn : EURW.1 p46

Gant se ’ta, goude an ehan-skol er bloavezh 1904, ez eas an darn vuiañ eus va c’henskolidi da gloerdi bras Sant-Brieg, darn all da Baris [Bariz], da Roazhon, Angers pe Lille da genderc’hel gant o studi.

1954
Daveenn : VAZA p.72

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial