E-lec'h klask hepken ar rec'hell argollus evit al listri, e vez savet kartennoù resis kenañ e-keñver an donder, d'al listri da c'hallout evel-se ober hent el latar war-bouez un ardivink-sontañ dre an heklev.
Teñzor Beg-ar-C’hraneg, evit displegañ ar wirionez penn-da-benn, n’eo bet gwelet gant den, mes an holl a oar, e Lotei, ez eus eno, kuzhet e kalon an douar, arc’hant gwenn hag aour melen e-leizh, peadra da « zic’hleañ » Bro-Chall e-keñver Bro-Saoz hag an Amerik.
Deuet on da chom davet ma zud e parrez Karnoed, en un ti brav, livet gwenn, war blasenn ar bourk, keñver gant an iliz, un ti kempenn, dalc'het gant ma mamm, ennañ kombodoù bihan evel emañ ar mod gant bourc'hizien Vreizh-Izel : ur gegin, ur sal, ur burev, dispartiet gant un trepas ; teir gambr a bigner dezho gant ur « viñs-tro » ; ha d'an nec'h tre, ar solier, div gambrig all, a zizoloer dre o frenestroù an holl vourk, hag er pellder, dremmwel fromus ha gwagennus tosennoù Kerne.
- Va bro ... « Señorita », va bro-me eo ho Kastilha-Gozh ur gouelec'h krin ha kras en he c'heñver. Du-mañ 'z eus geot glas, a-hed ar bloaz, ken uhel hag ho penn ; du-mañ, e red an dour, hañv-c'hoañv, e-barzh an traoniennoù, dezho o bec'h gwez.
Sammet e oa, avat, gant kudenn e wad e-keñver ar vaouez.
E-keñver gouelec'hiad an tachennoù rouz dizour ha dic'heot, pe ar pantennoù meinek, dalc'hmat o kinnig disac'hañ, a oa da dreuzañ da vont di, San-Miguel, hag eñ freuzh-difreuzh [sic, freuz-difreuz], a oa anezhañ ur wir c'hlasenezenn, bourrus bevañ enni.
Hag e-keit m’edo an Impalaer ken tost din, o verat dibaouez ha marteze hep gouzout dezhañ ur boned kreoñ gwenn astrakan war e varlenn, e vijen bet manet gant va genou digor[-]bras mar bije deut un tenner planedennoù da guzulikat e pleg va skouarn « Sell ouzh hennezh, va faotr, ha sell ervat, rak e gopr e vi gantañ kent na vo pell, ha touiñ a ri war le da vezañ leal da viken en e geñver ».
Gwad fall a ris e-pad un toullad devezhioù, hogen a greiz-holl e teuas din koun eus laz-seniñ Brest, Musique des Equipages de la Flotte, am boa gwelet e Landreger e-keñver gouelioù Renan.
Bez’ oa an deiz-se e[n]-dro dezhañ ul levitenn hir glas-du, hini greunadourien e ward, gant stolikennoù-skoaz koronal (1) ha netra warni nemet seizenn vras ar strollad a Enor a-dreuz e vruched, ha peurzisheñvel e seblante bezañ e wiskamant e-keñver d’e gerent ha d’e jeneraled hag admiraled en adreñv dezhañ, gouest da zallañ n’eus forzh piv adal ma pare an heol war o c’hroazioù, o medalennoù, an alaouradur hag an holl c’hlinkadur ma’z oant bec’hiet ganto.
Ret e ve moarvat distreiñ war hor c'hiz betek e-keñver Enez Eusa evit gwelout c'hoazh kement all a listri.
Elena, rannet he c'halon etre ar garantez a vag, hogozik en desped dezhi hec'h-unan, e-keñver Paris hag ar c'heuz da vezañ kuitaet Sparta ha Menelaos
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
e-kerc'henn